Krennlavarioù 29 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 29 1 An den hag a reud e c'houzoug pa vez rebechet, a vo torret buan, ha ne vo ket yac'haet. 2 Pa gresk an dud reizh, ar bobl a laouena, met pa ren an hini drouk, ar bobl a huanad. 3 An den a gar ar furnez a laouena e dad, met an hini en em blij gant ar riboded a goll e binvidigezhioù. 4 Ar roue a starta ar vro dre ar reizhder, met an hini a gar an donezonoù he distruj. 5 An den a luban e nesañ a stegn ur roued dindan e gammedoù. 6 Bez' ez eus ur stign e pec'hed an den drouk, met an den reizh a gan hag a laouena. 7 An den reizh a anavez kaoz ar beorien, met an hini drouk ne ra van ebet. 8 Ar c'hoapaerien a c'hwez an tan e kêr, met ar re fur a sioula ar gounnar. 9 Pa stourm un den fur gant un diskiant, pe e krozo pe e c'hoarzho, n'en devo ket a ziskuizh. 10 An dud a wad a gasa an den eeun, met an den reizh a ziwall e ene. 11 An amoed a ro da anavezout kement en deus en e soñjoù, met ar fur en moug hag en dalc'h. 12 Ar priñs a selaou ar gaou, hag e holl servijerien a zo drouk. 13 Ar paour hag an heskiner en em gav a-gevret, an AOTROU eo a sklaera daoulagad an eil hag egile. 14 Tron ar roue a varn ar beorien hervez ar wirionez, a vo startaet da viken. 15 Ar wialenn hag ar rebechoù a ro ar furnez, met ar bugel lezet en e-unan a ra mezh d'e vamm. 16 Pa vez ar re zrouk an niverusañ, ar pec'hed a gresk, met an dud reizh a welo o distruj. 17 Kastiz da vab hag e roio diskuizh dit, hag e raio levenez da'z ene. 18 Pa n'eus ket a weledigezh, ar bobl a zo direol, met eürus eo an hini a vir al lezenn! 19 N'eo ket dre gomzoù e vez kastizet ur servijer, klevout mat a ra met ne respont ket. 20 Ha gwelet ec'h eus un den disoñj en e gomzoù? Muioc'h a zo da c'hortoz digant ur sod eget digantañ. 21 Ar servijer a vo ur mab a-benn ar fin d'an hini a vev anezhañ gant preder adalek e yaouankiz. 22 An den a gounnar a atiz ar stourmadegoù, hag an den imoret a ra kalz a walloù. 23 Lorc'h an den a izela anezhañ, met an hini a zo izel a spered en devo gloar. 24 An hini a rann gant ul laer a gasa e ene, klevout a ra al le a vallozh ha ne zisklêr netra. 25 Doujañs an den a zo ur stign, met an hini a laka e fiziañs en AOTROU a vo e surentez. 26 Kalz a glask grad-vat an hini a ren, met barnedigezh an den a zeu eus an AOTROU. 27 An den direizh a zo un euzhusted evit ar re reizh, hag an den eeun a zo un euzhusted evit ar re zrouk. |