Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Leviegezh 1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 1 Al loskaberzhoù a volontez vat

1 An AOTROU a c’halvas Moizez hag a gomzas dezhañ eus teltenn an engalv o lavarout:

2 Komz da vibien Israel ha lavar: Pa raio unan bennak ac’hanoc’h ur prof d’an AOTROU, e raio e brof eus al loened, loened bras pe loened bihan.

3 Mar d-eo e brof ul loskaberzh a loened bras, e kinnigo ur par disi. E ginnig a raio a volontez vat, ouzh digor teltenn an engalv, dirak an AOTROU.

4 Lakaat a raio e zorn war benn al loskaberzh, a vo degemeret evit ober dic’haou.

5 Lazhañ a raio ar c’hole dirak an AOTROU; an aberzhourien, mibien Aaron, a ginnigo ar gwad hag a skuilho ar gwad war an aoter hag en-dro dezhi, ouzh digor teltenn an engalv.

6 Digroc’henañ a raio al loskaberzh hag e troc’ho anezhañ a dammoù.

7 Mibien Aaron an aberzhour a lakaio tan war an aoter, hag e renkint ar c’hoad war an tan.

8 An aberzhourien, mibien Aaron, a renko an tammoù, ar penn hag al lard war ar c’hoad lakaet en tan war an aoter.

9 Ar bouzelloù hag an divhar a vo gwalc’het en dour, hag an aberzhour a lakaio da vogediñ an holl war an aoter. Ul loskaberzh e vo, ur prof graet dre an tan, ur c’hwezh dudius d’an AOTROU.

10 Mar d-eo e brof eus al loened bihan, oaned pe givri, evit ul loskaberzh, e kinnigo ur par disi.

11 Lazhañ a raio anezhañ ouzh tu an aoter a zo en hanternoz dirak an AOTROU, hag an aberzhourien, mibien Aaron, a skuilho ar gwad war an aoter hag en-dro dezhi.

12 E droc’hañ a raio a dammoù gant ar penn hag al lard, hag an aberzhour o renko war ar c’hoad lakaet en tan war an aoter.

13 Ar bouzelloù hag an divhar a vo gwalc’het en dour, hag an aberzhour a ginnigo an holl hag o lakaio da vogediñ war an aoter. Ul loskaberzh e vo, ur prof graet dre an tan, ur c’hwezh dudius d’an AOTROU.

14 Mar d-eo e brof d’an AOTROU eus al laboused, evit ul loskaberzh, e kinnigo turzhunelled pe koulmed yaouank.

15 An aberzhour a dostaio anezhi d’an aoter, a friko dezhi he fenn, a lakaio anezhi da vogediñ war an aoter hag a skuilho he gwad ouzh bevenn an aoter.

16 Lemel a raio ar grubuilh gant he fluñv hag e taolo anezhi tost d’an aoter, etrezek ar sav-heol, e-lec’h ma’z emañ al ludu.

17 Regiñ a raio anezhi dre he divaskell hep o rannañ, hag an aberzhour a lakaio al labous da vogediñ war ar c’hoad lakaet en tan war an aoter. Ul loskaberzh e vo, ur prof graet dre an tan, ur c’hwezh dudius d’an AOTROU.

Lean sinn:



Sanasan