Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Leviegezh 27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 27 Gouestloù ha daspren

1 An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

2 Komz da vibien Israel ha lavar: Pa en devo graet un den ur gouestl, ar pezh a zo un dra vras, mar d-eo tud, e vint evit an AOTROU hervez da brizadur.

3 Ma ec’h eus da brizañ un den adalek ugent vloaz betek tri-ugent vloaz, da brizadur a vo hanter-kant sikl arc’hant, diouzh sikl ar santual,

4 mar d-eo ur vaouez, e vo tregont sikl.

5 Mar d-eo adalek pemp bloaz betek ugent vloaz, da brizadur a vo ugent sikl evit ur paotr ha dek sikl evit ur plac’h.

6 Mar d-eo adalek ur miz betek pemp bloaz, da brizadur a vo pemp sikl arc’hant evit ur paotr ha tri sikl arc’hant evit ur plac’h.

7 Mar d-eo adalek tri-ugent vloaz hag ouzhpenn, da brizadur a vo pemzek sikl evit un den ha dek sikl evit ur vaouez.

8 Mar d-eo re baour an hini en devo graet ar gouestl evit paeañ da brizadur, e vo degaset dirak an aberzhour, hag eñ a brizo anezhañ; an aberzhour a raio ar priz hervez aez an hini en devo graet ar gouestl.

9 Mar d-eo ul loen a c’hell bezañ roet evel prof d’an AOTROU, kement a vo roet d’an AOTROU a vo un dra santel.

10 Ne vo ket kemmet, ha ne vo ket lakaet en e lec’h unan mat evit unan fall pe unan fall evit unan mat. Mar d-eo lakaet ul loen evit unan all, hemañ kenkoulz hag al loen lakaet en e lec’h a vo traoù santel.

11 Mar d-eo ul loen dic’hlan bennak na c’hell ket bezañ roet evel prof d’an AOTROU, e vo degaset al loen dirak an aberzhour,

12 hag eñ a brizo anezhañ hervez ma vo mat pe fall; ar prizadur a vo hini an aberzhour.

13 Mar c’hoantaer e zasprenañ, e vo adlakaet ar bempvedenn war ar prizadur.

14 Pa santelaio unan bennak e di evit bezañ santel evit an AOTROU, an aberzhour a raio ar prizadur hervez ma vo mat pe fall; ar prizadur a chomo hini an aberzhour.

15 Mar fell d’an hini en deus santelaet e di e zasprenañ, ec’h adlakaio ar bempvedenn war dalvoudegezh ar prizadur, hag e vo dezhañ.

16 Pa santelaio unan bennak ur park eus e berc’henniezh evit an AOTROU, da brizadur a vo hervez ar pezh a hader ennañ: un omer had heiz, hanter-kant sikl arc’hant.

17 Mar santela e bark adalek bloaz ar jubile, ar prizadur a chomo da hini.

18 Mar santela e bark goude ar jubile, an aberzhour a raio ar prizadur hervez an niver a vloavezhioù a chomo betek ar jubile, hag e vo tennet un tamm eus da brizadur.

19 Mar fell d’an hini en deus santelaet e bark e zasprenañ, ec’h adlakaio ar bempvedenn war dalvoudegezh ar prizadur, hag e chomo dezhañ.

20 Ma ne zaspren ket ar park hag ez eo gwerzhet ar park da unan all, ne c’hello ken bezañ dasprenet.

21 Hag ar park-se, pa’z aio er-maez d’ar jubile, a vo santelaet evit an AOTROU evel ur park lakaet da verz: ar berc’henniezh anezhañ a vo d’an aberzhour.

22 Pa santelaio unan bennak evit an AOTROU ur park en devo prenet ha na vefe ket eus parkeier e berc’henniezh,

23 an aberzhour a gonto talvoudegezh da brizadur betek bloaz ar jubile, hag e paeo an deiz-se da brizadur; santelaet e vo evit an AOTROU.

24 Da vloaz ar jubile, ar park a zistroio d’an hini m’en devo prenet digantañ, da berc’henn an douar.

25 Da holl brizadurioù a vo hervez sikl ar santual; ur sikl a dalvez ugent gera (1 gera   0,5 g).

26 Ur c’hentañ-ganet a-douez ar chatal a zo dija d’an AOTROU evel kentañ-ganet; den ne c’hello santelaat anezhañ, pe leue pe oan, d’an AOTROU eo.

27 Mar d-eo ul loen dic’hlan, e vo dasprenet hervez da brizadur en ur lakaat ar bempvedenn ouzhpenn; ma n’eo ket dasprenet, e vo gwerzhet hervez da brizadur.

28 Kement a vo lakaet da verz, pep tra hag en devo lakaet un den da verz evit an AOTROU eus ar pezh a zo dezhañ, den, loen, park eus e berc’henniezh, ne c’hello ket bet gwerzhet na dasprenet. Pep tra lakaet da verz a zo santelaet holl d’an AOTROU.

29 Kement a vo lakaet da verz, pep den a vo lakaet da verz ne c’hello ket bezañ dasprenet, a-dra-sur e vo lakaet d’ar marv.

30 Pep deog eus an douar, kenkoulz eus had an douar evel eus frouezh ar gwez, a vo d’an AOTROU. Un dra santelaet eo evit an AOTROU.

31 Mar fell da unan bennak dasprenañ un dra bennak eus e zeog, ur bempvedenn ouzhpenn e lakaio.

32 Pep deog eus loened bras pe eus loened bihan, eus kement a dremen dindan ar walenn, a vo un deog santelaet evit an AOTROU.

33 Ne vior ket o klask gouzout ha bez’ eo mat pe fall ha ne vint ket kemmet. Mar d-eo lakaet ul loen evit unan all, hemañ kenkoulz hag al loen lakaet en e lec’h a vo traoù santel.

34 Setu ar gourc’hemennoù a roas an AOTROU da Voizez evit mibien Israel war Venez Sinai.

Lean sinn:



Sanasan