Leviegezh 3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 3 Aberzh a drugarekadennoù 1 Pa ginnig unan bennak un aberzh a drugarekadennoù, mar kinnig ul loen bras, par pe parez, e kinnigo unan disi dirak an AOTROU. 2 Lakaat a raio e zorn war benn ar prof, a lazho ouzh digor teltenn an engalv; an aberzhourien, mibien Aaron, a skuilho ar gwad war an aoter hag en-dro dezhi. 3 Kinnig a raio eus an aberzh a drugarekadennoù ur prof graet dre an tan dirak an AOTROU, al lard a c’holo ar bouzelloù hag al lard a zo a-us d’ar bouzelloù, 4 an div lounezhenn, al lard a zo en-dro dezho hag a c’holo an divgroazell, hag ar flipezenn a zo war an avu gant an div lounezhenn a vo lamet. 5 Mibien Aaron a lakaio da vogediñ kement-se war an aoter, a-us d’al loskaberzh a vo war ar c’hoad lakaet en tan. Ur prof graet dre an tan e vo, ur c’hwezh dudius d’an AOTROU. 6 Mar kinnig ul loen bihan, par pe parez, evit aberzh a drugarekadennoù d’an AOTROU, e kinnigo unan disi. 7 Mar kinnig un oan evit e brof, e tegaso anezhañ dirak an AOTROU. 8 Lakaat a raio e zorn war benn ar prof, a lazho ouzh digor teltenn an engalv; mibien Aaron a skuilho ar gwad war an aoter hag en-dro dezhi. 9 Kinnig a raio eus an aberzh a drugarekadennoù ur prof graet dre an tan dirak an AOTROU, al lard, al lost en e bezh a vo rannet tost d’ar mell-kein, al lard a c’holo ar bouzelloù hag al lard a zo a-us d’ar bouzelloù, 10 an div lounezhenn, al lard a zo en-dro dezho hag a c’holo an divgroazell, hag ar flipezenn a zo war an avu gant an div lounezhenn a vo lamet. 11 An aberzhour a lakaio da vogediñ kement-se war an aoter. Ar boued eus ur prof graet dre an tan d’an AOTROU e vo. 12 Mar kinnig ur c’havr, e tegaso anezhi dirak an AOTROU. 13 Lakaat a raio e zorn war benn ar prof, a lazho ouzh digor teltenn an engalv; mibien Aaron a skuilho ar gwad war an aoter hag en-dro dezhi. 14 Kinnig a raio anezhañ ur prof graet dre an tan dirak an AOTROU, al lard a c’holo ar bouzelloù hag al lard a zo a-us d’ar bouzelloù, 15 an div lounezhenn, al lard a zo en-dro dezho hag a c’holo an divgroazell, hag ar flipezenn a zo war an avu gant an div lounezhenn a vo lamet. 16 An aberzhour a lakaio da vogediñ kement-se war an aoter. Ar boued eus ur prof graet dre an tan e vo, ur c’hwezh dudius; an holl lard a vo d’an AOTROU. 17 Setu evidoc’h ur reolenn beurbadus a rummadoù da rummadoù, en hoc’h holl chomlec’hioù: ne zebrot na lard na gwad. |