Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Leviegezh 21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 21 Reolennoù evit an aberzhourien

1 An AOTROU a lavaras da Voizez: Komz d’an aberzhourien, mibien Aaron, ha lavar: Un aberzhour n’en em lakaio ket dic’hlan e-touez e bobl evit unan marv,

2 nemet evit e gerent nesañ, evit e vamm, evit e dad, evit e verc’h, evit e vreur,

3 evit e c’hoar gwerc’hez, tost dezhañ pa n’he deus ket a ozhac’h, eviti en em lakaio dic’hlan.

4 Ur penn-bras e-touez e bobl eo, n’en em lakaio ket dic’hlan oc’h en em zisakrañ.

5 Ne raint ket a lec’hioù moal war o fenn, ne douzint ket kornioù o barv, ne raint flañch ebet en o c’hig.

6 Santel e vint evit o Doue ha ne zisakrint ket anv o Doue, rak kinnig a reont d’an AOTROU ar profoù graet dre an tan, boued o Doue; santel e vint.

7 Ne gemerint ket ur wreg aet da c’hast pe disakret, ne gemerint ket ur wreg kaset kuit gant hec’h ozhac’h, rak santel ez int evit o Doue.

8 Sellout a ri outo evel santel rak e kinnigont boued da Zoue. Santel e vint evidout rak me a zo santel, me, an AOTROU a santela ac’hanoc’h.

9 Mar en em zisakr merc’h un aberzhour o c’hastaouiñ, e tisakr he zad; devet e vo en tan.

10 An hini a zo aberzhour-meur e-touez e vreudeur, a zo bet skuilhet war e benn eoul an oleviadur hag a zo gouestlet evit gwiskañ ar gwiskamantoù, ne zizoloio ket e benn ha ne rogo ket e zilhad.

11 Ne d-aio etrezek hini marv ebet, n’en em lakaio ket dic’hlan, nag evit e dad, nag evit e vamm.

12 Ne guitaio ket ar santual ha ne zisakro ket santual e Zoue, rak kurunenn an eoul a oleviadur eus e Zoue a zo warnañ. Me eo an AOTROU.

13 Kemer a raio ur wreg gwerc’hez.

14 Ne gemero nag un intañvez, nag ur wreg kaset kuit gant hec’h ozhac’h, nag ur wreg disakret pe aet da c’hast, met e kemero evel gwreg ur werc’hez a-douez e bobl.

15 Ne zisakro ket e ziskennidi e-touez e bobl. Me eo an AOTROU a santela anezhañ.

16 An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

17 Komz da Aaron ha lavar: Pep den eus da ziskennidi, e-touez da lignez, hag en devo ur si, ne dostaio ket da ginnig boued e Zoue.

18 Pep den en devo ur si ne dostaio ket, un den dall, pe kamm, pe gant ar fri togn, pe gant un ezel distumm,

19 pe un den en devo torret e zorn pe e droad,

20 pe un den tort, pe gwan, pe gant un tarch en e lagad, pe galus, pe gant un darouedenn, pe gant e gelloù friket.

21 Pep den e-touez diskennidi an aberzhour Aaron hag en devo ur si, ne dostaio ket da ginnig ar profoù graet dre an tan d’an AOTROU. Ur si a zo ennañ, ne dostaio ket da ginnig boued e Zoue.

22 Debriñ a raio boued e Zoue, traoù santel-meurbet ha traoù santel,

23 met ne d-aio ket war-zu ar ouel, ne dostaio ket ouzh an aoter, rak ur si a zo ennañ; ne zisakro ket va santualioù. Me eo an AOTROU a santela anezho.

24 Moizez a gomzas evel-se da Aaron ha d’e vibien, ha da holl vibien Israel.

Lean sinn:



Sanasan