Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Leviegezh 9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 9 Aberzhoù kentañ Aaron hag e vibien

1 D’an eizhvet deiz Moizez a c’halvas Aaron hag e vibien, hag henaourien Israel,

2 hag e lavaras da Aaron: Kemer ul leue yaouank evit un aberzh-dic’haouiñ hag un tourz evit ul loskaberzh, an eil hag egile disi, ha kinnig anezho dirak an AOTROU.

3 Komz a ri da vibien Israel hag e lavari: Kemerit ur bouc’h evit un aberzh-dic’haouiñ, ul leue hag un oan eus ur bloaz, disi, evit ul loskaberzh,

4 ur c’hole hag un tourz evit un aberzh a drugarekadennoù, evit aberzhiñ dirak an AOTROU, hag un donezon mezet gant eoul, rak hiziv an AOTROU en em ziskouezo deoc’h.

5 Degas a rejont ar pezh en doa gourc’hemennet Moizez dirak teltenn an engalv, hag an holl vodadenn a dostaas hag en em zalc’has dirak an AOTROU.

6 Moizez a lavaras: Setu amañ ar pezh en deus gourc’hemennet an AOTROU ober, ha gloar an AOTROU en em ziskouezo deoc’h.

7 Moizez a lavaras da Aaron: Tosta ouzh an aoter, kinnig da aberzh-dic’haouiñ ha da loskaberzh, gra dic’haou evidout hag evit ar bobl, kinnig prof ar bobl ha gra dic’haou evito, evel m’en deus gourc’hemennet an AOTROU.

8 Aaron a dostaas ouzh an aoter hag a lazhas leue e aberzh-dic’haouiñ.

9 Mibien Aaron a zegasas dezhañ ar gwad, hag e soubas e viz er gwad, e lakaas dioutañ war gerniel an aoter hag e skuilhas ar gwad ouzh troad an aoter.

10 Hag e lakaas da vogediñ war an aoter al lard, al lounezhi hag ar flipezenn a zo war an avu eus an aberzh-dic’haouiñ, evel m’en doa gourc’hemennet an AOTROU da Voizez.

11 Met ar c’hig hag ar c’hroc’hen a zevas en tan er-maez eus ar c’hamp.

12 Lazhañ a reas al loskaberzh. Mibien Aaron a zegasas dezhañ ar gwad, a skuilhas war an aoter hag en-dro dezhi.

13 Degas a rejont dezhañ al loskaberzh troc’het a dammoù gant ar penn, hag o lakaas da vogediñ war an aoter.

14 Gwalc’hiñ a reas ar bouzelloù hag an divhar hag o lakaas da vogediñ dreist al loskaberzh war an aoter.

15 Degas a reas prof ar bobl. Kemer a reas bouc’h an aberzh-dic’haouiñ evit ar bobl, en lazhas hag en kinnigas evit ar pec’hed evel an hini kentañ.

16 Degas a reas al loskaberzh hag en kinnigas hervez ar reolenn.

17 Degas a reas an donezon hag e kemeras un dornad diouti, a lakaas da vogediñ war an aoter, ouzhpenn loskaberzh ar beure.

18 Lazhañ a reas kole ha tourz an aberzh a drugarekadennoù evit ar bobl. Mibien Aaron a zegasas dezhañ ar gwad, a skuilhas war an aoter hag en-dro dezhi.

19 Degas a rejont dezhañ lard ar c’hole hag an tourz, al lost, al lard a c’holo ar bouzelloù, al lounezhennoù hag ar flipezenn a zo war an avu,

20 hag e lakajont al lard dreist ar bruchedoù, hag e lakaas al lard da vogediñ war an aoter.

21 Aaron a hejas evel ur prof ar bruchedoù hag ar skoaz dehou, evel m’en doa gourc’hemennet Moizez.

22 Aaron a savas e zaouarn war-zu ar bobl hag o bennigas. Hag e tiskennas, goude bezañ kinniget an aberzh-dic’haouiñ, al loskaberzh hag an aberzh a drugarekadennoù.

23 Moizez hag Aaron a yeas e-barzh teltenn an engalv; pa zeujont er-maez e vennigjont ar bobl. Gloar an AOTROU en em ziskouezas d’an holl bobl.

24 An tan a zeuas er-maez a-zirak an AOTROU, hag a guzumas war an aoter al loskaberzh hag al lard. An holl bobl henn gwelas hag en ur leuskel kriadennoù a levenez e em daoljont war o dremmoù.

Lean sinn:



Sanasan