Leviegezh 6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 6 1 An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout: 2 Mar en deus pec’het unan bennak ha graet un difealded e-keñver an AOTROU, en ur lavarout gevier d’e nesañ diwar-benn ur fiziad, un dra da eveshaat warni, un dra laeret pe dilamet dre douell digant e nesañ, 3 mar en deus kavet un dra gollet hag en nac’h hag e tou e gaou, mar en deus touellet e nesañ, 4 mar en deus pec’het evel-se, e vo kablus, hag e rento an dra laeret gantañ, pe ar pezh en deus kemeret dre douell, pe ar pezh a zo bet fiziet ennañ, pe an dra gollet en deus kavet, 5 pe pep tra all en deus touet e gaou diwar he fenn. Rentañ a raio an dra en he fezh hag e lakaio ouzhpenn ar bempvedenn, hag e roio kement-se d’e berc’henn da zeiz e aberzh a gablusted. 6 Kinnig a raio d’an aberzhour evit e gablusted dirak an AOTROU un tourz disi, kemeret e-touez al loened bihan hervez da brizadur, evel aberzh a gablusted; 7 an aberzhour a raio an dic’haou evitañ dirak an AOTROU, hag an dra en deus graet evit bezañ kablus a vo pardonet dezhañ. Gourc’hemennoù ha lezennoù a bep seurt 8 An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout: 9 Ro an urzh-mañ da Aaron ha d’e vibien o lavarout: Setu lezenn al loskaberzh: Al loskaberzh a chomo war oaled an aoter e-pad an noz betek ar beure hag an tan a vo dalc’het enaouet enni. 10 An aberzhour a wisko e doneg lin, a lakaio brageier lin war e gig, a lamo al ludu o tont eus an tan en devo kuzumet al loskaberzh war an aoter hag o lakaio e-kichen an aoter. 11 Neuze e tiwisko e wiskamantoù hag e wisko reoù all, hag e kaso al ludu er-maez eus ar c’hamp d’ul lec’h glan. 12 An tan war an aoter a vo dalc’het enaouet enni, ne varvo ket. An aberzhour a enaouo enni koad bep beure, a renko al loskaberzh war an tan hag a lakaio da vogediñ lard an aberzhoù a drugarekadennoù. 13 An tan war an aoter a vo dalc’het enaouet dibaouez, ne varvo ket. 14 Setu lezenn an donezon: Mibien Aaron e ginnigo dirak an AOTROU, a-dal d’an aoter. 15 An aberzhour a gemero un dornad flour bleud gant eoul ha gant an holl ezañs a zo war an donezon, hag e lakaio kement-se da vogediñ war an aoter, ur c’hwezh dudius, un eñvor d’an AOTROU. 16 Aaron hag e vibien a zebro ar pezh a vo manet; e zebriñ a raint hep goell, el lec’h santel; war leurenn teltenn an engalv e tebrint. 17 Ne vo ket poazhet gant goell. O lodenn eo, an hini am eus roet dezho diwar va frofoù graet dre an tan. Un dra santel-meurbet eo, evel an aberzh-dic’haouiñ hag evel an aberzh a gablusted. 18 Pep paotr e-touez mibien Aaron a zebro dioutañ. Ur reolenn beurbadus eo a rummadoù da rummadoù diwar-benn ar profoù graet dre an tan d’an AOTROU. Piv bennak a stoko outo a vo santelaet. 19 An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout: 20 Setu ar prof a ginnigo Aaron hag e vibien d’an AOTROU d’an deiz ma vint olevet: un dekvedenn efa (1/10 efa 3 l) flour bleud evel donezon beurbadus, un hanter diouzh ar beure hag un hanter diouzh an abardaez. 21 Aozet e vo war ar baelon gant eoul, hag e tegasi anezhañ kemmesket; an donezon-mañ a ginnigi a dammoù poazhet evel ur c’hwezh dudius d’an AOTROU. 22 An aberzhour e-touez mibien Aaron a vo olevet war e lerc’h a ginnigo ar prof-mañ. Ur reolenn beurbadus eo dirak an AOTROU, devet e vo en e bezh. 23 Pep donezon eus un aberzhour a vo devet en he fezh; ne vo ket debret. 24 An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout: 25 Komz da Aaron ha d’e vibien ha lavar: Setu lezenn an aberzh-dic’haouiñ: El lec’h ma vez lazhet al loskaberzh, e vo lazhet an aberzh-dic’haouiñ dirak an AOTROU. Un dra santel-meurbet eo. 26 An aberzhour hag a ginnigo an aberzh-dic’haouiñ a zebro anezhañ; debret e vo el lec’h santel, war leurenn teltenn an engalv 27 Piv bennak a stoko ouzh e gig a vo santelaet. Mar strink gwad war un dilhad bennak, e walc’hi el lec’h santel an dilhad a zo bet strinket gwad warnañ. 28 Al lestr-pri ma vo poazhet e-barzh a vo torret; mar d-eo poazhet en ur pod arem, e vo puret ha gwalc’het en dour. 29 Pep den e-touez an aberzhourien a zebro dioutañ. Un dra santel-meurbet eo. 30 Met aberzh-dic’haouiñ ebet, a vo kaset gwad diouto e-barzh teltenn an engalv evit ober dic’haou el lec’h santel, ne vo debret; devet e vo en tan. |