Leviegezh 25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 25 Sabad an douar hag ar jubile 1 An AOTROU a gomzas da Voizez war Venez Sinai o lavarout: 2 Komz da vibien Israel ha lavar: Pa viot aet er vro a roan deoc’h, an douar en devo ur sabad evit an AOTROU. 3 E-pad c’hwec’h vloaz e hadi da bark, e-pad c’hwec’h vloaz e troc’hi da winieg hag e tastumi ar frouezh anezho, 4 met ar seizhvet bloaz a vo sabad an diskuizh d’an douar, ur sabad evit an AOTROU; ne hadi ket da bark, ne droc’hi ket da winieg, 5 ne vedi ket ar pezh a gresko anezhañ e-unan eus ar greun kouezhet e-pad an eost, ne zastumi ket ar rezin eus da winieg digempenn, rak ur bloavezh a ziskuizh e vo evit an douar. 6 Sabad an douar a vo ho poued, dit, da’z servijer, da’z matezh, da’z tevezhour, d’an diavaeziad a zo o chom ganit, 7 da’z loened ha d’an anevaled a vo en da vro. Debret e vo eus an holl bezh taolet gant an douar. 8 Kontañ a reot seizh sabad bloavezhioù, seizh gwech seizh vloaz, ha padelezh ar seizh sabad-se a vloavezhioù a raio nav bloaz ha daou-ugent. 9 Hag e lakai an drompilh da seniñ skiltr d’an dekvet deiz eus ar seizhvet miz; d’an deiz-pardon e lakaiot an drompilh da seniñ dre hoc’h holl vro. 10 Santelaat a reot an hanter-kantvet bloaz hag ec’h embannot frankiz er vro evit hec’h holl dud. Bez’ e vo evidoc’h ar jubile, hag e tistroio pep hini ac’hanoc’h en e berc’henniezh hag e tistroio pep hini ac’hanoc’h en e diegezh. 11 An hanter-kantvet bloavezh a vo evidoc’h ar jubile; ne hadot ket ha ne vedot ket ar pezh a gresko, ne zastumot ket ar winieg digempenn, 12 rak ar jubile e vo, santel e vo evidoc’h. Debret e vo eus an holl bezh taolet gant ar parkeier. 13 Er bloaz-se eus ar jubile, e tistroio pep hini ac’hanoc’h en e berc’henniezh. 14 Mar gwerzhit d’ho nesañ pe mar prenit digant ho nesañ, ne raio hini ac’hanoc’h gaou ouzh unan all. 15 Prenañ a ri digant da nesañ hervez an niver a vloavezhioù tremenet abaoe ar jubile, hag eñ a werzho dit hervez an niver eus ar bloavezhioù a c’hounid. 16 Hervez ma vo muioc’h a vloavezhioù e kreski ar priz, hervez ma vo nebeutoc’h a vloavezhioù e vihanai ar priz, rak niver an eostoù eo a werzh dit. 17 Hini ac’hanoc’h ne raio gaou ouzh unan all, doujañ a ri da Zoue. Me eo an AOTROU ho Toue. 18 Ober a reot hervez va reolennoù, mirout a reot va barnedigezhioù hag e reot hervezo, hag e chomot e surentez er vro. 19 Ar vro a roio e frouezh, ho kwalc’h a zebrot hag e chomot e surentez. 20 Hag e lavarot: Petra a zebrimp er seizhvet bloaz, ma ne hadomp ket ha ma ne zastumomp ket hon eost? 21 Kas a rin va bennozh e-pad ar c’hwec’hvet bloaz, hag e roio deoc’h eost evit tri bloaz. 22 Hag e hadot d’an eizhvet bloaz, hag e tebrot eus an eost kozh betek an navet bloaz; betek ma vo deuet an eost, e tebrot eus an hini kozh. 23 An douar ne vo ket gwerzhet da viken, rak an douar a zo din; em zi emaoc’h, evel diavaezidi hag evel ostizidi. 24 En holl vro a vo deoc’h e lakaiot un daspren evit an douar. 25 Mar deu da vreur da vezañ paour ha mar gwerzh ul lodenn eus e berc’henniezh, ha mar deu e gar nesañ da zasprenañ, ec’h adpreno ar pezh en devo gwerzhet e vreur. 26 Ma n’en deus ket un den unan bennak a c’hellfe dasprenañ, ha mar dastum e-unan peadra d’ober e zaspren, 27 e konto ar bloavezhioù abaoe ar werzh hag e roio an dreistad d’an den en deus gwerzhet dezhañ, hag e tistroio en e berc’henniezh. 28 Ma ne gav ket ar pezh a zo ret evit e reiñ dezhañ, an dra werzhet a chomo etre daouarn an hini en deus e brenet betek bloaz ar jubile. D’ar jubile, ez aio hemañ er-maez hag e tistroio en e berc’henniezh. 29 Mar gwerzh un den un ti-annez en ur gêr serret gant mogerioù, e c’hello e zasprenañ betek diwezh ar bloaz goude ar werzh; e-pad ur bloavezh leun e c’hello dasprenañ. 30 Ma n’eo ket dasprenet a-raok diwezh ur bloavezh leun an ti-mañ hag a zo en ur gêr serret gant mogerioù, e chomo da viken d’ar prener ha d’e ziskennidi; ne d-aio ket er-maez gant ar jubile. 31 Tiez ar c’hêriadennoù n’int ket serret gant mogerioù a vo kontet evel parkoù war ar maez; bez’ e c’hellint bezañ dasprenet, hag ar prener a yelo kuit gant ar jubile. 32 Diwar-benn kêrioù al Levited ha tiez ar c’hêrioù a vo dezho, al Levited a c’hello o daspren da viken. 33 An hini a breno digant al Levited, a yelo er-maez eus an ti gwerzhet hag er-maez eus kêr e berc’henniezh gant ar jubile, rak tiez kêrioù al Levited a zo o zra e-touez mibien Israel. 34 Ar parkeier en-dro d’o c’hêrioù ne vint ket gwerzhet, rak o zra eo da viken. 35 Mar deu da vreur da vezañ paour hag ez a e draoù war fallaat en da gichen, e sikouri anezhañ, ha pa vefe un diavaeziad pe un ostiziad, evit ma vevo en da gichen. 36 Ne denni dioutañ na kampi na uzurerezh, doujañ a ri da Zoue, ha da vreur a vevo en da gichen. 37 Ne bresti ket da arc’hant war gampi ha ne bresti ket da voued war uzurerezh. 38 Me eo an AOTROU ho Toue, en deus tennet ac’hanoc’h eus bro Ejipt, evit reiñ deoc’h bro Ganaan ha bezañ ho Toue. 39 Mar deu da vreur da vezañ paour en da gichen hag en em werzh dit, ne lakai ket anezhañ da labourat evel ur sklavour. 40 Bez’ e vo ganit evel un devezhour, evel un ostiziad, hag e servijo ac’hanout betek bloaz ar jubile. 41 Neuze ez aio kuit eus da di, eñ hag e vibien gantañ, hag e tistroio d’e diegezh, e perc’henniezh e dadoù. 42 Va servijerien ez int, am eus tennet eus bro Ejipt, ha ne vint ket gwerzhet evel ma werzher ur sklavour. 43 Ne vestrogni ket anezhañ gant ruster, doujañ a ri da Zoue. 44 Diwar-benn ar sklavourien hag ar mitizhien a vo dit, dont a raint eus ar pobloù a vo en-dro deoc’h; diouto eo e prenot sklavourien ha mitizhien. 45 Gallout a reot prenañ diouzh mibien an diavaezidi a vo o chom en ho touez, ha diouzh o ziegezh o devo engehentet en ho pro, hag e vint ho perc’henniezh. 46 O lezel a reot da hêrezh d’ho pugale war ho lerc’h, hag e resevint anezho evel perc’henniezh; bez’ e vint ho sklavourien da viken. Met diwar-benn ho preudeur, mibien Israel, n’en em vestroniot ket gant ruster an eil egile. 47 Pa zeuio un diavaeziad pe an hini o chom ganit da vezañ pinvidik, hag e teuio da vreur da vezañ paour en e gichen hag en em werzho d’an diavaeziad pe d’an hini a zo o chom ganit pe d’un diskennad eus an diavaeziad, 48 goude bezañ en em werzhet, unan eus e vreudeur a c’hello e zasprenañ, 49 e eontr pe ur mab d’e eontr pe unan eus e gerent nesañ a c’hello e zasprenañ, pe e c’hello en em zasprenañ e-unan mar dastum peadra d’henn ober. 50 Kontañ a raio gant an hini en deus e brenet, abaoe ar bloaz ma’z eo en em werzhet dezhañ betek bloaz ar jubile, hag ar priz da baeañ a vo hervez niver ar bloavezhioù, hervez an amzer ma’z eo bet devezhour gantañ. 51 Ma ez eus c’hoazh kalz a vloavezhioù, e paeo e zaspren hervezo, rak prenet eo bet evito. 52 Mar chom nebeut a vloavezhioù betek bloaz ar jubile, e konto gantañ, hag hervez ar bloavezhioù-se e rento priz e zaspren. 53 Bez’ e vo evel ur mevel a-hed ar bloaz ha ne vo ket mestroniet gant ruster dirak da zaoulagad. 54 Ma n’eo ket dasprenet ebet, ez aio kuit da vloaz ar jubile, eñ hag e vibien gantañ. 55 Rak din-me eo mibien Israel sklavourien, bez’ ez int va sklavourien am eus tennet eus bro Ejipt. Me eo an AOTROU ho Toue. |