Leviegezh 7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 7 Gourc’hemennoù diwar-benn an aberzhoù 1 Setu lezenn an aberzh a gablusted. Un dra santel-meurbet eo. 2 El lec’h ma vez lazhet al loskaberzh, e vo lazhet an aberzh a gablusted. Skuilhet e vo ar gwad war an aoter hag en-dro dezhi. 3 Kinniget e vo an holl lard, al lost, al lard a c’holo ar bouzelloù, 4 an div lounezhenn, al lard a zo en-dro dezho hag a c’holo an divgroazell, hag ar flipezenn a zo war an avu gant an div lounezhenn a vo lamet. 5 An aberzhour o lakaio da vogediñ war an aoter evel ur prof graet dre an tan dirak an AOTROU. Un aberzh a gablusted e vo. 6 Pep den e-touez an aberzhourien a zebro dioutañ; debret e vo el lec’h santel. Un dra santel-meurbet eo. 7 Bez’ emañ eus an aberzh a gablusted evel eus an aberzh-dic’haouiñ, an hevelep lezenn o deus: ar prof a vo d’an aberzhour a raio an dic’haou. 8 Pa ginnig un aberzhour ul loskaberzh evit un den, an aberzhour en devo kroc’hen al loskaberzh en deus kinniget. 9 Pep donezon poazhet er forn, aozet er billig pe war ar baelon, a vo evit an aberzhour en deus he c’hinniget. 10 Pep donezon mezet gant eoul pe sec’h a vo evit holl vibien Aaron, unan evel egile. 11 Setu lezenn an aberzh a drugarekadennoù a vo kinniget d’an AOTROU. 12 Mar kinnig unan bennak anezhañ evit trugarekaat, e kinnigo gant an aberzh gwestell hep goell mezet gant eoul, bignez hep goell strinket gant eoul ha gwestell flour bleud kemmesket mezet gant eoul. 13 Ouzhpenn ar gwestell e kinnigo ur prof bara goet gant e aberzh evit trugarekaat pe aberzh a drugarekadennoù. 14 Kinniget e vo ul lodenn eus ar prof evel prof savet d’an AOTROU, hag e vo kement-se evit an aberzhour en devo skuilhet gwad an aberzh a drugarekadennoù. 15 Kig an aberzh a drugarekadennoù evit trugarekaat a vo debret en deiz ma vo kinniget; ne vo lezet mann dioutañ betek ar beure. 16 Mar d-eo aberzh unan bennak ur prof evit ur gouestl pe ur prof a youl vat, debret e vo en deiz ma kinnigo e aberzh, hag an nemorant a vo debret betek an deiz war-lerc’h. 17 An nemorant eus kig an aberzh a vo devet en tan d’an trede deiz. 18 Mar vefe debret kig an aberzh a drugarekadennoù d’an trede deiz, ne vefe ket degemeret ha ne vefe ket kontet d’an hini en deus kinniget an aberzh; un dra euzhus e vefe, ha piv bennak a zebrfe dioutañ a zougfe e zireizhder. 19 Ar c’hig en devo stoket ouzh un dra bennak dic’hlan ne vo ket debret, devet e vo en tan. Diwar-benn ar c’hig, pep den glan a c’hello debriñ dioutañ, 20 met un den dic’hlan hag a zebro eus kig an aberzh a drugarekadennoù a zo d’an AOTROU, a vo lamet eus e bobl. 21 An hini a stoko ouzh un dra bennak dic’hlan, ouzh dic’hlander un den, ouzh ul loen dic’hlan pe ouzh un euzhenn bennak dic’hlan, hag a zebro eus kig an aberzh a drugarekadennoù a zo d’an AOTROU, a vo lamet eus e bobl. 22 An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout: 23 Komz da vibien Israel ha lavar: Ne zebrot lard ejen, na oan, na gavr ebet. 24 Lard ul loen marv pe lard ul loen diframmet a c’hello servijañ da implijoù a bep seurt, met n’en debrot ket. 25 An hini a zebro lard al loened a zo kinniget evel profoù graet dre an tan d’an AOTROU, an den-se a vo lamet eus e bobl. 26 En holl lec’hioù ma viot o chom, ne zebrot gwad ebet, nag eus ul labous, nag eus ul loen all. 27 An den a zebro gwad bennak, an den-se a vo lamet eus e bobl. 28 An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout: 29 Komz da vibien Israel ha lavar: An hini a ginnigo d’an AOTROU e aberzh a drugarekadennoù, a zegaso d’an AOTROU e brof diwar e aberzh a drugarekadennoù. 30 E zaouarn a zegaso ar prof graet dre an tan d’an AOTROU, degas a raio al lard gant ar bruched, evit hejañ ar bruched evel ur prof dirak an AOTROU. 31 An aberzhour a lakaio al lard da vogediñ war an aoter, ar bruched a vo evit Aaron hag e vibien. 32 Ar skoaz dehou a roiot d’an aberzhour, evel prof savet, diwar hoc’h aberzh a drugarekadennoù. 33 An hini eus mibien Aaron a ginnigo gwad ha lard an aberzh a drugarekadennoù, en devo ar skoaz dehou evel lodenn, 34 rak ar bruched hejet hag ar skoaz savet a gemerin diwar aberzhoù a drugarekadennoù mibien Israel, hag e roin anezho d’an aberzhour Aaron ha d’e vibien hervez ur reolenn beurbadus a-berzh mibien Israel. 35 Hennezh eo al lodenn a roio an oleviadur da Aaron hag an oleviadur d’e vibien diwar ar profoù graet dre an tan dirak an AOTROU, adalek an deiz ma vint gouestlet da’m servij evel aberzhourien. 36 Kement-se eo ar pezh en deus gourc’hemennet an AOTROU da vibien Israel da reiñ dezho adalek deiz o oleviadur. Ur reolenn beurbadus eo a rummadoù da rummadoù. 37 Hounnezh eo lezenn al loskaberzh, an donezon, an aberzh-dic’haouiñ, an aberzh a gablusted, ar gouestladur hag an aberzh a drugarekadennoù, 38 a voe gourc’hemennet da Voizez gant an AOTROU war Venez Sinai, an deiz ma c’hourc’hemennas da vibien Israel kinnig o frofoù e lec’h distro Sinai. |