Krennlavarioù 5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 5 1 Va mab, bez evezhiek ouzh va furnez, stou da skouarn da'm foell, 2 evit ma talc'hi ar preder, ha ma viro da vuzelloù an anaoudegezh. 3 Rak muzelloù an diavaeziadez a laosk ar mel, hag he staon a zo dousoc'h eget eoul, 4 met ar pezh a zeu diouti a zo c'hwerv evel huelenn, ha lemm evel ur c'hleze a zaou droc'h. 5 He zreid a genred d'ar marv, he c'hammedoù a gas da lec'h ar marv, 6 ne daol ket evezh ouzh gwenodenn ar vuhez, he hentoù a zo kemmus, ne c'hellez ket o anavezout. 7 Bremañ eta, va mibien, selaouit ac'hanon, ha na zistroit ket diouzh gerioù va genoù. 8 Pella da hent diouti, ha na dosta ket ouzh dor he zi, 9 gant aon na rofes da enor da reoù all, ha da vloavezhioù da un den garv, 10 gant aon na zeufe an diavaezidi d'en em leuniañ eus da binvidigezhioù, ha na dremenfe en un ti estren ar pezh ac'h eus gounezet gant da labour, 11 ha na yudfes pa vi tost ouzh da ziwezh, pa vo da gig ha da gorf kuzumet, 12 ha na lavarfes: Penaos em eus kasaet ar gelennadurezh? Penaos he deus disprizet va c'halon ar gourdrouz? 13 Penaos n'em eus ket sentet ouzh mouezh ar re am c'helenne? Penaos n'em eus ket stouet va skouarn d'ar re a zeske ac'hanon? 14 War-bouez nebeud e en em gaven en holl boanioù, e-kreiz ar bobl hag ar vodadeg. 15 Ev dour eus da sistern, hag eus gwazhioù da buñs. 16 Daoust hag e tle da feunteunioù en em skuilhañ en diavaez, ha da zourioù-red er straedoù? 17 Ra vint dit-te da-unan, ha nann d'an diavaezidi. 18 Ra vo da andon benniget, ha laouena gant gwreg da yaouankiz, 19 evel gant ur garvez karedik hag ur c'havrig koant, ra laouenaio he divronn ac'hanout e pep amzer, ha bez dalc'hmat stag ouzh he c'harantez. 20 Ha perak, va mab, e vefes boemet gant un diavaeziadez, hag e pokfes ar brennid eus un estrañjourez? 21 Rak hentoù an den a zo dirak daoulagad an AOTROU, hag e pouezata e holl bazioù. 22 An hini drouk a vo paket en e zireizher, hag a vo dalc'het en ereoù e bec'hed. 23 Mervel a raio hep kelennadur, hag e kantreo dre vraster e sotoni. |