Levr Job 10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 10 1 Aet eo skuizh va ene gant ar vuhez, lezel a rin va c'hlemm da vont, komz a rin e c'hwervoni va ene. 2 Lavarout a rin da Zoue: Na'm c'hondaon ket, ro din da c'houzout perak ez out em enep. 3 Daoust hag e plij dit gwaskañ, o tisprizañ labour da zaouarn hag o splannañ mennad ar re zrouk? 4 Hag ec'h eus daoulagad kig? Hag e welez evel ma wel un den? 5 Da zeizioù, hag ez int evel deizioù an den? Da vloazioù, hag ez int evel deizioù an den, 6 evit ma rafes furchadenn war va direizhder hag enklask war va fec'hed? 7 Gouzout a rez n'on ket kablus, ha den ne c'hell va lemel eus da zorn. 8 Da zaouarn o deus va graet, va stummet a-grenn... Hag em distrujfes! 9 Az pez soñj ec'h eus va stummet evel pri; hag em lakafes da vont en-dro d'ar poultr? 10 Ha ne'c'h eus ket va linket evel laezh, va c'haouledet evel fourmaj? 11 Va goloet ec'h eus a groc'hen hag a gig, va gwiadet gant eskern ha nervennoù. 12 Roet ec'h eus din buhez ha trugarez, ha da brederioù o deus diwallet va spered. 13 Ha setu amañ an traoù a vires din ez kalon! Gouzout a ran e oant ganit. 14 Mar pec'han, e welez, ha ne bardonez ket din va direizhder. 15 Mard on drouk, gwalleur din! Mard on reizh, ne savan ket va fenn, leuniet a vezh ha prederek em enkrezioù. 16 Hag ez eont war-gresk! Va chaseal a rez evel ul leon, hag adarre e kreskes da vurzhudoù em enep. 17 Nevesaat a rez da destoù a-enep din, ha liesaat da fulor em c'heñver. Bagadoù nevez a zeu a-enep din. 18 Perak ec'h eus va zennet eus ar mammog? Marvet e vijen, lagad ebet n'en dije va gwelet! 19 Bez' e vijen evel na vijen ket bet, douget e vijen bet eus ar mammog d'ar bez! 20 Va deizioù, ha n'int ket berr? Ehan ha va lez, ma vin frealzet un nebeud, 21 a-raok ma'z in kuit hep distreiñ, da vro an deñvalijenn ha skeud ar marv, 22 douar teñval evel an noz, e-lec'h m'emañ skeud ar marv hep urzh ebet, hag e-lec'h m'eo ar sklêrijenn evel an noz. |