Leviegezh 2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 2 Prof ar flour bleud hag ar frouezh kentañ 1 Pa raio unan bennak d’an AOTROU ur prof e donezon, e brof a vo flour bleud; skuilhañ a raio warnañ eoul hag e lakaio warnañ ezañs. 2 E degas a raio d’an aberzhourien, mibien Aaron; kemer a raio un dornad flour bleud gant eoul ha gant an holl ezañs; an aberzhour a lakaio an eñvor a gement-se da vogediñ war an aoter. Ur prof graet dre an tan e vo, ur c’hwezh dudius d’an AOTROU. 3 Ar pezh a vo manet eus an donezon a vo evit Aaron hag evit e vibien. Un dra santel-meurbet e vo e-touez ar profoù graet dre an tan d’an AOTROU. 4 Mar degasez ur prof e donezon poazhet er forn, ra vo gwestell hep goell eus flour bleud mezet gant eoul ha bignez hep goell strinket gant eoul. 5 Mar d-eo da brof un donezon poazhet war ar baelon, ra vo flour bleud hep goell mezet gant eoul. 6 He zerriñ a ri a dammoù hag e skuilhi eoul warni; un donezon e vo. 7 Mar d-eo da brof un donezon poazhet er billig, ra vo flour bleud gant eoul. 8 Degas a ri an donezon graet evit an AOTROU; kinniget e vo d’an aberzhour a zegaso anezhañ d’an aoter. 9 An aberzhour a savo diwar an donezon an eñvor hag a lakaio anezhañ da vogediñ war an aoter. Ur prof graet dre an tan e vo, ur c’hwezh dudius d’an AOTROU. 10 Ar pezh a vo manet eus an donezon a vo evit Aaron hag evit e vibien. Un dra santel-meurbet e vo e-touez ar profoù graet dre an tan d’an AOTROU. 11 Donezon ebet kinniget d’an AOTROU ne vo graet gant goell, rak ne lakaiot netra da vogediñ gant goell pe gant mel evel ur prof graet dre an tan d’an AOTROU. 12 Evel prof ar frouezh kentañ e c’hellot o c’hinnig d’an AOTROU, met ne vint ket lakaet da vogediñ war an aoter evel ur c’hwezh dudius. 13 Da holl brofoù graet e donezonoù a vo temzet gant holen; ne lezi ket da zonezon hep an holen eus emglev da Zoue; war da holl brofoù e kinnigi holen. 14 Mar rez d’an AOTROU ur prof e donezon a frouezh kentañ, e kinnigi evel donezon a frouezh kentañ tañvouezennoù rostet en tan ha friket; 15 skuilhañ a ri eoul warno, hag e lakai ivez ezañs enno; un donezon e vo. 16 An aberzhour a lakaio da vogediñ o eñvor, ul lodenn eus an tañvouezennoù friket hag eus an eoul gant an holl ezañs. Ur prof graet dre an tan d’an AOTROU e vo. |