Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Krennlavarioù 8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 8

1 Ar furnez, ha ne huch ket? Hag ar meiz, ha ne ro ket he mouezh da glevout?

2 En em zerc'hel a ra war-lein ar c'hrec'hioù, war an hent, er c'hroazhentoù.

3 Tost d'an dorioù, ouzh antre kêr, e penn ar straedoù, emañ o krial:

4 O tudoù, e huchan deoc'h! Va mouezh a zo evit mibien an dud.

5 C'hwi, tud eeun, deskit skiant-vat; c'hwi, sodien, ra zeuio poellek ho kalon.

6 Selaouit, dre ma lavarin traoù talvoudus, hag e tigorin va muzelloù evit kelenn ar pezh a zo eeun.

7 Rak va genoù a lavar ar wirionez, ha va muzelloù o deus euzh ouzh ar gaou.

8 Holl c'herioù va genoù a zo hervez ar wirionez, n'eus enno netra diwir na touellus.

9 An holl anezho a zo sklaer evit an den a gompren, hag eeun evit ar re o deus kavet an anaoudegezh.

10 Degemerit va c'helennadurezh kentoc'h eget arc'hant, an anaoudegezh kentoc'h eget aour a-zibab,

11 rak ar furnez a zo gwelloc'h eget ar perlez, ha kement a c'hellfed c'hoantaat ne dalvez ket anezhi.

12 Me, ar furnez, a zo o chom gant ar skiant-vat, hag e perc'hennan anaoudegezh ar soñjoù fur.

13 Doujañs an AOTROU eo kasoni an droug. Kasaat a ran al lorc'h, ar rogentez, an hent drouk hag ar genoù fall.

14 Din-me eo an ali hag an ijin, ar poell hag an nerzh.

15 Drezon eo e ren ar rouaned hag e c'hourc'hemenn ar briñsed ar pezh a zo reizh.

16 Drezon eo e c'houarn ar re c'halloudek hag ar re vras, hag holl varnerien an douar.

17 Me a gar ar re am c'har, hag ar re am c'hlask am c'hav.

18 Ganin-me emañ ar binvidigezh hag ar c'hloar, ar madoù padus hag ar reizhder.

19 Va frouezh a zo gwelloc'h eget aour, eget aour glan, hag ar pezh a zegasan a zo gwelloc'h eget arc'hant a-zibab.

20 Me a ren dre wenodenn ar reizhder, ha dre greiz hentoù ar varnedigezh,

21 evit reiñ da hêrezh madoù d'ar re am c'har, hag evit leuniañ o zeñzorioù.

22 Edon gant an AOTROU e penn-kentañ e hent, a-raok e oberennoù a-wechall.

23 Adalek ar beurbadelezh ez on bet diazezet, adalek ar penn-kentañ, a-raok ma oa an douar.

24 Pa ne oa donder ebet, e oan ganet, pa ne oa mammenn ebet karget a zoureier.

25 A-raok ma oa azezet ar menezioù, a-raok ar c'hrec'hiennoù, e oan ganet,

26 pa n'en doa ket graet c'hoazh an douar pe ar maezioù, na penn-kentañ poultr ar bed,

27 pa aoze an neñvoù e oan eno, pa verke ur c'helc'h dreist an donder,

28 pa startae ar c'houmoul en nec'h, pa lakae ar mammennoù da strinkañ eus an donder,

29 pa roe e reolennoù d'ar mor, evit na dremenje ket e zoureier o harz, pa lakae diazezoù an douar,

30 neuze e oan e oberour en e gichen, e oan e blijadur bemdez, o laouenaat hep paouez dirazañ.

31 Kavout a raen va levenez er bed ha war an douar, ha va eurvad e-touez mibien an dud.

32 Bremañ eta, va mibien, selaouit ac'hanon. Eürus ar re a viro va hentoù!

33 Selaouit ar gelennadurezh evit dont da vezañ fur, ha n'he zaolit ket kuit.

34 Eürus an den a selaou ac'hanon, a evesha war va dorioù bemdez, hag a vir postoù dor va zi!

35 Rak an hini am c'hav a gav ar vuhez, hag en devo grad-vat an AOTROU,

36 met an hini a bec'h em enep a noaz d'e ene. An holl re a gasa ac'hanon a gar ar marv.

Lean sinn:



Sanasan