Krennlavarioù 4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 4 1 Mibien, selaouit ar gelennadurezh eus un tad, ha bezit evezhiek evit anavezout ar poell, 2 rak alioù mat a roan deoc'h; na zilezit ket va lezenn. 3 Pa oan c'hoazh ur bugel tost da'm zad, tener ha karedik e-kichen va mamm, 4 e kelenne ac'hanon hag e lavare din: Ra zalc'ho da galon va c'homzoù, mir va gourc'hemennoù, hag e vevi, 5 degemer ar furnez, degemer ar poell, n'ankounac'ha ket kement-se, ha na zistro ket eus gerioù va genoù, 6 na zilez ket anezhi, da virout a raio, kar anezhi, da ziwall a raio. 7 Ar furnez eo ar penn-kentañ; degemer ar furnez ha, gant kement ec'h eus, degemer ar poell. 8 Azaouez anezhi hag hi a savo ac'hanout, reiñ a raio enor dit pa ez po staget outi, 9 grasoù a zastumo en-dro da'z penn, hag e roio dit ur gurunenn a c'hloar. 10 Selaou, va mab, degemer va gerioù, ha bloavezhioù da vuhez a vo kresket. 11 Kelennet em eus dit hent ar furnez, ha lakaet em eus ac'hanout da gerzhout war wenodennoù eeun. 12 Pa gerzhi, da gammedoù ne vint ket diaezet, ha pa redi, ne streboti ket. 13 Stag ouzh ar gelennadurezh, na laosk ket anezhi, mir anezhi, rak da vuhez eo. 14 Na gerzh ket war wenodenn ar re fallakr, ha n'a ket en hent ar re zrouk. 15 Diwall diouto, na dremen ket dre eno, pella, tremen e-biou, 16 rak ne gouskont ket ma n'o deus ket graet un droug bennak, hag o c'housk a zo lamet diouto ma n'o deus ket lakaet unan bennak da gouezhañ, 17 rak bara ar fallentez a zebront, ha gwin an daerded a evont, 18 met gwenodenn ar re reizh a zo evel ar sklêrijenn lugernus, a gresk he sked betek an deiz peurvat. 19 Hent ar re zrouk a zo evel an deñvalijenn, ne welont ket ar pezh o lakaio da gouezhañ. 20 Va mab, bez evezhiek ouzh va c'homzoù, stou da skouarn da'm gerioù, 21 ra ne bellaint ket diouzh da zaoulagad, mir anezho ez kalon, 22 rak ez int buhez ar re a gav anezho, ha yec'hed o holl gorf. 23 Diwall da galon gant evezh, rak anezhi eo e teu mammennoù ar vuhez. 24 Dizarbenn diouzhit drougiezh ar genoù, pella diouzhit touellerezh ar muzelloù, 25 ra sello da zaoulagad dirazout, ra en em lakaio da valvennoù eeun, 26 pouez war wenodenn da dreid, starta da holl hentoù, 27 na zistro nag a-zehou nag a-gleiz, tenn da droad diouzh an droug. |