Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Levr Job 1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 1 Istor Job

1 Bez' e oa e bro Uz un den anvet Job. An den-se a oa gwirion hag eeun, a zouje Doue hag a zistroe diouzh an droug.

2 Seizh mab ha teir merc'h a oa bet ganet dezhañ.

3 Hag e perc'henne seizh mil dañvad, tri mil kañval, pemp kant koublad ejened, pemp kant azenez, hag un niver bras a servijerien. An den-se a oa ar brasañ eus mibien ar sav-heol.

4 Hag e vibien a yae an eil da di egile hag a roe ur fest pep hini d'e zeiz, hag e kasent da bediñ o zeir c'hoar da zont da zebriñ ha da evañ ganto.

5 Ha pa veze echu tro deizioù ar fest, Job a gase da gerc'hat e vibien evit o santelaat. O sevel mintin mat, e kinnige loskaberzhoù evit pep hini anezho, rak Job a lavare: Marteze o deus pec'het va mibien, hag o deus dismegañset Doue en o c'halonoù. Evel-se e rae Job bepred.

6 Hag e c'hoarvezas un devezh ma teuas mibien Doue da gavout an AOTROU, ha Satan a zeuas ivez en o zouez.

7 An AOTROU a lavaras da Satan: A belec'h e teuez? Satan a respontas d'an AOTROU o lavarout: Eus redek amañ hag ahont war an douar hag eus pourmen eno.

8 An AOTROU a lavaras da Satan: Hag ec'h eus taolet evezh ouzh va servijer Job? N'eus ket eveltañ war an douar, un den gwirion hag eeun, a zouj Doue hag a zistro diouzh an droug.

9 Satan a respontas d'an AOTROU o lavarout: Hag eo evit netra e touj Job Doue?

10 Ha ne'c'h eus ket graet evel un harz en-dro dezhañ, en-dro d'e di, en-dro da gement a zo dezhañ? Benniget ec'h eus oberoù e zaouarn, hag e dropelloù o deus kresket war an douar.

11 Met astenn da zorn, sko war gement a zo dezhañ, hag e villigo ac'hanout en da zremm.

12 An AOTROU a lavaras da Satan: Setu, kement en deus a zo ez torn, nemetken, na laka ket da zorn warnañ. Ha Satan a yeas kuit a-zirak dremm an AOTROU.

13 Hag e c'hoarvezas un devezh, evel ma tebre e vibien hag e verc'hed ha ma event gwin e ti o breur henañ,

14 ma teuas ur c'hannad da gavout Job ha da lavarout dezhañ: An ejened a are, hag an azenezed a beure en o c'hichen,

15 ha Sabeaned a zo en em daolet warno hag o deus o zapet, lazhet o deus ar servijerien gant barvenn ar c'hleze. Me va-unan am eus tec'het da zisklêriañ dit.

16 Edo c'hoazh o komz pa zeuas unan all o lavarout: Tan Doue a zo kouezhet eus an neñvoù hag en deus devet an deñved hag ar servijerien, ha lonket anezho. Me va-unan am eus tec'het da zisklêriañ dit.

17 Edo c'hoazh o komz pa zeuas unan all o lavarout: Kaldeiz renket e tri bagad a zo en em daolet war ar c'hañvaled hag o deus o zapet, lazhet o deus ar servijerien gant barvenn ar c'hleze. Me va-unan am eus tec'het da zisklêriañ dit.

18 Edo c'hoazh o komz pa zeuas unan all o lavarout: Da vibien ha da verc'hed a zebre hag a eve gwin e ti o breur henañ,

19 ha setu, un avel vras a zo deuet eus tu all d'ar gouelec'h, hag en deus skoet gant pevar c'horn an ti, a zo kouezhet war ar re yaouank, hag ez int marvet. Me va-unan am eus tec'het da zisklêriañ dit.

20 Neuze Job a savas, hag e rogas e vantell, e touzas e benn, e kouezhas d'an douar, e stouas

21 hag e lavaras: En noazh ez on deuet eus kof va mamm, hag en noazh e tistroin di. An AOTROU en deus roet, an AOTROU en deus lamet. Ra vo anv an AOTROU benniget!

22 E kement-se holl, Job ne bec'has ket, ne rebechas netra da Zoue.

Lean sinn:



Sanasan