Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Levr Job 11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 11 Prezegenn gentañ Zofar

1 Neuze, Zofar eus Naama a gomzas o lavarout:

2 Ha ne vo ket respontet da gement a gomzoù? Hag a-walc'h eo bezañ ur c'homzer kaer evit ma vefe ar gwir ganit?

3 Da gomzoù aner, hag e raint d'an dud tevel? Ha goap a ri hep ma vo den a raio mezh dit?

4 Lavaret ec'h eus: Va c'helennadurezh a zo glan, ha dinamm on dirak da zaoulagad.

5 Met me a garfe e komzfe Doue, hag e tigorfe e c'henoù evit respont dit,

6 hag e tiskouezfe dit traoù kuzhet e furnez, a zo doubl en anaoudegezh; hag e c'houfes ec'h ankounac'ha Doue ul lod eus da zireizhder.

7 Hag e kavi foñs soñjoù Doue? Hag ec'h anavezi penn-da-benn an Holl-C'halloudeg?

8 Uhelder an neñvoù eo, petra a ri? Donoc'h eget lec'h ar marv eo, penaos ec'h anavezi?

9 E vuzul a zo hiroc'h eget an douar, ledanoc'h eget ar mor.

10 Mar tremen, mar krog, mar dastum, piv a harzo outañ?

11 Rak eñ a anavez an dud gwidreüs; ha pa wel an droug, ha ne raio ket van?

12 Met an den gollo a boell a zeu da vezañ skiantek, petra bennak ma oa evel ebeul un azenez p'eo bet ganet.

13 Mar lakaez prest da galon, mar astennez da zaouarn etrezek ennañ,

14 mar pellaez an direizhder a zo ez taouarn, ma ne lez ket an drougiezh da chom ez teltenn,

15 neuze a-dra-sur e savi da zremm dinamm, startaet e vi ha na'z po ket aon,

16 disoñjal a ri da boanioù, soñj az po anezho evel eus dour tremenet.

17 Da vuhez a savo lugernusoc'h eget ar c'hreisteiz, da zeñvalijenn zoken a vo evel ar beure.

18 Hag e vi leun a fiziañs rak e vo esperañs; klask a ri en-dro dit hag ez i da c'hourvez e surentez.

19 En em astenn a ri ez aes, den ne sponto ac'hanout, kalz a dud a raio al lez dit.

20 Met daoulagad ar re zrouk a vo kuzumet, pep tec'h a vo kollet evito, rentañ o ene a vo o esperañs.

Lean sinn:



Sanasan