Krennlavarioù 3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 3 1 Va mab, n'ankounac'ha ket va lezenn, ha ra viro da galon va gourc'hemennoù, 2 rak deizioù hir ha bloavezhioù a vuhez, ha peoc'h ivez a zegasint dit. 3 Ra ne zilezo ket ac'hanout an drugarez hag ar wirionez, eren anezho ouzh da c'houzoug, skriv anezho war daolenn da galon, 4 hag e kavi madelezh hag intent mat dirak daoulagad Doue hag an dud. 5 Fiz en AOTROU eus da holl galon, ha n'en em harp ket war da boell, 6 anavez-eñ ez holl hentoù, hag e reno da wenodennoù. 7 Na vez ket fur dirak da zaoulagad da-unan, douj an AOTROU ha distro diouzh an droug, 8 kement-se a vo ar yec'hed da'z kigennoù, ha mel da'z eskern. 9 Enor an AOTROU gant da vadoù, ha gant frouezh kentañ da holl c'hounidoù, 10 ha da solieroù a vo leun a fonnusted, ha da waskoù a baoto gant gwin nevez. 11 Va mab, na zispriz ket kastiz an AOTROU, ha na goll ket kalon pa rebech ac'hanout, 12 rak an AOTROU a gastiz an hini a gar, evel ma ra un tad d'e vab a laka e levenez ennañ. 13 Eürus an den en deus kavet ar furnez, hag an den a laka ar meiz a-raok, 14 rak gwelloc'h eo ar splet anezhi eget hini an arc'hant, hag ar gounid anezhi eget aour fin. 15 Priziusoc'h eo eget perlez, hag an holl draoù c'hoantus ne dalvezont ket anezhi. 16 Deizioù hir a zo en he zu dehou, pinvidigezhioù ha gloar en he zu kleiz. 17 He hentoù a zo hentoù plijus, hag hec'h holl wenodennoù a ren d'ar peoc'h. 18 Ar wezenn a vuhez ez eo evit ar re a stag outi, hag an holl re a vir anezhi a zo eürus. 19 An AOTROU en deus diazezet an douar dre ar furnez, ha dre ar meiz en deus startaet an neñvoù. 20 Dre an anaoudegezh eo e vez digoret an donderioù, hag e laosk ar goabrennoù ar c'hlizhenn. 21 Va mab, ra ne bellaint ket diouzh da zaoulagad, mir an ijin hag ar poell, 22 hag e vint buhez evit da ene, hag ur brageriz evit da c'houzoug. 23 Neuze e kerzhi e surentez war da hent, ha da droad ne streboto ket. 24 Mar gourvezez, ne'z po ket aon, ha pa vi gourvezet, da gousk a vo dous. 25 Na'z pez ket aon rak ar spont buan, na rak distruj ar re zrouk pa en em gavo. 26 Rak an AOTROU a vo da esperañs, hag e tiwallo da droad diouzh bezañ tapet. 27 Na zinac'h ket ur madober d'an hini en deus ezhomm, pa'z eo ez kalloud e reiñ dezhañ. 28 Na lavar ket da'z nesañ, kae ha deus en-dro, ha me a roio dit warc'hoazh, pa vez ganit peadra. 29 Na ijin ket an droug a-enep da nesañ, a zo o chom e surentez ez kichen. 30 Na stourm ket a-enep un den, pa n'en deus graet droug ebet dit. 31 Na'z pez ket avi ouzh an den taer, ha na zibab hini eus e hentoù. 32 Rak an hini a gerzh a-dreuz, euzh en deus an AOTROU outañ, met mignon eo d'ar re a zo eeun. 33 Mallozh an AOTROU a zo war di an den drouk, met bennigañ a ra ti ar re reizh. 34 Ober a ra goap ouzh ar c'hoapaerien, met reiñ a ra gras d'ar re uvel. 35 Ar re fur o devo ar c'hloar da hêrezh, met an dismegañs a gouezho war ar sodien. |