Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Leviegezh 12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 12 Reolennoù evit ar wreg he deus gwilioudet

1 An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

2 Komz da vibien Israel ha lavar: Pa zeuio ur wreg da vezañ brazez a da c’henel ur mab, e vo dic’hlan e-pad seizh devezh; dic’hlan e vo evel en amzer saotradur he mizioù.

3 D’an eizhvet deiz, kig e bod-mezenn a vo amdroc’het.

4 Chom a raio e-pad tri devezh ha tregont d’en em c’hlanaat eus he gwad. Ne stoko ouzh tra santel ebet ha ne d-aio ket er santual, ken na vo peurdremenet deizioù he glanidigezh.

5 Mar gan ur plac’h e vo dic’hlan div sizhunvezh, evel en amzer he saotradur, hag e chomo e-pad c’hwec’h devezh ha tri-ugent d’en em c’hlanaat eus he gwad.

6 Pa vo peurdremenet deizioù he glanidigezh, evit ur mab pe evit ur verc’h, e tegaso un oan eus ur bloaz evit al loskaberzh hag ur goulm yaouank pe un durzhunell evit an aberzh-dic’haouiñ, ouzh digor teltenn an engalv.

7 An aberzhour a ginnigo anezho dirak an AOTROU hag a raio an dic’haou eviti; glanaet e vo eus ha red-gwad. Hounnezh eo al lezenn diwar-benn ar wreg a c’han ur paotr pe ur plac’h.

8 Ma n’he deus ket aez da zegas un oan, e kemero div durzhunell pe div goulm yaouank, unan evit al loskaberzh hag eben evit an aberzh-dic’haouiñ. A aberzhour a raio an dic’haou eviti hag e vo glanaet.

Lean sinn:



Sanasan