Leviegezh 26 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 26 Bennozhioù ha mallozhioù 1 Ne reot deoc’h idol ebet, ne savot na skeudenn kizellet na delwenn, ne lakaiot ket a vaen gant tresadennoù livet en ho pro, evit en em stouiñ dirazo. Me eo an AOTROU ho Toue. 2 Mirout a reot va sabadoù hag ec’h enorot va santual. Me eo an AOTROU. 3 Mar kerzhit hervez va reolennoù ha mar mirit va gourc’hemennoù ha grit hervezo, 4 me a roio deoc’h ar glav en amzer dereat, an douar a roio e genderc’h ha gwez ar parkeier a roio o frouezh, 5 dornerezh ar greun a bado ganeoc’h betek ar vendem, hag ar vendem betek an here; debriñ a reot bara d’ho kwalc’h hag e chomot e surentez en ho pro; 6 me a lakaio peoc’h er vro hag e kouskot hep bezañ spouronet, kas a rin kuit al loened fall eus ar vro hag ar c’hleze ne dremeno ket en ho pro; 7 redek a reot war-lerc’h hoc’h enebourien hag e kouezhint dirazoc’h dre ar c’hleze, 8 pemp ac’hanoc’h a redo war-lerc’h kant ha kant ac’hanoc’h a redo war-lerc’h dek mil, hoc’h enebourien a gouezho dirazoc’h dre ar c’hleze; 9 me a sello ouzhoc’h, me a raio deoc’h frouezhus hag a lakaio ac’hanoc’h da greskiñ, hag e virin va emglev ganeoc’h; 10 debriñ a reot eus an eostoù kozh, hag e kasot er-maez ar re gozh evit ober lec’h d’ar re nevez; 11 hag e lakain va chomlec’h en ho touez, ha va ene n’en devo ket euzh ouzhoc’h; 12 kerzhout a rin en ho touez; bez’ e vin ho Toue hag e viot va fobl. 13 Me eo an AOTROU ho Toue, en deus tennet ac’hanoc’h eus bro Ejipt evit ne vefec’h ken er sklaverezh; torret em eus liammoù ho yev hag ho lakaet da gerzhout sonn. 14 Met ma ne selaouit ket ac’hanon ha ma ne rit ket hervez an holl c’hourc’hemennoù-mañ, 15 mar disprizit va reolennoù, mar en deus hoc’h ene euzh ouzh va barnedigezhioù, evit tremen hep heuliañ va gourc’hemennoù hag evit terriñ va emglev, 16 setu amañ neuze ar pezh a rin deoc’h: Lakaat a rin ar spont da zont warnoc’h, an diviañs hag an derzhienn, hag e kuzumint ho taoulagad hag e skuizhint hoc’h ene; hadañ a reot en aner ho had rak hoc’h enebourien en debro; 17 me a lakaio va dremm a-enep deoc’h, pilet e viot gant hoc’h enebourien, ar re a gasa ac’hanoc’h ho mestronio hag e tec’hot hep den o redek war ho lerc’h. 18 Ma ne’m selaouit ket en desped da-se, e kastizin ac’hanoc’h seizh gwech mui abalamour d’ho pec’hedoù, 19 hag e frikin ourgouilh ho kalloud. Lakaat a rin ho neñv evel houarn hag ho touar evel arem. 20 Ho nerzh a faezho en aner, an douar ne roio ket e genderc’h ha gwez ar parkeier ne roio ket o frouezh. 21 Mar kerzhit a-enep din ha ma ne fell ket deoc’h va selaou, e kastizin ac’hanoc’h seizh gwech muioc’h hervez ho pec’hedoù, 22 kas a rin a-enep deoc’h al loened gouez a skrapo ho pugale, a zistrujo ho chatal, a nebeutaio ac’hanoc’h, hag e vo didud ho hentoù. 23 Ma ne zifaziit ket ha ma kerzhit c’hoazh a-enep din, 24 e kerzhin ivez a-enep deoc’h hag e skoin warnoc’h seizh gwech mui abalamour d’ho pec’hedoù. 25 Hag e kasin warnoc’h ar c’hleze a veñjo va emglev; pa en em zastumot en ho kêrioù, e kasin ar vosenn en ho touez hag e viot roet etre daouarn an enebour. 26 Pa dorrin deoc’h bazh ar bara, dek gwreg a boazho bara en ur forn hepken hag a roio deoc’h ho para dre bouez, hag e tebrot ha n’ho po ket ho kwalc’h. 27 Ma ne’m selaouit ket en desped da-se ha ma kerzhit c’hoazh a-enep din, 28 e kerzhin ivez a-enep deoc’h hag e kastizin ac’hanoc’h seizh gwech mui abalamour d’ho pec’hedoù. 29 Debriñ a reot kig ho mibien ha debriñ a reot kig ho merc’hed, 30 me a zistrujo hoc’h uhellec’hioù hag e tiskarin ho peulioù, hag e lakain ho korfoù marv war gorfoù marv hoc’h idoloù, ha va ene en devo euzh ouzhoc’h. 31 Lakaat a rin ho kêrioù didud, distrujañ a rin ho santualioù ha ne ruflin ken c’hwezh hoc’h ezañs, 32 dismantrañ a rin ar vro, kement ken e vo souezhet hoc’h enebourien a chomo enni, 33 hag ho stlabezin e-touez ar broadoù hag e tennin ar c’hleze war ho lerc’h. Ho pro a vo dismantret hag ho kêrioù didud. 34 Neuze an douar en em akuito eus e zeizioù sabad e-pad ma vo gwastet hag e-pad ma viot e bro hoc’h enebourien; neuze an douar a ziskuizho hag en em akuito eus e zeizioù sabad. 35 Keit ha ma vo gwastet, e tiskuizho, abalamour ma n’en doa ket diskuizhet e-pad ho teizioù sabad, pa oac’h o chom warnañ. 36 Ar re ac’hanoc’h a chomo bev, e tiekain o c’halonoù e broioù o enebourien; trouz un delienn hejet o argaso, tec’hout a raint evel ma tec’her dirak ar c’hleze hag e kouezhint hep den o redek war o lerc’h; 37 kouezhañ a raint an eil war egile evel dirak ar c’hleze, hep den o redek war o lerc’h. Ne c’hellot ket kenderc’hel dirak hoc’h enebourien, 38 mont a reot da goll e-touez ar broadoù ha bro hoc’h enebourien a lonko ac’hanoc’h. 39 Ar re ac’hanoc’h a chomo bev a zizerio en abeg d’o direizhder e broioù o enebourien, hag e tizeriint ivez en abeg da zireizhder o zadoù. 40 Neuze ec’h anzavint o direizhder ha direizhder o zadoù, ha penaos o devo disentet ouzhin ha kerzhet a-enep din. 41 Me ivez a enebo outo hag e kasin anezho e bro o enebourien, ha neuze o c’halonoù diamdroc’h a blego hag ec’h anzavint o direizhder. 42 Neuze em bo soñj eus va emglev gant Jakob, eus va emglev gant Izaak, eus va emglev gant Abraham em bo soñj, hag em bo soñj ivez eus ar vro-mañ. 43 Ar vro a vo dilezet ganto hag en em akuito eus he deizioù sabad e-pad ma vo gwastet pell diouto; anzav a raint o direizhder, rak disprizet o devo va barnedigezhioù hag o eneoù o devo bet euzh ouzh va reolennoù. 44 En desped da-se, pa vint e bro o enebourien, ne daolin ket kuit anezho ha ne’m bo ket euzh outo evit kas anezho holl da get hag evit terriñ va emglev ganto. Me eo an AOTROU o Doue. 45 Soñj am bo eus va emglev gant o hendadoù, pa em eus tennet anezho eus bro Ejipt dirak daoulagad ar broadoù, evit bezañ o Doue. Me eo an AOTROU. 46 Setu ar reolennoù, ar barnedigezhioù hag al lezennoù en deus lakaet an AOTROU etre eñ ha mibien Israel war Venez Sinai, dre Voizez. |