Leviegezh 19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 19 Reolennoù all da virout 1 An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout: 2 Komz da holl vodadenn mibien Israel ha lavar: Bezit santel rak me a zo santel, me, an AOTROU ho Toue. 3 Pep hini ac’hanoc’h a enoro e vamm hag e dad, hag a viro va deizioù sabad. Me eo an AOTROU ho Toue. 4 N’en em droit ket etrezek an idoloù ha ne rit ket deoc’h doueoù teuzet. Me eo an AOTROU ho Toue. 5 Pa ginnigot un aberzh a drugarekadennoù d’an AOTROU, e vo kinniget en un doare da vezañ degemeret mat. 6 Debret e vo da zeiz an aberzh pe d’an deiz war-lerc’h; ar pezh a vo manet betek an trede deiz a vo devet en tan. 7 Mar debrer dioutañ d’an trede deiz, un euzhusted eo, ne vo ket degemeret mat. 8 An hini a zebro dioutañ a zougo e zireizhder, rak en devo disakret ar pezh a zo santelaet evit an AOTROU; an den-se a vo lamet eus e bobl. 9 Pa reot an eost en ho pro, ne echui ket da vediñ penn da bark ha ne zastumi ket ar pezh a vo manet da zañvouesa en da eost. 10 Ne zañvouesai ket bordoù da winieg ha ne zastumi ket ar greun kouezhet. O lezel a ri evit ar paour hag evit an diavaeziad. Me eo an AOTROU ho Toue. 11 Ne laerot ket, ne lavarit ket gevier ha ne douellot ket an eil egile. 12 Ne douot ket en faos dre va anv, rak e tisakrfes anv da Zoue. Me eo an AOTROU. 13 Ne heskini ket da nesañ ha ne laeri ket anezhañ. Gopr an devezhour ne chomo ket ez ti betek an deiz war-lerc’h. 14 Ne villigi ket un den bouzar ha ne lakai netra risklus dirak un den dall, rak e touji da Zoue. Me eo an AOTROU. 15 Ne ri ket a zireizhder en da varnedigezh, ne zougi ket bri d’an den paour ha n’enori ket an den bras, met e varni da nesañ gant reizhder. 16 N’i ket da embann brud fall e-touez da bobl. Ne savi ket a-enep gwad da nesañ. Me eo an AOTROU. 17 Ne gasai ket da vreur en da galon. Tamall a ri da nesañ ha ne zougi ket ur pec’hed abalamour dezhañ. 18 N’en em veñji ket ha ne zalc’hi ket kaz ouzh mibien da bobl. Karout a ri da nesañ eveldout da-unan. Me eo an AOTROU. 19 Mirout a reot va reolennoù. Ne goubli ket loened eus daou spesad disheñvel. Ne hadi ket da bark gant daou spesad disheñvel. Ne lakai ket warnout un dilhad gwiadet gant daou spesad neud disheñvel. 20 Pa gousko un den hag en devo darempred reizhel gant ur vaouez a vefe ur vatezh prometet e dimeziñ da un den all, ha ma n’eo ket na dasprenet na frankaet, e vint kastizet; met ne vint ket lakaet d’ar marv rak n’he deus ket bet frankaet. 21 Degas a raio e aberzh a gablusted d’an AOTROU ouzh digor teltenn an engalv, un tourz evit aberzh a gablusted. 22 An aberzhour a raio evitañ an dic’haou gant tourz an aberzh a gablusted, dirak an AOTROU, evit ar pec’hed en deus graet, hag ar pec’hed en deus graet a vo pardonet dezhañ. 23 Pa viot aet er vro ha ma ho po plantet a bep seurt gwez frouezh, e sellot o frouezh evel diamdroc’h. E-pad tri bloaz e vint diamdroc’h evidoc’h, n’o debrot ket. 24 D’ar pevare bloaz, o holl frouezh a vo santelaet evit meuliñ an AOTROU. 25 D’ar pempvet bloaz e tebrot ar frouezh anezho, hag e kresko deoc’h ar c’hementad dastumet. Me eo an AOTROU ho Toue. 26 Ne zebrot netra gant gwad. Ne rit na achanterezh na divinerezh. 27 Ne droc’hot ket e kelc’h kornioù ho plev, ha ne douzi ket kornioù da varv. 28 Ne reot flañch ebet en ho kig evit unan marv, ha ne tresot ket a verkoù warnoc’h. Me eo an AOTROU. 29 Ne zisakri ket da verc’h o lakaat anezhi da vezañ ur c’hast, gant aon na gouezhfe ar vro er gasterezh ha na vefe ar vro leun a zrougiezh. 30 Mirout a reot va deizioù sabad ha doujañ a reot va santual. Me eo an AOTROU. 31 N’it ket da gavout an igromañserien, nag ar re a c’halv ar speredoù, evit en em saotrañ ganto. Me eo an AOTROU ho Toue. 32 Te a savo dirak ar blev gwenn hag a enoro dremm an den kozh, doujañ a ri da Zoue. Me eo an AOTROU. 33 Mar deu un diavaeziad da chom en ho touez, ne heskini ket anezhañ. 34 An diavaeziad a zo o chom en ho touez a vo evel un henvroad, hag e karot anezhañ rak diavaezidi oc’h bet e bro Ejipt. Me eo an AOTROU ho Toue. 35 Ne reot ket a zireizhder er barnedigezhioù nag er muzulioù nag er pouezioù nag en endalc’hioù. 36 Balañsoù leal, mein da bouezañ leal, un efa leal hag un hin leal ho po. Me eo an AOTROU ho Toue, en deus tennet ac’hanoc’h eus bro Ejipt. 37 Mirout a reot va holl reolennoù ha va holl varnedigezhioù, hag e reot hervezo. Me eo an AOTROU. |