Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Leviegezh 4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 4 Aberzh evit ar pec’hedoù diratozh

1 An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

2 Komz da vibien Israel ha lavar: P’en devo pec’het unan bennak diratozh a-enep unan eus gourc’hemennoù an AOTROU, en ur ober un dra na dle ket bezañ graet,

3 mar d-eo un aberzhour olevet an hini en deus pec’het, o lakaat dre eno ar bobl kablus, ra ginnigo d’an AOTROU evit ar pec’hed en devo graet ur c’hole disi evel aberzh-dic’haouiñ.

4 Degas a raio ar c’hole ouzh digor teltenn an engalv, dirak an AOTROU. Lakaat a raio e zorn war benn ar c’hole, a vo lazhet dirak an AOTROU.

5 An aberzhour olevet a gemero eus gwad ar c’hole hag en degaso e teltenn an engalv;

6 an aberzhour a soubo e viz er gwad hag a sparfo ar gwad seizh gwech dirak an AOTROU, a-dal da ouel ar santual.

7 An aberzhour a lakaio gwad war gerniel aoter an ezañs a c’hwezh-vat a zo dirak an AOTROU e teltenn an engalv, hag e skuilho holl wad ar c’hole ouzh troad aoter al loskaberzhoù a zo ouzh digor teltenn an engalv.

8 Sevel a raio holl lard kole an aberzh-dic’haouiñ, al lard a c’holo ar bouzelloù hag al lard a zo a-us d’ar bouzelloù,

9 an div lounezhenn, al lard a zo en-dro dezho hag a c’holo an divgroazell, hag ar flipezenn a zo war an avu gant an div lounezhenn a vo lamet,

10 evel ma’z int savet eus ar c’hole en aberzh a drugarekadennoù, hag an aberzhour o lakaio da vogediñ war aoter al loskaberzhoù.

11 Kroc’hen ar c’hole, e holl gig, e benn, e zivhar, e vouzelloù hag e fank,

12 ar c’hole a-bezh, a gaso er-maez eus ar c’hamp d’ul lec’h glan, ma vez taolet ennañ al ludu, hag e tevo anezhañ war ar c’hoad en tan; devet e vo war ar bern ludu.

13 Mar d-eo holl vodadenn Israel he deus pec’het diratozh ha ma vez kuzhet ouzh daoulagad ar vodadenn, en ur ober a-enep unan eus gourc’hemennoù an AOTROU un dra na dle ket bezañ graet, oc’h en em lakaat kablus,

14 pa vez anavezet ar pec’hed o deus graet, ra ginnigo ar vodadenn ur c’hole disi evel aberzh-dic’haouiñ. Degaset e vo ouzh digor teltenn an engalv.

15 Henaourien Israel a lakaio o dornioù war benn ar c’hole dirak an AOTROU, hag e vo lazhet ar c’hole dirak an AOTROU.

16 An aberzhour olevet a zegaso eus gwad ar c’hole e teltenn an engalv;

17 an aberzhour a soubo e viz er gwad hag a sparfo anezhañ seizh gwech dirak an AOTROU, a-dal d’ar ouel.

18 Lakaat a raio gwad war gerniel an aoter a zo dirak an AOTROU e teltenn an engalv, hag e skuilho an holl wad ouzh troad aoter al loskaberzhoù a zo ouzh digor teltenn an engalv.

19 Sevel a raio an holl lard hag en lakaio da vogediñ war an aoter.

20 Ober a raio evit ar c’hole-mañ evel ma vez graet evit ar c’hole-dic’haouiñ; ober a raio er memes doare. Evel-se e raio an aberzhour an dic’haou evito, hag e vo pardonet dezho.

21 Degaset a raio ar c’hole er-maez eus ar c’hamp, hag e tevo anezhañ evel m’en deus devet ar c’hole kentañ. Un aberzh-dic’haouiñ e vo evit ar vodadenn.

22 Mar d-eo ur penn-bras an hini en deus pec’het, en ur ober diratozh a-enep unan eus gourc’hemennoù an AOTROU e Zoue un dra na dle ket bezañ graet, oc’h en em lakaat kablus,

23 pa vez anavezet gantañ ar pec’hed en deus graet, ra zegaso e brof, ur bouc’h, ur par disi.

24 Lakaat a raio e zorn war benn ar bouc’h, a vo lazhet el lec’h ma vez lazhet al loskaberzhoù dirak an AOTROU. Un aberzh-dic’haouiñ e vo.

25 An aberzhour a gemero gant e viz eus gwad an aberzh-dic’haouiñ, en lakaio war gerniel aoter al loskaberzhoù, hag e skuilho ar gwad ouzh troad aoter al loskaberzhoù.

26 Lakaat a raio an holl lard da vogediñ war an aoter evel lard an aberzh a drugarekadennoù. Evel-se e raio an aberzhour an dic’haou eus e bec’hed evit ar penn-bras-mañ, hag e vo pardonet dezhañ.

27 Mar d-eo unan bennak eus ar bobl an hini en deus pec’het diratozh, en ur ober a-enep unan eus gourc’hemennoù an AOTROU un dra na dle ket bezañ graet, oc’h en em lakaat kablus,

28 pa vez anavezet gantañ ar pec’hed en deus graet, ra zegaso e brof, ur c’havr, ur barez disi, evit ar pec’hed en deus graet.

29 Lakaat a raio e zorn war benn an aberzh-dic’haouiñ, a vo lazhet el lec’h ma vez lazhet al loskaberzhoù.

30 An aberzhour a gemero gant e viz eus ar gwad, en lakaio war gerniel aoter al loskaberzhoù, hag e skuilho ar gwad ouzh troad an aoter.

31 An aberzhour a lamo an holl lard evel ma vez lamet lard an aberzh a drugarekadennoù, hag en lakaio da vogediñ war an aoter; ur c’hwezh dudius d’an AOTROU e vo. Evel-se e raio an aberzhour an dic’haou evit an den-mañ, hag e vo pardonet dezhañ.

32 Mar degas un oan evel prof evit an aberzh-dic’haouiñ, e tegaso ur barez disi.

33 Lakaat a raio e zorn war benn an aberzh-dic’haouiñ, a vo lazhet evel aberzh-dic’haouiñ el lec’h ma vez lazhet al loskaberzhoù.

34 An aberzhour a gemero gant e viz eus ar gwad, en lakaio war gerniel aoter al loskaberzhoù, hag e skuilho ar gwad ouzh troad an aoter.

35 An aberzhour a lamo an holl lard evel ma vez lamet lard an oan en aberzh a drugarekadennoù, hag en lakaio da vogediñ war an aoter evel er prof graet dre an tan dirak an AOTROU. Evel-se an aberzhour a raio evit an den-mañ an dic’haou eus ar pec’hed en deus graet, hag e vo pardonet dezhañ.

Lean sinn:



Sanasan