Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Krennlavarioù 30 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 30

1 Komzoù Agur mab Jake, diouganoù a zisklêrias an den-se evit Itiel, evit Itiel hag Ukal.

2 A-dra-sur me eo an diwezhañ eus an dud, n'on ket evit kompren evel ar re all,

3 ne'm eus ket desket ar furnez, ha n'anavezan ket anaoudegezh ar sent.

4 Piv a zo pignet d'an neñvoù ha piv a zo diskennet ac'hane? Piv en deus dastumet an avel en e zaouarn? Piv en deus dalc'het an doureier en e wiskamant? Piv en deus diazezet holl harzoù an douar? Pe anv en deus? Pehini eo anv e vab? Hag e c'hellez henn lavarout?

5 Pep ger Doue a zo glan. Ur skoed eo d'ar re a laka o fiziañs ennañ.

6 Na laka netra ouzhpenn er gerioù-mañ, gant aon na reprenfe ac'hanout ha na vefes kavet gaouiat.

7 Goulennet em eus daou dra diganit, n'o dinac'h ket ouzhin a-raok ma varvin.

8 Pella diouzhin al lorc'h hag ar gomz gaouiat. Na ro din na paourentez na pinvidigezh, met ro din ar bara am eus ezhomm,

9 gant aon na douellfen er fonnusted ha na lavarfen: Piv eo an AOTROU? Ha gant aon na laerfen er baourentez ha na gemerfen anv va Doue en aner.

10 Na damall ket ar servijer dirak e vestr, gant aon na villigfe ac'hanout ha na errufe droug ganit.

11 Bez' ez eus ur rumm a dud hag a villig e dad ha na vennig ket e vamm,

12 bez' ez eus ur rumm a dud hag en em gred bezañ glan ha koulskoude n'eo ket gwalc'het eus e loustoni,

13 bez' ez eus ur rumm a dud hag a zo lorc'hus e zaoulagad ha savet e valvennoù,

14 bez' ez eus ur rumm a dud hag a zo evel klezeier e zent hag evel kontilli e javedoù, evit debriñ ar re c'hlac'haret eus ar vro hag ar beorien a-douez an dud.

15 Ar waderez he deus div verc'h, a lavar: Degas, degas! Bez' ez eus tri zra n'o deus ket o gwalc'h, pevar zoken na lavaront ket: A-walc'h!

16 Lec'h ar marv, ar wreg gaonac'h, an douar pa n'en deus ket e walc'h a zour, an tan, ne lavaront ket: A-walc'h!

17 Lagad an hini a ra goap ouzh e dad hag a zispriz kelennoù e vamm, a vo toullet gant brini an traoñ, ha re vihan an erer a zebro anezhañ.

18 Bez' ez eus tri zra re souezhus evidon, pevar n'anavezan ket:

19 hent an erer en aer, hent an naer war ur roc'h, hent al lestr e-kreiz ar mor, hent ar gwaz gant ar plac'h.

20 Evel-se emañ hent an avoultrerez: debriñ a ra hag e torch he genoù, ha goude-se e lavar: Ne'm eus ket graet a zroug.

21 An douar a gren en abeg da dri zra, hag en abeg da bevar na c'hell ket dougen:

22 en abeg d'ur servijer a zeu da ren, en abeg d'un diskiant leuniet a voued,

23 en abeg d'ur wreg kasaet a zimez, en abeg d'ur vatezh a zo hêr d'he mestrez.

24 Bez' ez eus pevar dra vihan war an douar, hag a zo fur-kenañ:

25 ar merien, pobl hep nerzh a gempenn e-pad an hañv o boued,

26 ar c'honikled, pobl dinerzh a laka he zi er reier,

27 ar c'hilheien-raden, n'o deus ket a roue hag ez eont er-maez holl dre vandennoù,

28 ar glazard, a vez tapet gant daou zorn hag a ya e palezioù ar roue.

29 Bez' ez eus tri zra o deus ur c'herzhed brav, pevar hag a zo kaer o bale:

30 al leon, nerzhus e-touez al loened ha na gil dirak netra,

31 al loen gourizet e zivgroazell, ar bouc'h, ar roue na c'hell den herzel outañ.

32 Mar ec'h eus graet follentez oc'h en em sevel da-unan, ha mar ec'h eus soñjet en droug, laka da zorn war da c'henoù.

33 Gwaskañ al laezh a ro amann, gwaskañ ar fri a ro gwad, ha gwaskañ ar gounnar a ro stourmadegoù.

Lean sinn:



Sanasan