Leviegezh 13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 13 Kleñvedoù-kroc’hen a bep seurt 1 An AOTROU a gomzas da Voizez ha da Aaron o lavarout: 2 Pa en devo un den war groc’hen e gorf ur yoc’henn, un darouedenn pe un tarch gwenn, a vo war groc’hen e gorf evel ur gouli lorgnez, degaset e vo da gavout Aaron an aberzhour, pe da gavout unan eus e vibien an aberzhourien. 3 An aberzhour a sello ouzh ar gouli a zo war groc’hen ar c’horf. Mar d-eo blev ar gouli deuet da vezañ gwenn ha mar d-eo doare ar gouli donoc’h eget kroc’hen e gorf, ez eo ur gouli lorgnez; an aberzhour a sello outañ hag a zisklêrio anezhañ dic’hlan. 4 Mar d-eo un tarch gwenn-kann war groc’hen ar c’horf ha ma n’eo ket e zoare donoc’h eget ar c’hroc’hen ha ma n’eo ket e vlev deuet da vezañ gwenn, an aberzhour a serro e-pad seizh devezh an hini en deus ar gouli. 5 An aberzhour a sello outañ d’ar seizhvet deiz. Mar kav dezhañ eo ar gouli paouezet ha n’eo ket ar gouli astennet war ar c’hroc’hen, an aberzhour a serro anezhañ un eil gwech e-pad seizh devezh. 6 An aberzhour a sello outañ un eil gwech d’ar seizhvet deiz. Mar d-eo deuet ar gouli da vezañ teñvaloc’h ha ma n’eo ket astennet war ar c’hroc’hen, an aberzhour a zisklêrio anezhañ glan, un darouedenn eo. Kannañ a raio e zilhad hag e vo glan. 7 Mar d-eo astennet an darouedenn war ar c’hroc’hen goude m’en devo sellet an aberzhour outañ evit e zisklêriañ glan, an aberzhour a sello outañ un eil gwech. 8 An aberzhour a sello outañ. Mar d-eo an darouedenn astennet war ar c’hroc’hen, an aberzhour a zisklêrio anezhañ dic’hlan; al lorgnez eo. 9 Pa vo war un den ur gouli lorgnez, degaset e vo da gavout an aberzhour. 10 An aberzhour a sello outañ. Mar d-eo ur yoc’henn wenn war e groc’hen ha mar he deus lakaet ar blev da vezañ gwenn ha mar d-eo ur mesk a gig bev er yoc’henn, 11 ez eo ul lorgnez wriziennet e kroc’hen e gorf; an aberzhour en disklêrio dic’hlan; ne serro ket anezhañ rak dic’hlan e vo. 12 Mar dispuilh al lorgnez war ar c’hroc’hen ha mar golo al lorgnez holl groc’hen an hini en deus ar gouli adal ar penn betek an treid, dre holl ma c’hell an aberzhour gwelout, 13 an aberzhour a sello outañ. Mar golo al lorgnez e c’hig en e bezh, e tisklêrio glan an hini en deus ar gouli; deuet e vo da vezañ gwenn holl, glan e vo. 14 Met d’an deiz ma vo gwelet ur mesk a gig bev, e vo dic’hlan; 15 p’en devo gwelet an aberzhour ar c’hig bev, e tisklêrio anezhañ dic’hlan, ar c’hig bev a zo dic’hlan, al lorgnez eo. 16 Mar deu ar c’hig bev da dreiñ en gwenn, ez aio da gavout an aberzhour. 17 An aberzhour a sello outañ. Mar d-eo ar gouli deuet da vezañ gwenn, an aberzhour a zisklêrio glan an hini en deus ar gouli; glan e vo. 18 Pa en devo bet unan bennak war groc’hen e c’hig un danijenn a vo bet pareet, 19 ha ma vo, e lerc’h an danijenn, ur yoc’henn wenn pe un tarch gwenn-rous, gwelet e vo gant an aberzhour. 20 An aberzhour a sello outañ. Mar kav dezhañ eo donoc’h an tarch eget ar c’hroc’hen ha mar d-eo ar blev deuet da vezañ gwenn, an aberzhour a zisklêrio anezhañ dic’hlan. Ur gouli a lorgnez eo, o tispuilhañ en danijenn. 21 Mar gwel an aberzhour n’eus ket ennañ blev gwenn ha n’eo ket donoc’h eget ar c’hroc’hen hag ez eo deuet da vezañ teñvaloc’h, an aberzhour a serro anezhañ e-pad seizh devezh. 22 Mar d-eo an tarch astennet war ar c’hroc’hen, an aberzhour a zisklêrio anezhañ dic’hlan. Ur gouli a lorgnez eo. 23 Met mar d-eo an tarch paouezet ha n’eo ket astennet, ur gleizhenn eus an danijenn eo, an aberzhour a zisklêrio anezhañ glan. 24 Pa en devo bet unan bennak war groc’hen e c’hig un devad graet gant an tan, ha ma vo, e merk an devad, un tarch gwenn-rous pe wenn, 25 an aberzhour a sello outañ. Mar d-eo ar blev deuet da vezañ gwenn ha mar kav dezhañ ez eo donoc’h eget ar c’hroc’hen, eo al lorgnez o tispuilhañ en devad. An aberzhour a zisklêrio anezhañ dic’hlan. Ur gouli a lorgnez eo. 26 Mar gwel an aberzhour n’eus ket ennañ blev gwenn ha n’eo ket donoc’h eget ar c’hroc’hen hag ez eo deuet da vezañ teñvaloc’h, an aberzhour a serro anezhañ e-pad seizh devezh. 27 An aberzhour a sello outañ d’ar seizhvet deiz. Mar d-eo astennet war ar c’hroc’hen, an aberzhour a zisklêrio anezhañ dic’hlan. Ur gouli a lorgnez eo. 28 Met mar d-eo an tarch paouezet ha n’eo ket astennet war ar c’hroc’hen hag a zo deuet da vezañ teñvaloc’h, yoc’henn an devad eo. An aberzhour a zisklêrio anezhañ glan, rak kleizhenn an devad eo. 29 Pa en devo ur gwaz pe ur vaouez ur gouli er penn pe er barv, 30 an aberzhour a sello ouzh ar gouli. Mar kav dezhañ ez eo donoc’h eget ar c’hroc’hen ha mar d-eo ennañ blev melen ha dister, an aberzhour a zisklêrio anezhañ dic’hlan. An tagn eo, lorgnez ar penn pe ar barv. 31 Mar kav d’an aberzhour, o sellout ouzh gouli an tagn, n’eo ket donoc’h eget ar c’hroc’hen ha n’eus ket blev du ennañ, e serro e-pad seizh devezh an hini en deus gouli an tagn. 32 An aberzhour a sello ouzh ar gouli d’ar seizhvet deiz. Ma n’eo ket gouli an tagn astennet, ma n’eus ket blev melen ennañ ha mar kav dezhañ n’eo ket donoc’h eget ar c’hroc’hen, 33 touzet e vo, met an tagn ne vo ket touzet, hag an aberzhour en serro un eil gwech e-pad seizh devezh. 34 An aberzhour a sello ouzh an tagn d’ar seizhvet deiz. Ma n’eo ket an tagn astennet war ar c’hroc’hen ha mar kav dezhañ n’eo ket donoc’h eget ar c’hroc’hen, an aberzhour a zisklêrio anezhañ glan. Kannañ a raio e zilhad hag e vo glan. 35 Met mar d-eo an tagn astennet war ar c’hroc’hen goude e c’hlanidigezh, 36 an aberzhour a sello outañ. Mar d-eo an tagn astennet war ar c’hroc’hen, an aberzhour ne glasko ket a vlev melen, dic’hlan eo. 37 Mar kav dezhañ ez eo an tagn paouezet hag ez eus blev du o vountañ, an tagn a zo pareet. Glan eo hag an aberzhour a zisklêrio anezhañ glan. 38 Pa en devo ur gwaz pe ur vaouez tarchoù, tarchoù gwenn, war groc’hen o c’horf, 39 an aberzhour a sello outo. Mar d-eo war groc’hen o c’horf tarchoù arwenn, emaint tarchoù o tispuilhañ war ar c’hroc’hen, glan int. 40 Pa en devo un den e benn dibourvez a vlev, ur moal eo, glan eo. 41 Mar d-eo e benn dibourvez a vlev en tu raok, eo un tal moal, glan eo. 42 Mar d-eo war lodenn voal e benn pe e dal ur gouli gwenn-rous, eo al lorgnez o tispuilhañ e lodenn voal e benn pe e dal. 43 An aberzhour a sello outañ. Mar d-eo ur yoc’henn gwenn-rous er gouli, war lodenn voal e benn pe e dal, heñvel ouzh al lorgnez war groc’hen ar c’horf, 44 un den lovr eo, dic’hlan eo. An aberzhour a zisklêrio anezhañ dic’hlan. Emañ e c’houli en e benn. 45 An den lovr hag a vo gouliet en devo e zilhad roget hag e benn en noazh; goloet e vo e varv hag e krio: Dic’hlan! Dic’hlan! 46 E keit hag en devo ar gouli, e vo dic’hlan. Dic’hlan eo, chom a raio e-unan, e chomlec’h a vo er-maez eus ar c’hamp. 47 Pa vo ur gouli lorgnez war un dilhad, war un dilhad gloan pe war un dilhad lin, 48 e steuñvenn pe en anneuenn al lin pe ar gloan, pe en ur c’hroc’hen pe en un dra bennak graet gant kroc’hen, 49 ha ma vo ar gouli arwer pe arruz war an dilhad pe war ar c’hroc’hen pe er steuñvenn pe en anneuenn pe en un dra bennak a groc’hen, ur gouli a lorgnez eo; gwelet e vo gant an aberzhour. 50 An aberzhour a sello ouzh ar gouli hag a serro e-pad seizh devezh ar pezh en deus ar gouli. 51 Sellout a raio ouzh ar gouli d’ar seizhvet deiz. Mar d-eo ar gouli astennet war an dilhad pe er steuñvenn pe en anneuenn pe war ar c’hroc’hen pe war un dra bennak graet gant kroc’hen, ur gouli a lorgnez wriziennet eo, dic’hlan eo. 52 Deviñ a raio an dilhad, pe ar steuñvenn pe an anneuenn e gloan pe e lin, pe an dra bennak a groc’hen a vo ar gouli warnañ, rak ul lorgnez wriziennet eo. Devet e vo en tan. 53 Pa sello an aberzhour, ma n’eo ket astennet ar gouli war an dilhad pe er steuñvenn pe en anneuenn pe war an dra bennak a groc’hen, 54 e c’hourc’hemenno gwalc’hiñ an dra en deus ar gouli hag e serro anezhañ un eil gwech e-pad seizh devezh. 55 An aberzhour a sello ouzh ar gouli goude ma vo bet gwalc’het. Ma n’eo ket kemmet stumm ar gouli ha ma n’eo ket astennet ar gouli, an dra a zo dic’hlan, devet e vo en tan. Krignet eo bet war an tu mat pe war an tu gin. 56 Pa sello an aberzhour, mar d-eo deuet ar gouli da vezañ teñval goude ma vo bet gwalc’het, e tiframmo anezhañ diouzh an dilhad pe diouzh ar c’hroc’hen pe diouzh ar steuñvenn pe diouzh an anneuenn. 57 Pa sello, mar d-eo c’hoazh war an dilhad pe er steuñvenn pe en anneuenn pe war an dra bennak a groc’hen, un dispuilh eo, devet e vo en tan ar pezh emañ ar gouli warnañ. 58 Pa vo aet kuit ar gouli diouzh an dilhad pe diouzh ar steuñvenn pe diouzh an anneuenn pe diouzh an dra bennak a groc’hen, goude ma vo be gwalc’het, neuze e vo gwalc’het un eil gwech, hag e vo glan. 59 Hounnezh eo al lezenn diwar-benn gouli al lorgnez war un dilhad gloan pe war un dilhad lin pe en ur steuñvenn pe en un anneuenn pe war un dra bennak a groc’hen, evit disklêriañ ar pezh a zo glan hag ar pezh a zo dic’hlan. |