Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Krennlavarioù 7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 7

1 Va mab, mir va gerioù, ha dalc'h ganit va gourc'hemennoù,

2 mir va gourc'hemennoù hag e vevi, mir va lezenn evel da ibil-lagad,

3 stag anezho ouzh da vizied, skriv anezho war daolenn da galon.

4 Lavar d'ar furnez: Te eo va c'hoar, ha gra eus ar poell: Va mignon,

5 evit ma tiwallint ac'hanout diouzh ar vaouez estren, an diavaeziadez a luban gant he gerioù.

6 Tra ma sellen dre brenestr va zi, a-dreuz va c'hael,

7 e welis e-touez ar re eeun, ec'h eveshais e-touez ar re yaouank, ur paotr dibourvez a skiant,

8 a dremene dre ar straed e-kichen he c'horn, hag a heulie hent he zi,

9 d'an abardaez, da serr an noz, pa zeue an noz du ha teñval.

10 Ha setu, ar vaouez a zeuas a-raok dezhañ, gwisket evel ur ribodez ha leun a douellerezh.

11 Trouzus hag hep dalc'h eo, he zreid ne chomont ket en he zi;

12 bremañ war ar straed, goude war al leurenn, emañ o c'hortoz e pep korn.

13 Kemer a reas anezhañ hag e pokas dezhañ, ha gant un dremm rok e lavaras dezhañ:

14 Un aberzh a beoc'h a oa ganin, hiziv em eus sevenet va gouestloù,

15 setu perak on deuet a-raok dit, evit da glask gant pres, hag em eus da gavet.

16 Gwisket em eus va gwele gant pallennoù, gant gwiadoù liesliv e lin eus an Ejipt.

17 Frondet em eus va gwele gant mir, aloez ha kinamona.

18 Deus, en em vezvomp a garantez betek ar mintin, laouenaomp er plijadurioù.

19 N'emañ ket va ozhac'h er gêr, aet eo da veajiñ pell.

20 Kemeret en deus gantañ ur sac'had arc'hant, ha ne zistroio ket d'ar gêr a-raok al loar nevez.

21 Dre he lavaroù hoalus e laka anezhañ da zont, dre lubanerezh he muzelloù e redi anezhañ.

22 Mont a ra raktal war he lerc'h, evel ma'z a un ejen d'al lazherezh, evel ma'z a un diskiant ereet evit bezañ kastizet,

23 betek ma teuio ur bir da doullañ e avu, evel ul labous en em daol etrezek al lindag, hep gouzout eo stegnet a-enep e vuhez.

24 Bremañ eta, mibien, selaouit me, ha bezit evezhiek ouzh gerioù va genoù.

25 Ra n'aio ket da galon etrezek he hentoù, n'en em goll ket war he gwenodennoù.

26 Rak kalz he deus lakaet da gouezhañ, gouliet, ha bras eo niver ar re greñv he deus lazhet.

27 He zi eo hent lec'h ar marv, a ziskenn betek chomlec'h ar marv.

Lean sinn:



Sanasan