Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Leviegezh 15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 15 Dic’hlanded an den hag ar vaouez

1 An AOTROU a gomzas da Voizez ha da Aaron o lavarout:

2 Komzit da vibien Israel ha lavarit: Pep den en devo ur berad eus e gig a vo dic’hlan an abeg d’e verad.

3 En e verad eo emañ e zic’hlander; pe e lez e gig ar berad da redek pe e talc’h anezhañ, dic’hlan eo.

4 Pep gwele ma kousko warnañ an hini en deus ar berad a vo dic’hlan, ha pep tra a azez warnañ a vo dic’hlan.

5 An hini a stoko ouzh e wele a ganno e zilhad, en em walc’ho en dour, hag e vo dic’hlan betek an noz.

6 An hini a azezo war un dra ma’z eo bet azezet warnañ an hini en deus ar berad, a ganno e zilhad, en em walc’ho en dour, hag e vo dic’hlan betek an noz.

7 An hini a stoko ouzh kig an hini en deus ar berad, a ganno e zilhad, en em walc’ho en dour, hag e vo dic’hlan betek an noz.

8 Mar krañch an hini en deus ar berad war un den glan, hemañ a ganno e zilhad, en em walc’ho en dour, hag e vo dic’hlan betek an noz.

9 Pep dibr ma azezo warnañ an hini en deus ar berad, a vo dic’hlan.

10 An hini a stoko ouzh un dra bennak a zo bet dindanañ, a vo dic’hlan betek an noz, hag an hini a zougo an dra-se, a ganno e zilhad, en em walc’ho en dour, hag e vo dic’hlan betek an noz.

11 An hini a vo stoket ennañ gant an hini en deus ar berad, ha n’en devo ket gwalc’het e zaouarn en dour, a ganno e zilhad, en em walc’ho en dour, hag e vo dic’hlan betek an noz.

12 Pep lestr-pri a vo stoket ennañ gant an hini en deus ar berad, a vo torret, ha pep lestr-koad a vo gwalc’het en dour.

13 Pa vo glanaet an hini en deus ar berad diouzh e verad, e konto seizh devezh evit e c’hlanidigezh; neuze e kanno e zilhad, e walc’ho e gig gant dour bev, hag e vo glan.

14 D’an eizhvet deiz e kemero div durzhunell pe div goulm yaouank, e teuio dirak an AOTROU ouzh digor teltenn an engalv hag e roio anezho d’an aberzhour.

15 An aberzhour a ginnigo anezho, unan evel aberzh-dic’haouiñ hag eben evel loskaberzh. Evel-se e raio an aberzhour an dic’haou evitañ dirak an AOTROU, abalamour d’e verad.

16 An den a zeuio dioutañ sper kediadenn a walc’ho e holl gorf en dour, hag e vo dic’hlan betek an noz.

17 Pep dilhad ha pep kroc’hen a vo bet warno sper kediadenn, a vo kannet en dour hag a vo dic’hlan betek an noz.

18 Pa gousko ur vaouez gant un den a zeuio dioutañ sper kediadenn, en em walc’hint en dour, hag e vint dic’hlan betek an noz.

19 Ar vaouez he devo ur berad, ur berad gwad eus he c’hig, a vo en he saotradur e-pad seizh devezh. Piv bennak a stoko outi a vo dic’hlan betek an noz.

20 Pep gwele ma kousko warnañ e-pad he saotradur a vo dic’hlan, ha pep tra a azez warnañ a vo dic’hlan.

21 An hini a stoko ouzh he gwele a ganno e zilhad, en em walc’ho en dour, hag e vo dic’hlan betek an noz.

22 An hini a stoko ouzh un dra ma vo bet azezet warnañ, a ganno e zilhad, en em walc’ho en dour, hag e vo dic’hlan betek an noz.

23 Mar d-eo un dra bennak war ar gwele pe war an dra ma vo bet azezet warnañ, an hini a stoko outañ a vo dic’hlan betek an noz.

24 Mar kousk un den ganti hag e teu he saotradur warnañ, e vo dic’hlan seizh devezh; pep gwele a gousko warnañ a vo dic’hlan.

25 Ar vaouez he devo ur berad gwad e-pad meur a zevezh hep na vefe mare he saotradur pe en tu-hont da vare he saotradur, a vo dic’hlan e-pad holl amzer he berad evel en amzer he saotradur.

26 Pep gwele ma kousko warnañ e-pad holl amzer he berad a vo eviti evel gwele he saotradur, ha pep tra ma azezo warnañ a vo dic’hlan evel e-pad he saotradur.

27 An hini a stoko outo a vo dic’hlan; kannañ a raio e zilhad, en em walc’ho en dour, hag e vo dic’hlan betek an noz.

28 Pa vo glanaet eus he berad, e konto seizh devezh, hag e vo glan.

29 D’an eizhvet deiz e kemero div durzhunell pe div goulm yaouank hag e tegaso anezho d’an aberzhour ouzh digor teltenn an engalv.

30 An aberzhour a ginnigo unan evel aberzh-dic’haouiñ hag eben evel loskaberzh. Evel-se e raio an aberzhour an dic’haou eviti dirak an AOTROU, abalamour d’he berad a lakae anezhi dic’hlan.

31 Evel-se e tispartiot mibien Israel diouzh o dic’hlanderioù, evit na varvint ket abalamour d’o dic’hlanderioù en ur saotrañ va zabernakl a zo en o c’hreiz.

32 Hounnezh eo al lezenn diwar-benn an den en deus ur berad pe a zeu dioutañ sper kediadenn,

33 diwar-benn ar vaouez a zo gant saotradur he mizioù, diwar-benn an den pe ar vaouez gant ur berad o redek ha diwar-benn an den a gousk gant ur vaouez dic’hlan.

Lean sinn:



Sanasan