Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Leviegezh 11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 11 Loened glan ha dic’hlan

1 An AOTROU a gomzas da Voizez ha da Aaron o lavarout:

2 Komzit da vibien Israel ha lavarit: Setu amañ al loened a zebrot a-douez an holl anevaled a zo war an douar.

3 Kement loen a zo faoutet e garn, forc’hek e droad, hag a zaskir e-touez an anevaled, a zebrot.

4 Koulskoude, a-douez ar re a zaskir pe a-douez ar re a zo faoutet o c’harn, ne zebrot ket ar c’hañval, rak daskiriat a ra met n’eo ket faouted e garn, dic’hlan e vo evidoc’h,

5 hag ar c’honikl, rak daskiriat a ra met n’eo ket faouted e garn, dic’hlan e vo evidoc’h,

6 hag ar c’had, rak daskiriat a ra met n’eo ket faouted he c’harn, dic’hlan e vo evidoc’h,

7 hag an hoc’h, rak faoutet eo e garm ha forc’hek e droad met ne zaskir ket, dic’hlan e vo evidoc’h.

8 Ne zebrot ket eus o c’hig ha ne stokot ket ouzh o c’horfoù marv, dic’hlan e vint evidoc’h.

9 Setu amañ ar re a zebrot a-douez ar pezh a zo en doureier. Kement en deus angelloù ha skant en doureier, er morioù hag er stêrioù, a zebrot.

10 Koulskoude, ar re n’o deus na angelloù na skant er morioù hag er stêrioù, a-douez ar re a fiñv en doureier, a-douez ar pezh a zo bev en doureier, a vo un euzhusted evidoc’h.

11 Un euzhusted e vint evidoc’h ha ne zebrot ket eus o c’hig; o c’horfoù marv a vo un euzhusted.

12 Ar re n’o deus na angelloù na skant en doureier a vo un euzhusted evidoc’h.

13 Setu amañ ar re a vo un euzhusted evidoc’h a-douez al laboused, ne zebrot ket anezho, un euzhusted e vint evidoc’h: an erer, ar grifon, an erer-spluj,

14 ar gup, ar barged hag e rumm,

15 ar vran hag hec’h holl rummoù,

16 ar struskañval, an toud, ar skrav, ar sparfell hag he rumm,

17 an hoper-noz, ar morvran, ar gaouenn,

18 an alarc’h, ar pilikant, ar morvaout,

19 ar c’hwibon, ar gerc’heiz hag he rumm, an houperig hag al logodenn-dall.

20 Pep loen o nijal hag a ruz hag a ya war bevar droad, a vo un euzhusted evidoc’h.

21 Met e tebrot, a-douez al loened o nijal hag a ruz hag a ya war bevar droad, ar re o deus divhar a-us d’o zreid evit lammat ganto war an douar.

22 Setu amañ ar re a zebrot: ar c’hilhog-raden hag e rumm, al lamperez hag he rumm, ar c’hwil hag e rumm, ar c’harveg hag e rumm.

23 Al loened all o nijal hag a ruz hag a ya war bevar droad, a vo un euzhusted evidoc’h.

24 Dic’hlan e viot abalamour dezho; an hini a stoko ouzh o c’horfoù marv a vo dic’hlan betek an noz,

25 hag an hini a zougo o c’horfoù marv a ganno e zilhad hag a vo dic’hlan betek an noz.

26 Kement loen a zo faoutet e garn met n’eo ket forc’hek e droad ha na zaskir ket, a vo dic’hlan evidoc’h; an hini a stoko outañ a vo dic’hlan.

27 Kement a gerzh war e dreid a-douez an holl loened a gerzh war bevar droad, a vo dic’hlan evidoc’h; an hini a stoko ouzh o c’horfoù marv a vo dic’hlan betek an noz,

28 hag an hini a zougo o c’horfoù marv a ganno e zilhad hag a vo dic’hlan betek an noz. Dic’hlan e vint evidoc’h.

29 Setu amañ ar re a vo dic’hlan evidoc’h a-douez al loened a ruz war an douar: ar c’hoz, al logodenn, ar glazard hag e rumm,

30 an avalaouer, ar ran, ar vaot, ar velc’hwedenn, ar c’hameleon.

31 Dic’hlan e vint evidoc’h e-touez an holl stlejviled; an hini a stoko outo pa vint marv a vo dic’hlan betek an noz.

32 Pa gouezho ur pezh bennak eus o c’horfoù marv war un dra bennak, an dra-se a vo dic’hlan, benveg-koad, dilhad, kroc’hen, sac’h, pep tra a vez graet implij anezhañ; lakaet e vo en dour hag e vo dic’hlan betek an noz, ha neuze e vo glan.

33 Pa gouezho ur pezh bennak e-barzh ul lestr-pri bennak, al lestr a vo dic’hlan hag e torrot anezhañ.

34 Pep boued da zebriñ a vo deuet warnañ eus an dour-se a vo dic’hlan, ha pep evaj da evañ en un hevelep lestr a vo dic’hlan.

35 Pa gouezho ur pezh bennak eus o c’horfoù marv war un dra bennak, an dra-se a vo dic’hlan; ar forn hag an oaled a vo distrujet, dic’hlan ez int ha dic’hlan e vint evidoc’h.

36 Ur vammenn pe ur feunteun e-lec’h ez eus kalz a zour a vo glan. Met an hini a stoko ouzh o c’horfoù marv a vo dic’hlan.

37 Pa gouezho ur pezh bennak eus o c’horfoù marv war un had hadet ha da hadañ, glan e vo,

38 met mar d-eo bet lakaet dour war an had ha ma kouezh warnañ ur pezh bennak eus o c’horfoù marv, dic’hlan e vo evidoc’h.

39 Pa varvo unan eus al loened a zebrit, an hini a stoko e gorf marv a vo dic’hlan betek an noz,

40 an hini a zebro eus e gorf marv a ganno e zilhad hag a vo dic’hlan betek an noz, hag an hini a zougo e gorf marv a ganno e zilhad hag a vo dic’hlan betek an noz.

41 Pep loen o ruzañ war an douar a vo un euzhusted evidoc’h, ne vo ket debret.

42 Ar stlejviled a ruz war an douar, ar re a vale war o c’hof, ar re a gerzh war bevar droad pe war un niver bras a dreid, n’o debrot ket, rak un euzhusted e vint evidoc’h.

43 Na lakait ket ac’hanoc’h da zont da vezañ euzhus dre stlejvil ebet a ruz, n’en em lakait ket dic’hlan drezo, n’en em saotrit ket drezo.

44 Rak me eo an AOTROU ho Toue; c’hwi en em santelaio hag e viot santel rak me a zo santel. N’en em lakait ket dic’hlan en abeg da hini ebet eus ar stlejviled a ruz war an douar.

45 Rak me eo an AOTROU en deus ho lakaet da bignat eus bro Ejipt evit bezañ ho Toue, hag e viot santel rak me a zo santel.

46 Hounnezh eo al lezenn diwar-benn al loened, al laboused, ar c’hrouadurioù bev a fiñv en doureier hag ar c’hrouadurioù a ruz war an douar,

47 evit diforc’hañ ar pezh a zo dic’hlan diouzh ar pezh a zo glan, al loen a vez debret diouzh an hini na vez ket debret.

Lean sinn:



Sanasan