Leviegezh 23 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 23 Gouelioù an AOTROU 1 An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout: 2 Komz da vibien Israel ha lavar: Gouelioù an AOTROU a embannot, hag e vint kengalvoù santel. Setu, ar re-mañ eo va gouelioù: 3 Al labour a vo graet e-pad c’hwec’h devezh, met er seizhvet devezh e vo ar sabad-diskuizh, bez’ e vo ur c’hengalv santel. Ne reot labour ebet, sabad an AOTROU e vo en hoc’h holl chomlec’hioù. 4 Setu gouelioù an AOTROU, ar c’hengalvoù santel, a embannot en amzerioù merket. 5 D’ar miz kentañ, d’ar pevarzekvet deiz eus ar miz, etre an daou abardaez, e vo Pask an AOTROU. 6 D’ar pemzekvet deiz eus ar miz e vo gouel ar bara hep goell evit an AOTROU; debriñ a reot bara hep goell e-pad seizh devezh. 7 D’an deiz kentañ e vo ur c’hengalv santel, ne reot labour-mevel ebet. 8 Kinnig a reot d’an AOTROU, e-pad seizh devezh, profoù graet dre an tan. D’ar seizhvet deiz e vo ur c’hengalv santel, ne reot labour-mevel ebet. 9 An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout: 10 Komz da vibien Israel ha lavar: Pa viot aet er vro a roan deoc’h ha ma reot an eost enni, e tegasot d’an aberzhour ur feskenn eus frouezh kentañ hoc’h eost. 11 Hejañ a raio evel ur prof ar feskenn dirak an AOTROU, evit ma vo degemeret mat; an aberzhour a hejo anezhi an deiz war-lerc’h ar sabad. 12 Da zeiz ma hejot ar feskenn, e kinnigot un oan disi eus ur bloaz evel loskaberzh d’an AOTROU, 13 ha gantañ un donezon a ziv dekvedenn a flour bleud mezet gant eoul, ur prof graet dre an tan, ur c’hwezh dudius d’an AOTROU, hag un evadkinnig eus ur c’hard hin gwin. 14 Ne zebrot na bara na tañvouezennoù rostet pe friket betek an deiz-se, betek ma tegasot ar prof d’ho Toue. Ur reolenn beurbadus eo evidoc’h a rummadoù da rummadoù, en hoc’h holl chomlec’hioù. 15 Kontañ a reot, da vont eus an deiz war-lerc’h ar sabad, adalek an deiz m’ho po degaset ar feskenn da hejañ evel ur prof, seizh sabad leun. 16 Kontañ a reot hanter-kant devezh betek an deiz war-lerc’h ar seizhvet sabad, hag e kinnigot ur prof nevez d’an AOTROU. 17 Eus ho chomlec’hioù e tegasot daou vara evit o hejañ evel ur prof; bez’ e vint a zaou dekvedenn a flour bleud, poazhet gant goell; ar re-se eo frouezh kentañ d’an AOTROU. 18 Gant ar baraoù, e kinnigot seizh oan disi eus ur bloaz, ur c’hole yaouank ha daou dourz; bez’ e vint ul loskaberzh d’an AOTROU gant an donezon hag an evadkinnig, ur prof graet dre an tan, ur c’hwezh dudius d’an AOTROU. 19 Kinnig a reot ur bouc’h evit an aberzh-dic’haouiñ, ha daou oan eus ur bloaz evit an aberzh a drugarekadennoù. 20 An aberzhour a hejo anezho evel ur prof dirak an AOTROU, an daou oan gant bara ar frouezh kentañ; santelaet e vint d’an AOTROU, hag e vint evit an aberzhour. 21 Er memes deiz-mañ ec’h embannot e vo ur c’hengalv santel; ne reot labour-mevel ebet. Ur reolenn beurbadus e vo evidoc’h a rummadoù da rummadoù, en hoc’h holl chomlec’hioù. 22 Pa reot an eost en ho pro, ne echui ket da vediñ penn da bark ha ne zastumi ket ar pezh a vo manet da zañvouesa en da eost. Lezel a ri kement-se evit ar paour hag evit an diavaeziad. Me eo an AOTROU ho Toue. 23 An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout: 24 Komz da vibien Israel ha lavar: D’ar seizhvet miz, d’an deiz kentañ eus ar miz, ho po un diskuizh, un eñvor embannet gant son an trompilhoù, ur c’hengalv santel. 25 Ne reot labour-mevel ebet hag e kinnigot d’an AOTROU profoù graet dre an tan. 26 An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout: 27 D’an dekvet deiz eus ar seizhvet miz-se e vo an deiz-pardon; bez’ ho po ur c’hengalv santel, ec’h izelaiot hoc’h eneoù, hag e kinnigot d’an AOTROU profoù graet dre an tan. 28 Ne reot labour ebet en deiz-se, rak deiz-pardon e vo, graet e vo an dic’haou evidoc’h dirak an AOTROU ho Toue. 29 Pep den n’en em izelaio ket en deiz-se a vo lamet eus e bobl. 30 Pep den a raio ul labour bennak en deiz-se, me a zistrujo anezhañ a-douez e bobl. 31 Ne reot labour ebet. Ur reolenn beurbadus eo evidoc’h a rummadoù da rummadoù, en hoc’h holl chomlec’hioù. 32 Bez’ e vo evidoc’h ur sabad-diskuizh, hag ec’h izelaiot hoc’h eneoù; d’an navet deiz eus ar miz da noz, eus un noz da un noz all, e lidot ar sabad. 33 An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout: 34 Komz da vibien Israel ha lavar: D’ar pemzekvet deiz eus ar seizhvet miz-se, e vo gouel al logelloù evit an AOTROU, e-pad seizh devezh. 35 D’an deiz kentañ e vo ur c’hengalv santel, ne reot labour-mevel ebet. 36 E-pad seizh devezh e kinnigot d’an AOTROU ur prof graet dre an tan. D’an eizhvet deiz e vo ur c’hengalv santel hag e kinnigot d’an AOTROU ur prof graet dre an tan; ur vodadeg veur e vo, ne reot labour-mevel ebet. 37 Ar re-se eo gouelioù an AOTROU, a embannot evel kengalvoù santel evit kinnig d’an AOTROU profoù graet dre an tan, loskaberzhoù, donezonoù, aberzhoù hag evadkinnigoù, pep tra d’e zeiz. 38 Ouzhpenn-se e virot sabadoù an AOTROU, e reot ho tonezonoù, ho kouestloù, ho profoù a youl vat a roit d’an AOTROU. 39 D’ar pemzekvet deiz eus ar seizhvet miz, pa ho po dastumet madoù an douar, e reot ur gouel d’an AOTROU e-pad seizh devezh; an deiz kentañ a vo un deiz a ziskuizh, an eizhvet deiz a vo un deiz a ziskuizh. 40 D’an deiz kentañ e kemerot frouezh eus ar gwez kaerañ, brankoù palmez, skourroù gwez bodennek hag haleg eus ar stêrioù, hag en em laouenaiot e-pad seizh devezh dirak an AOTROU. 41 Ober a reot ar gouel-se d’an AOTROU e-pad seizh devezh bep bloaz. Ur reolenn beurbadus eo evidoc’h a rummadoù da rummadoù. Henn ober a reot er seizhvet miz. 42 E-pad seizh devezh e chomot dindan logelloù; an holl henvroidi en Israel a chomo dindan logelloù, 43 evit ma ouezo ho tiskennidi penaos em eus lakaet mibien Israel da chom dindan logelloù pa em eus tennet anezho eus bro Ejipt. Me eo an AOTROU ho Toue. 44 Neuze Moizez a zisklêrias da vibien Israel gouelioù an AOTROU. |