Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Leviegezh 18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 18 Euzhusterioù a bep seurt

1 An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

2 Komz da vibien Israel ha lavar: Me eo an AOTROU ho Toue.

3 Ne reot ket ar pezh a vez graet e bro Ejipt ma hoc’h eus chomet enni, hag ne reot ket ar pezh a vez graet e bro Ganaan ma kasan ac’hanoc’h enni, ne gerzhot ket hervez o reolennoù.

4 Kerzhout a reot hervez va barnedigezhioù hag e virot va reolennoù evit o heuliañ. Me eo an AOTROU ho Toue.

5 Mirout a reot va reolennoù ha va barnedigezhioù; an den a gerzho enno a vevo drezo. Me eo an AOTROU.

6 Hini ac’hanoc’h ne dostaio ouzh ur plac’h kar dezhañ evit dizoleiñ he noazhder. Me eo an AOTROU.

7 Ne zizoloi ket noazhder da dad na noazhder da vamm, da vamm eo, ne zizoloi ket he noazhder.

8 Ne zizoloi ket noazhder gwreg da dad, noazhder da dad eo.

9 Ne zizoloi ket noazhder da c’hoar, merc’h da dad pe merc’h da vamm, ganet en ti pe ganet er-maez eus an ti, ne zizoloi ket he noazhder.

10 Ne zizoloi ket noazhder merc’h da vab pe merc’h da verc’h, ne zizoloi ket he noazhder, da noazhder eo.

11 Ne zizoloi ket noazhder merc’h gwreg da dad, ganet eus da dad, da c’hoar eo, ne zizoloi ket he noazhder.

12 Ne zizoloi ket noazhder c’hoar da dad, kig da dad eo.

13 Ne zizoloi ket noazhder c’hoar da vamm, kig da vamm eo.

14 Ne zizoloi ket noazhder breur da dad, ne dostaio ket ouzh e wreg, da voereb eo.

15 Ne zizoloi ket noazhder da verc’h-kaer, gwreg da vab eo, ne zizoloi ket he noazhder.

16 Ne zizoloi ket noazhder gwreg da vreur, noazhder da vreur eo.

17 Ne zizoloi ket noazhder ur vaouez hag hini he merc’h. Ne gemeri ket merc’h he mab pe merc’h he merc’h evit dizoleiñ o noazhder, he c’hig eo, un torfed eo.

18 Ne gemeri ket ur wreg gant he c’hoar, evit kreskiñ ur gasoni o tizoleiñ he noazhder e-kichen da wreg e-pad he buhez.

19 Ne dostaio ket ouzh ur wreg evit dizoleiñ he noazhder en amzer saotradur he dic’hlander.

20 Ne’z po ket darempred reizhel gant gwreg da nesañ evit en em saotrañ ganti.

21 Ne roi ket da vugale da vezañ lazhet evit Molok, ne zisakri ket anv da Zoue. Me eo an AOTROU.

22 Ne gouski ket gant ur paotr evel ma kouskez gant ur wreg. Un euzhusted eo.

23 Ne gouski ket gant ul loen evit en em saotrañ gantañ. Ur vaouez ne dostaio ket ouzh ul loen evit mont da c’hast gantañ. Un euzhusted eo.

24 N’en em saotrit ket gant tra ebet, rak dre an holl draoù-se eo en em saotret ar pobloù a gasan kuit dirazoc’h.

25 An douar a zo bet saotret hag e kastizin o direizhder; an douar a zislonko e annezidi.

26 Mirout a reot va reolennoù ha va barnedigezhioù ha ne reot hini ebet eus an euzhusterioù-se, nag an henvroad nag an diavaeziad a chom en ho touez.

27 Rak en holl draoù euzhus-se a zo bet graet gant tud ar vro hag a zo bet araozoc’h, hag an douar a zo bet saotret.

28 Ra ne zislonko ket ac’hanoc’h an douar en ur saotrañ anezhañ, evel m’en deus dislonket ar bobl a oa araozoc’h.

29 Ar re holl a raio unan bennak eus an traoù euzhus-se a vo lamet eus o fobl.

30 Mirout a reot ar pezh a c’hourc’hemennan ha ne virot hini ebet eus ar boazioù euzhus-se a zo bet graet araozoc’h; n’en em saotrit ket ganto. Me eo an AOTROU ho Toue.

Lean sinn:



Sanasan