Leviegezh 8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 8 Moizez a ouestl Aaron hag e vibien 1 An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout: 2 Kemer Aaron hag e vibien gantañ, ar gwiskamantoù, eoul an oleviadur, ar c’hole evit an aberzh-dic’haouiñ, an daou dourz ha paner ar bara hep goell, 3 ha dastum ar vodadenn ouzh digor teltenn an engalv. 4 Moizez a reas ar pezh en doa gourc’hemennet an AOTROU dezhañ, hag ar vodadenn a voe dastumet ouzh digor teltenn an engalv. 5 Moizez a lavaras d’ar vodadenn: Setu amañ ar pezh en deus gourc’hemennet an AOTROU ober. 6 Moizez a lakaas Aaron hag e vibien da dostaat, hag e walc’has anezho gant dour. 7 Hag e lakaas dezhañ an doneg, e c’hourizas anezhañ gant ar gouriz, e wiskas anezhañ gant ar sae, e lakaas warnañ an efod, e c’hourizas anezhañ gant gouriz an efod en doa gwisket anezhañ gantañ, 8 e lec’hias warnañ ar gwisk-bruched, e lakaas ouzh ar gwisk-bruched an Urim hag an Tummim, 9 e lakaas an diarenn war e benn, e lec’hias war ziaraog an diarenn, war e dal, an talgen, ar gurunenn santel, evel m’en doa gourc’hemennet an AOTROU da Voizez. 10 Moizez a gemeras eoul an oleviadur, hag ec’h olevas an tabernakl hag an holl draoù a oa ennañ, hag e santelaas anezho. 11 Ober a reas sparfadur an aoter seizh gwech, hag ec’h olevas an aoter hag hec’h holl draoù, al laouer hag he foñs, evit o santelaat. 12 Skuilhañ a reas eoul a oleviadur war benn Aaron hag ec’h olevas anezhañ evit e santelaat. 13 Moizez a lakaas mibien Aaron da dostaat, hag e lakaas dezho tonegoù, e c’hourizas anezho gant gourizoù hag e stagas dezho mintroù, evel m’en doa gourc’hemennet an AOTROU da Voizez. 14 Degas a reas ar c’hole evit an aberzh-dic’haouiñ; hag e lakaas Aaron hag e vibien o daouarn war benn ar c’hole evit an aberzh-dic’haouiñ. 15 Moizez en lazhas, a gemeras ar gwad, en lakaas gant e viz war gerniel an aoter hag en-dro dezhi, a c’hlanas an aoter, a skuilhas ar gwad ouzh troad an aoter, hag a santelaas anezhi evit ober dic’haou warni. 16 Kemer a reas al lard a c’holo ar bouzelloù, ar flipezenn a zo war an avu, an div lounezhenn gant o lard, ha Moizez o lakaio da vogediñ war an aoter. 17 Met ar c’hole, e groc’hen, e gig hag e fank a zevas en tan er-maez eus ar c’hamp, evel m’en doa gourc’hemennet an AOTROU da Voizez. 18 Degas a reas tourz al loskaberzh, hag e lakaas Aaron hag e vibien o daouarn war benn an tourz. 19 Moizez a lazhas anezhañ hag a skuilhas ar gwad war an aoter hag en-dro dezhi. 20 Troc’hañ a reas an tourz a dammoù, hag e lakaas da vogediñ ar penn, an tammoù hag al lard. 21 Gwalc’hiñ a reas en dour ar bouzelloù hag an divhar, ha Moizez a lakaas da vogediñ an tourz en e bezh war an aoter. Ul loskaberzh e voe, ur prof graet dre an tan, ur c’hwezh dudius d’an AOTROU, evel m’en doa gourc’hemennet an AOTROU da Voizez. 22 Degas a reas an eil tourz, tourz ar gouestladur, hag e lakaas Aaron hag e vibien o daouarn war benn an tourz. 23 Moizez a lazhas anezhañ, a gemeras eus e wad a lakaas war flipezenn skouarn dehou Aaron, war veud e zorn dehou ha war veud e droad dehou. 24 Moizez a lakaas mibien Aaron da dostaat, a lakaas gwad war flipezenn o skouarn dehou, war veud o dorn dehou ha war veud o zroad dehou, hag e skuilhas ar gwad war an aoter hag en-dro dezhi. 25 Kemer a reas al lard, al lost, an holl lard a c’holo ar bouzelloù, ar flipezenn a zo war an avu, an div lounezhenn gant o lard hag ar skoaz dehou; 26 eus paner ar bara hep goell a oa dirak an AOTROU e kemeras ur wastell hep goell, ur wastell bara eoulek hag ur vignezenn, hag e lakaas anezho war al lard ha war ar skoaz dehou. 27 Lakaat a reas an holl e daouarn Aaron hag e daouarn e vibien, hag e hejas anezho evel ur prof dirak an AOTROU. 28 Moizez a gemeras anezho diwar o daouarn hag o lakaas da vogediñ war an aoter, war al loskaberzh. O gouestladur e voe, ur prof graet dre an tan, ur c’hwezh dudius d’an AOTROU. 29 Moizez a gemeras ar bruched hag a hejas anezhañ evel ur prof dirak an AOTROU; diouzh an tourz a c’houestladur e voe lodenn Voizez, evel m’en doa gourc’hemennet an AOTROU da Voizez. 30 Moizez a gemeras eoul a oleviadur ha gwad a oa war an aoter, hag a reas ar sparfadur war Aaron ha war e wiskamantoù, war e vibien ha war wiskamantoù e vibien gantañ; hag e santelaas Aaron hag e wiskamantoù, e vibien ha gwiskamantoù e vibien gantañ. 31 Moizez a lavaras da Aaron ha d’e vibien: Lakait da boazhañ ar c’hig ouzh digor teltenn an engalv hag e tebrot anezhañ eno gant ar bara a zo e paner ar gouestladur, evel ma em eus henn gourc’hemennet en ur lavarout: Aaron hag e vibien en debro. 32 Ar pezh a vo manet eus ar c’hig hag eus ar bara a vo devet en tan. 33 E-pad seizh devezh ne d-eot ket kuit er-maez eus digor teltenn an engalv, betek ma vo deizioù ho kouestladur peurdremenet, rak e seizh devezh e viot peurouestlet. 34 An AOTROU en deus gourc’hemennet ober evel m’eo bet graet hiziv, da zic’haouiñ evidoc’h. 35 Neuze e chomot seizh devezh, deiz ha noz, ouzh digor teltenn an engalv, hag e virot kefridi an AOTROU evit na varvot ket, rak evel-se eo bet gourc’hemennet din. 36 Aaron hag e vibien a reas an holl draoù en doa gourc’hemennet an AOTROU dre Voizez. |