Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Krennlavarioù 6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 6

1 Va mab, mar ec'h eus kretaet da nesañ, mar ec'h eus tonket evit unan bennak da zorn,

2 ereet out dre c'herioù da c'henoù, tapet out dre c’herioù da c'henoù.

3 Va mab, gra buan an dra-mañ: en em denn ac'hane; pa'z out kouezhet etre daouarn da nesañ, kae, stou ha ped da nesañ.

4 Na ro ket na morgousk da'z taoulagad, na diskuizh da'z malvennoù,

5 en em denn evel ar yourc'h eus dorn ar chaseour, evel ul labous eus dorn al labousetaer.

6 Didalvez, kae etrezek ar verienenn, sell ouzh he hentoù ha deus da vezañ fur.

7 N'he deus na mestr, nag eveshaer, na penn,

8 kempenn a ra he boued e-pad an hañv, hag e tastum e-pad an eost peadra da zebriñ.

9 Didalvez, betek pegeit e vi gourvezet? Pegoulz e savi eus da gousk?

10 Un tamm kousket, un tamm morediñ, un tamm kroaziañ da zaouarn evit diskuizhañ,

11 hag e teuio da baourentez evel ur reder, ha da zienez evel un den armet.

12 An hini fallakr, an den drouk, a gerzh gant ur genoù tuet fall,

13 ober a ra sin gant e zaoulagad, komz a ra gant e dreid, reiñ a ra da c'houzout gant e vizied,

14 ar falloni a zo en e galon, ijinañ a ra an droug e pep amzer, lakaat a ra stourmadegoù da c'henel.

15 Setu perak e teuio e ziskar a-daol-trumm, buan e vo bruzunet, ha ne vo pare ebet.

16 C'hwec'h tra a zo kasaet gant an AOTROU, seizh zoken a zo euzhus evitañ:

17 An daoulagad otus, an teod gaouiat, an daouarn a skuilh ar gwad didamall,

18 ar galon o tivizout traoù fall, an treid a hast redek d'an droug,

19 ar falstest a lavar gevier, hag an hini a zegas stourmadegoù etre breudeur.

20 Va mab, mir gourc'hemenn da dad, ha na zilez ket kelennoù da vamm.

21 Dalc'h anezho bepred ereet war da galon, stag anezho ouzh da c'houzoug.

22 Pa gerzhi, e renint ac'hanout; pa c'hourvezi, ez tiwallint; pa zihuni, e komzint ouzhit.

23 Rak ar gourc'hemenn a zo ul lamp, al lezenn a zo ur sklêrijenn, hag ar rebechoù mat da gelenn a zo hent ar vuhez,

24 evit da ziwall diouzh ar vaouez fall, diouzh teod lubanus an diavaeziadez.

25 Na c'hoanta ket he c'haerder ez kalon, ha na lez ket anezhi da'z tapout gant he malvennoù.

26 Rak dre garantez evit ur ribodez e teuer da vezañ evel un tamm bara, hag an avoultrerez a hemolc'ho an ene prizius.

27 Ha gallout a ra unan bennak kemer tan en e varlenn, hep ma tevfe e zilhad?

28 Ha kerzhout a rafe unan bennak war ar glaou, hep ma vefe devet e dreid?

29 Evel-se eo evit an hini a ya etrezek gwreg e nesañ, piv bennak a stok outi ne vo ket didamall.

30 Ne zisprizer ket ul laer en deus laeret evit en em leuniañ, p'en doa naon,

31 ha mard eo tapet, e roio seizh gwech kemend-all, reiñ a raio kement a zo en e di.

32 Met an hini a ra avoultriezh gant ur wreg a zo dibourvez a skiant, an hini a fell dezhañ en em goll a raio evel-se.

33 Kavout a raio goulioù ha dismegañs, hag e vezh ne vo ket lamet kuit,

34 rak gwarizi ar pried a zo ur fulor, hag e vo didruez e deiz ar veñjañs,

35 ne lakaio evezh ouzh dic'haou ebet, ha ne gemero netra zoken pa greskfes an donezonoù.

Lean sinn:



Sanasan