Leviegezh 22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 22 Glanded eus an aberzhourien hag eus ar profoù 1 An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout: 2 Komz da Aaron ha d’e vibien evit ma en em virint diouzh traoù santel mibien Israel, ha ma ne zisakrint ket va anv santel en traoù a santelaont din. Me eo an AOTROU. 3 Lavar: Pep den eus ho tiskennidi, e-touez ho lignez, hag a dostaio ouzh traoù santel o devo santelaet mibien Israel d’an AOTROU, hag en devo un dra dic’hlan warnañ, an den-se a vo lamet azirazon. Me eo an AOTROU. 4 Piv bennak eus lignez Aaron hag a vo lovr pe en devo ur berad, ne zebro ket eus an traoù santel betek ma vo glanaet. An hevelep doare eo evit an hini en devo stoket ouzh un den dic’hlanaet gant unan marv, pe evit an hini a zeuio dioutañ sper kediadenn, 5 pe evit an hini en devo stoket ouzh ur stlejvil bennak en defe e zic’hlanaet, pe evit an hini en devo en em lakaet dic’hlan gant un dic’hlander bennak. 6 An hini a stoko ouzh an traoù-se a vo dic’hlan betek an noz; ne zebro ket traoù santel, met e walc’ho e gorf en dour; 7 goude kuzh-heol e vo glan, hag e tebro traoù santel, rak e voued eo. 8 Ne zebro ket ul loen marv pe diframmet evit chom hep bezañ dic’hlan. Me eo an AOTROU. 9 Mirout a raint va barnedigezhioù, gant aon na zougint o fec’hedoù ha na varvint evit bezañ disakr. Me eo an AOTROU a santela anezho. 10 Diavaez ebet ne zebro traoù santel. An hini a chom e ti un aberzhour hag an devezhour ne zebrint ket traoù santel. 11 Met an den en devo prenet an aberzhour gant e arc’hant a zebro dioutañ, kenkoulz hag an hini a vo bet ganet en e di; debriñ a raint eus ar boued-se. 12 Merc’h un aberzhour hag a vefe dimezet d’un diavaeziad, ne zebro ket an traoù santel kinniget evel prof savet. 13 Merc’h un aberzhour hag a vefe intañvez pe kaset kuit gant hec’h ozhac’h, hep bugale, hag a zistrofe da di he zad evel en he yaouankiz, a zebro boued he zad. Met diavaeziad ebet ne zebro dioutañ. 14 P’en devo debret un den diratozh un dra santel, e lakaio ouzhpenn warnañ ar bempvedenn, hag e rento d’an aberzhour an dra santel. 15 An aberzhourien ne zisakrint ket traoù santel mibien Israel, ar pezh a ginnigont d’an AOTROU, 16 lakaat a rafent anezho da zougen direizhder ar gablusted da vezañ debret traoù santel. Me eo an AOTROU a santela anezho. 17 An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout: 18 Komz da Aaron ha d’e vibien, ha da holl vibien Israel, ha lavar: Piv bennak eus ti Israel pe eus an diavaezidi o chom en o zouez a ginnigo un aberzh d’an AOTROU, evit ur gouestl pe evel prof a youl vat kinniget e loskaberzh d’an AOTROU, 19 a ginnigo ur par disi a-douez ar saout, an oaned pe ar givri, evit ma vo degemeret. 20 Ne ginnigot netra en defe ur si, rak ne vefe ket degemeret evidoc’h. 21 Pa ginnigo un den un aberzh a drugarekadennoù d’an AOTROU, loened bras pe loened bihan, evit ur gouestl pe evel prof a youl vat, an aberzh a vo disi evit bezañ degemeret; ne vo si ebet enni. 22 Ne ginnigot ket unan dall, pe mac’hagn, pe muturniet, pe goloet a c’houlioù, pe galus, pe gant un darouedenn; ne reot ket war an aoter ur prof dre an tan d’an AOTROU gant un hevelep loen. 23 Un ejen pe un oan gant un ezel bennak re hir pe re verr a c’hello kinnig evel prof a youl vat, met ne vo ket degemeret evit ur gouestl. 24 Ne ginnigot ket d’an AOTROU ul loen m’eo bet gwasket pe friket pe tennet pe troc’het e gelloù, ne brofot ket un hevelep loen en ho pro. 25 Ne gemerot ket eus daouarn an diavaezidi un hevelep loen evit e ginnig evel boued ho Toue, rak e namm a zo ur si ennañ, ha ne vo ket degemeret. 26 An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout: 27 Pa c’hano ul leue pe un oan pe ur menn-gavr, e vo seizh devezh gant e vamm; adalek an eizhvet devezh ha d’an devezhioù war-lerc’h, e vo kavet mat evel prof graet dre an tan d’an AOTROU. 28 Pe loened bras pe loened bihan, ne lazhot ket ul loen hag e golen en hevelep deiz. 29 Pa ginnigot un aberzh a drugarekadennoù d’an AOTROU, e vo kinniget en un doare da vezañ degemeret mat. 30 Debret e vo da zeiz an aberzh, ne vo lezet mann dioutañ betek ar beure. Me eo an AOTROU. 31 Mirout a reot va gourc’hemennoù hag e reot hervezo. Me eo an AOTROU. 32 Ne zisakrot ket va anv santel, met e vin santelaet e-touez mibien Israel. Me eo an AOTROU a santela ac’hanoc’h, 33 hag en deus tennet ac’hanoc’h eus bro Ejipt evit bezañ ho Toue. Me eo an AOTROU. |