Leviegezh 16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 16 Gouel an Dic’haou 1 An AOTROU a gomzas da Voizez goude marv daou vab Aaron, pa dostajont dirak an AOTROU ha pa varvjont. 2 An AOTROU a lavaras da Voizez: Komz ouzh Aaron da vreur ma ne d-aio ket e pep amzer el lec’h santel, en diabarzh ar ouel, dirak al lec’h-a-drugarez a zo war an arc’h, gant aon na varvfe, rak en em ziskouezin er goabrenn war al lec’h-a-drugarez. 3 Setu amañ penaos ez aio Aaron el lec’h santel: gant ur c’hole yaouank evit an aberzh-dic’haouiñ hag un tourz evit al loskaberzh. 4 Gwiskañ a raio an doneg lin santel, brageier lin a vo war e gig, gourizet e vo gant ur gouriz lin ha goloet gant un diarenn lin; ar re-se eo ar gwiskamantoù santel. Gwalc’hiñ a raio e gorf en dour hag e wisko anezho. 5 Daou vouc’h a zegemero digant bodadenn mibien Israel evit an aberzh-dic’haouiñ hag un tourz evit al loskaberzh. 6 Aaron a ginnigo e gole evit an aberzh-dic’haouiñ a vo evitañ, hag e raio an dic’haou evitañ hag evit e diegezh. 7 Kemer a raio an daou vouc’h hag e lakaio anezho dirak an AOTROU ouzh digor teltenn an engalv. 8 Aaron a zaolo d’ar sord an daou vouc’h, ur sord evit an AOTROU hag ur sord evit Azazel. 9 Aaron a lakaio da dostaat ar bouc’h m’eo kouezhet warnañ ar sord evit an AOTROU hag en kinnigo evel aberzh-dic’haouiñ. 10 Ar bouc’h m’eo kouezhet warnañ ar sord evit Azazel a vo lakaet bev dirak an AOTROU, evit ober warnañ an dic’haou hag e gas kuit da Azazel el lec’h distro. 11 Aaron a ginnigo e gole evit an aberzh-dic’haouiñ a vo evitañ, hag e raio an dic’haou evitañ hag evit e diegezh. Lazhañ a raio e gole evit an aberzh-dic’haouiñ a vo evitañ. 12 Kemer a raio un ezañsouer leun a c’hlaou-bev a-ziwar an aoter dirak an AOTROU ha daou zornad ezañs a c’hwezh-vat poultrek, hag e tougo an traoù-se en diabarzh ar ouel. 13 Lakaat a raio an ezañs war an tan dirak an AOTROU, evit ma c’holoio mogedenn an ezañs al lec’h-a-drugarez a zo war an Testeni, ha ne varvo ket. 14 Kemer a raio eus gwad ar c’hole, hag e sparfo anezhañ gant e viz war c’horre al lec’h-a-drugarez, etrezek ar sav-heol. Dirak al lec’h-a-drugarez e raio sparfadur eus ar gwad seizh gwech gant e viz. 15 Lazhañ a raio bouc’h an aberzh-dic’haouiñ evit ar bobl, hag e tougo e wad en diabarzh ar ouel. Ober a raio eus e wad evel m’en deus graet eus gwad ar c’hole, e sparfo anezhañ war al lec’h-a-drugarez ha dirak al lec’h-a-drugarez. 16 Evel-se e raio an dic’haou evit al lec’h santel en abeg da zic’hlanderioù mibien Israel hag en abeg d’o disentidigezh en o holl bec’hedoù. Ober a raio en hevelep doare evit teltenn an engalv a chom ganto e-touez o dic’hlanderioù. 17 Den ebet ne vo e teltenn an engalv pa’z aio enni evit ober an dic’haou el lec’h santel, ha betek ma teuio er-maez. Ober a raio an dic’haou evitañ hag evit e ziegezh, hag evit holl vodadenn Israel. 18 Mont a raio d’an aoter a zo dirak an AOTROU hag e raio an dic’haou evitañ; kemer a raio eus gwad ar c’hole hag eus gwad ar bouc’h, hag en lakaio war gerniel an aoter hag en-dro dezhi. 19 Warni e raio sparfadur eus ar gwad seizh gwech gant e viz. He glanaat hag he santelaat a raio en abeg da zic’hlanderioù mibien Israel. 20 Pa vo echu an dic’haou eus al lec’h santel, eus teltenn an engalv hag eus an aoter, e lakaio da dostaat ar bouc’h bev. 21 Aaron a lakaio e zaouarn war benn ar bouc’h bev hag ec’h anzavo warnañ holl zireizhderioù mibien Israel hag o disentidigezh en o holl bec’hedoù; o lakaat a raio war benn ar bouc’h hag en kaso kuit el lec’h distro gant sikour un den evit-se. 22 Ar bouc’h a gaso gantañ o holl zireizhderioù en un douar digenvez; lezet e vo el lec’h distro. 23 Aaron a yelo e teltenn an engalv hag e kuitaio e wiskamantoù lin en doa gwisket evit mont el lec’h santel, hag o lezo eno. 24 Gwalc’hiñ a raio e gorf gant dour el lec’h santel hag ec’h adkemero e wiskamantoù; goude ez aio er-maez, e kinnigo e loskaberzh ha loskaberzh ar bobl, hag e raio an dic’haou evitañ hag evit ar bobl. 25 Lakaat a raio da vogediñ war an aoter lard an aberzh-dic’haouiñ. 26 An hini en devo kaset kuit ar bouc’h evit Azazel a ganno e zilhad hag a walc’ho e gorf en dour; goude-se e teuio er c’hamp en-dro. 27 Kaset e vo er-maez eus ar c’hamp ar c’hole evit an aberzh-dic’haouiñ hag ar bouc’h evit an aberzh-dic’haouiñ, a oa bet degaset o gwad el lec’h santel evit ober an dic’haou; o c’hrec’hin, o c’hig hag o fank a vo devet en tan. 28 An hini en devo o devet a ganno e zilhad hag a walc’ho e gorf en dour; goude-se e teuio er c’hamp en-dro. 29 Setu evidoc’h ur reolenn beurbadus: d’ar seizhvet miz, d’an dekvet deiz eus ar miz, ec’h izelaiot hoc’h eneoù, ne reot labour ebet, nag an henvroad nag an diavaeziad a chom en ho touez. 30 En deiz-se e vo graet an dic’haou evidoc’h, evit ho klanaat; glanaet e viot eus hoc’h holl pec’hedoù dirak an AOTROU. 31 Ur sabad-diskuizh e vo evidoc’h, hag ec’h izelaiot hoc’h eneoù. Ur reolenn beurbadus eo. 32 An aberzhour olevet, gouestlet evit ar servij evel aberzhour war-lerc’h e dad, eo an hini a raio an dic’haou. Gwiskañ a raio an dilhadoù lin, ar gwiskamantoù santel. 33 An dic’haou a raio evit ar santual santel, an dic’haou a raio evit teltenn an engalv hag evit an aoter, an dic’haou a raio evit an aberzhourien hag evit holl bobl ar vodadenn. 34 Kement-mañ a vo evidoc’h ur reolenn beurbadus, graet e vo an dic’haou evit mibien Israel abalamour d’o holl bec’hedoù ur wech ar bloaz. Graet e voe evel m’en doa gourc’hemennet an AOTROU da Voizez. |