Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Leviegezh 24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 24 An eoul evit lampoù ar c’hantolor

1 An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

2 Gourc’hemenn da vibien Israel ma tegasint dit eoul glan olivez friket evit ar c’hantolor, abalamour da zerc’hel al lampoù enaouet dalc’hmat.

3 Er-maez eus ar ouel a zo dirak an Testeni, e teltenn an engalv, e ficho anezhañ Aaron adalek an abardaez betek ar beure, dirak an AOTROU, dalc’hmat. Ur reolenn beurbadus eo evidoc’h a rummadoù da rummadoù.

4 Fichañ a raio al lampoù war ar c’hantolor glan dirak an AOTROU, dalc’hmat.


Ar baraoù a ginnig

5 Kemer a ri flour bleud hag e poazhi gantañ daouzek gwastell; pep gwastell a vo a ziv dekvedenn.

6 O lakai e div renkad, c’hwec’h dre renkad, war an daol c’hlan dirak an AOTROU.

7 Lakaat a ri ezañs glan war bep renkad, hag e vo un eñvor war ar bara, evel ur prof graet dre an tan d’an AOTROU.

8 Bep deiz sabad e vo fichet ar baraoù-mañ dirak an AOTROU, dalc’hmat; a-berzh mibien Israel, e vo un emglev peurbadus.

9 Bez’ e vint evit Aaron hag e vibien, hag o debriñ a raint el lec’h santel, rak e vo un dra santel-meurbet e-touez ar profoù graet dre an tan d’an AOTROU. Ur reolenn beurbadus eo.


Ar mallozher

10 Mab ur vaouez Israelat, hag a oa mab d’un den Ejipsian, a zeuas er-maez e-kreiz mibien Israel. Ha mab ar vaouez Israelat-se en em gannas er c’hamp gant un den Israelat.

11 Mab ar vaouez Israelat a vallozhas anv an AOTROU hag en milligas. Degaset e voe da Voizez. Anv e vamm a oa Shelomid, merc’h Dibri, eus meuriad Dan.

12 Lakaet e voe er prizon betek ma voe disklêriet urzh an AOTROU.

13 An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

14 Degas ar mallozher er-maez eus ar c’hamp, ha ma lakaio ar re o deus e glevet o daouarn war e benn; an holl vodadenn a veinataio anezhañ.

15 Komz a ri da vibien Israel hag e lavari: Piv bennak a villigo e Zoue a zougo e bec’hed.

16 An hini a vallozho anv an AOTROU a vo lakaet d’ar marv, an holl vodadenn a veinataio anezhañ; kenkoulz an diavaeziad evel an henvroad, pa vallozho an Anv, e vo lakaet d’ar marv.

17 An hini a skoio un den d’ar marv, a vo lakaet d’ar marv.

18 An hini a skoio ul loen d’ar marv, a roio unan all, buhez evit buhez.

19 Pa raio un den ur gouli d’e nesañ, e vo graet dezhañ evel m’en devo graet,

20 torr evit torr, lagad evit lagad, dant evit dant, graet e vo dezhañ an hevelep gouli m’en devo graet da un den all.

21 An hini en devo lazhet ul loen, a roio unan all, met an hini en devo lazhet un den, a vo lakaet d’ar marv.

22 Un hevelep barnedigezh ho po, an diavaeziad a vo evel an henvroad. Me eo an AOTROU ho Toue.

23 Moizez a gomzas da vibien Israel, kas a rejont ar mallozher er-maez eus ar c’hamp, hag e veinatajont anezhañ. Mibien Israel a reas evel m’en doa gourc’hemennet an AOTROU da Voizez.

Lean sinn:



Sanasan