Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Leviegezh 10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 10 Nadab hag Abihu a zo kuzumet

1 Nadab hag Abihu, mibien Aaron, a gemeras pep hini e ezañsouer, a lakaas tan ennañ, a lakaas ezañs warnañ hag a ginnigas dirak an AOTROU un tan estren, ar pezh n’en doa ket gourc’hemennet.

2 Un tan a zeuas er-maez a-zirak an AOTROU hag a guzumas anezho, hag e varvjont dirak an AOTROU.

3 Moizez a lavaras da Aaron: Kement-se eo ar pezh en deus disklêriet an AOTROU en ur lavarout: Santelaet e vin dre ar re a dosta ouzhin hag e vo roet gloar din dirak ar bobl. Aaron a davas.

4 Moizez a c’halvas Mishael hag Elzafan, mibien Uziel, eontr Aaron, hag a lavaras: Tostait, dougit ho preudeur a-zirak ar santual, er-maez eus ar c’hamp.

5 Tostaat a rejont hag e tougjont anezho gant o zonegoù er-maez eus ar c’hamp evel m’en doa lavaret Moizez.

6 Moizez a lavaras da Aaron, ha da Eleazar ha da Itamar e vibien: Na zizoloit ket ho pennoù ha na rogit ket ho tilhad, gant aon na varvfec’h ha na teufe fulor a-enep an holl vodadenn. Ra ouelo ho preudeur, holl di Israel, abalamour d’an entanadur en deus enaouet an AOTROU.

7 Ne d-eot ket kuit er-maez eus digor teltenn an engalv gant aon na varvfec’h, rak eoul oleviadur an AOTROU a zo warnoc’h. Hag e rejont hervez komzoù Moizez.

8 An AOTROU a gomzas da Aaron o lavarout:

9 Ne evi na gwin na evaj mezvus ebet, te ha da vibien ganit, pa’z eot e-barzh teltenn an engalv, gant aon na varvfec’h. Ur reolenn beurbadus eo a rummadoù da rummadoù,

10 evit ma c’hellot diheñvelañ ar pezh a zo santel diouzh ar pezh a zo disakr, ar pezh a zo dic’hlan diouzh ar pezh a zo glan,

11 ha kelenn da vibien Israel an holl reolennoù en deus roet an AOTROU dezho dre zorn Moizez.

12 Moizez a lavaras da Aaron, ha da Eleazar ha da Itamar, ar vibien a vane dezhañ: Kemerit an donezonoù a zo manet eus ar profoù graet dre an tan d’an AOTROU, hag henn debrit hep goell e-kichen an aoter, rak un dra santel-meurbet eo.

13 Henn debriñ a reot el lec’h santel, da zroed eo ha droed da vibien diwar ar profoù graet dre an tan d’an AOTROU, rak kement-se a zo bet gourc’hemennet din.

14 Ar bruched hejet evel ur prof hag ar skoaz kinniget evel prof savet a zebrot en ul lec’h glan, te, da vibien ha da verc’hed ganit, rak roet int deoc’h evel da zroed ha droed da vibien diwar aberzhoù a drugarekadennoù mibien Israel.

15 Degas a raint ar skoaz savet hag ar bruched hejet gant ar prof a lard graet dre an tan, evit hejañ anezho evel ur prof dirak an AOTROU. Kement-se a vo dit ha da’z mibien ganit hervez ur reolenn peurbadus, evel m’en deus gourc’hemennet an AOTROU.

16 Moizez a glaskas bouc’h an aberzh-dic’haouiñ, ha setu, e oa bet devet. Neuze e kounnaras ouzh Eleazar hag Itamar, ar vibien a vane da Aaron, hag e lavaras:

17 Perak n’hoc’h eus ket debret an aberzh-dic’haouiñ el lec’h santel? Un dra santel-meurbet eo, hag eo bet roet deoc’h evit dougen direizhder ar vodadenn heg evit ober dic’haou evito dirak an AOTROU.

18 Setu, ar gwad n’eo ket bet douget e-barzh ar santual, ret e oa deoc’h e zebriñ er santual, evel ma em eus gourc’hemennet.

19 Aaron a lavaras da Voizez: Setu, kinniget o deus hiziv o aberzh-dic’haouiñ hag o loskaberzh dirak an AOTROU, ha goude ar pezh a zo c’hoarvezet ganin, ma em befe debret an aberzh-dic’haouiñ hiziv, daoust ha plijet en defe d’an AOTROU?

20 Pa glevas Moizez kement-se, e asantas.

Lean sinn:



Sanasan