Krennlavarioù 9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 9 1 Ar furnez he deus savet he zi, kizellet he seizh peul, 2 lazhet he loened, kempennet he gwin, hag aozet he zaol. 3 Kaset he deus he mitizhien; eus lein lec'hioù uhel kêr e kri: 4 Ra zeuio amañ an hini a zo eeun! Hag e lavar d'ar re a zo dibourvez a skiant: 5 Deuit, debrit eus va bara, hag evit eus ar gwin am eus kempennet. 6 Disammit eus an diouiziegezh hag e vevot, hag e kerzhot war hent ar poell. 7 An hini a c'hourdrouz ur goapaer a resev mezh, hag an hini a repren un den drouk a resev dismegañs. 8 Na repren ket ur goapaer gant aon na gasafe ac'hanout, repren un den fur hag e karo ac'hanout. 9 Ro d'un den fur hag e teuio furoc'h c'hoazh, kelenn un den reizh hag e kresko e gouiziegezh. 10 Doujañs an AOTROU eo penn-kentañ ar furnez, hag anaoudegezh ar sent eo ar poell. 11 Rak drezon eo e vo da zeizioù liesaet, ha bloavezhioù da vuhez a vo kresket. 12 Mard out fur, out fur evidout da-unan, mard out goapaer, e tougi da-unan da boan. 13 Ur vaouez sot a zo trouzus, diskiant ha ne oar netra. 14 Azezañ a ra war dreuz he zi, war ur gador e lec'hioù uhel kêr, 15 evit krial d'ar re a dremen, hag a ya eeun en o gwenodenn: 16 Ra zeuio amañ an hini a zo eeun! Hag e lavar d'an hini a zo dibourvez a skiant: 17 An dourioù laeret a zo dous, hag ar bara debret e kuzh a zo plijus. 18 Ha ne oar ket emañ eno ar re varv; he re bedet a zo e foñs lec'h ar marv. |