Krennlavarioù 31 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 31 1 Komzoù ar roue Lemuel, diouganoù a gelennas e vamm dezhañ. 2 Petra, va mab? Petra, mab donañ va c'hof? Petra, mab va gouestloù? 3 Na ro ket da nerzh d'ar merc'hed, na da hentoù d'ar re a goll ar rouaned. 4 N'eo ket d'ar rouaned, Lemuel, n'eo ket d'ar rouaned evañ gwin, na d'ar briñsed an evaj kreñv, 5 gant aon na evfent, n'ankounac'hafent al lezenn ha na zireizhfent droed ar re c'hlac'haret. 6 Roit an evaj kreñv d'an hini a ya da goll, hag ar gwin d'an hini ez eo c'hwerv e ene, 7 ra evo hag ec'h ankounac'haio e baourentez, ha n'en devo ken soñj eus e drubuilh. 8 Digor da c'henoù evit ar mud, hag evit droed an holl vibien dilezet. 9 Digor da c'henoù, barn gant reizhder, breuta kaoz ar beorien hag an ezhommeien. 10 Piv a gavo ur wreg vertuzius? He friz a zo pell dreist hini ar perlez. 11 Kalon he fried a laka he fiziañs enni, ha ne vanko ket dezhañ a breizh. 12 Ober a raio vad dezhañ ha nann droug, holl zeizioù he buhez. 13 Klask a ra gloan ha lin, hag e labour a-youl-gaer gant he daouarn, 14 emañ evel listri ur marc'hadour, a-bell e tegas he bara. 15 Sevel a ra pa vez c'hoazh noz, hag e ro ar boued d'he ziegezh hag al labour d'he mitizhien. 16 Soñjal a ra en ur park hag e pren anezhañ, diwar frouezh he daouarn e plant ur winienn. 17 Gourizañ a ra a-nerzh he divgroazell, hag e starta he divrec'h, 18 gwelout a ra ez eo mat hec'h aferioù, he lamp ne voug ket e-pad an noz. 19 Lakaat a ra he daouarn d'ar gegel, hag he bizied a zalc'h ar werzhid. 20 Astenn a ra he dorn d'ar paour, ha dougen a ra he daouarn d'an ezhommeg. 21 N'he deus ket aon rak an ec'h evit he ziegezh, rak he holl diegezh a zo gwisket gant ruz-moug. 22 Ober a ra pallennoù, he dilhad a zo graet gant lin fin ha tane. 23 He fried a zo anavezet ouzh dorioù kêr, pa'z eo azezet gant henaourien ar vro. 24 Ober a ra lien da werzhañ, ha gourizoù evit ar varc'hadourien. 25 Nerzh ha splannder a stumm he dilhad, hag e c'hoarzh d'an deiz a zeu. 26 Digeriñ a ra he genoù gant furnez, hag ul lezenn a vadelezh a zo war he zeod. 27 Eveshaat a ra ouzh doare he ziegezh, ha ne zebr ket bara an didalvoudegezh. 28 He mibien a sav hag he galv eürus, he fried a veul anezhi. 29 Kalz merc'hed o deus labouret nerzhus, met te a zo a-us dezho holl. 30 Gaou eo ar goantiz, moged eo ar c'haerder, ar wreg a zouj an AOTROU eo an hini a vo meulet. 31 Roit dezhi eus frouezh he daouarn, ha ra veulo anezhi hec'h oberoù ouzh dorojoù kêr. |