Leviegezh 17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 17 Lezennoù ha reolennoù a bep seurt 1 An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout: 2 Komz da Aaron ha d’e vibien, ha da holl vibien Israel, ha lavar: Setu ar pezh en deus gourc’hemennet an AOTROU: 3 Piv bennak eus ti Israel a lazho er c’hamp un ejen, un oan pe ur c’havr, pe en lazho er-maez eus ar c’hamp, 4 ha n’en devo ket e zegaset ouzh digor teltenn an engalv evit ober ur prof d’an AOTROU dirak tabernakl an AOTROU, ar gwad a vo kontet d’an den-se; ar gwad en devo skuilhet hag an den-se a vo lamet eus e bobl, 5 evit ma vo degaset gant mibien Israel o aberzhoù a lazhont er parkeier d’an aberzhour dirak an AOTROU, ouzh digor teltenn an engalv, ha ma kinnigint anezho evel aberzh a drugarekadennoù. 6 An aberzhour a skuilho ar gwad war aoter an AOTROU ouzh digor teltenn an engalv, hag e lakaio al lard da vogediñ; ur c’hwezh dudius d’an AOTROU e vo. 7 Ne ginnigint ken o aberzhoù d’an diaouled, emaint o vont da c’hast ganto. Ur reolenn beurbadus e vo evidoc’h a rummadoù da rummadoù. 8 Lavarout a ri eta dezho: Piv bennak eus ti Israel pe eus an diavaezidi o chom en o zouez, a ginnigo ul loskaberzh pe un aberzh, 9 ha n’en degaso ket ouzh digor teltenn an engalv evit e ginnig d’an AOTROU, an den-se a vo lamet eus e bobl. 10 Piv bennak eus ti Israel pe eus an diavaezidi o chom en o zouez, a zebro ur gwad bennak, me a lakaio va dremm a-enep an hini en devo debret gwad, hag e lamin anezhañ a-douez e bobl, 11 rak ene ar c’hig a zo er gwad. E roet em eus war an aoter d’ober dic’haou evit hoc’h eneoù, rak ar gwad eo a ra dic’haou evit an ene. 12 Dre-se em eus lavaret da vibien Israel: Den eus ho touez ne zebro gwad, hag an diavaeziad o chom en ho touez ne zebro ket gwad. 13 Piv bennak eus ti Israel pe eus an diavaezidi o chom en o zouez, a chaseo hag a gemero ul loen pe ul labous a c’hell bezañ debret, a skuilho e wad hag en goloio gant poultr, 14 rak ene pep kig eo; e wad eo e ene. Dre-se em eus lavaret da vibien Israel: Ne zebrot gwad kig ebet, rak ene pep kig eo e wad. Piv bennak a zebro dioutañ a vo lamet. 15 Pep den, henvroad pe diavaeziad, a zebro ul loen marv pe diframmet, a ganno e zilhad, en em walc’ho en dour, hag e vo dic’hlan betek an noz. Neuze e vo glan. 16 Ma ne gann ket anezho ha ma ne walc’h ket e gorf, e tougo e zireizhder. |