Krennlavarioù 27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 27 1 N'en em veul ket evit deiz warc'hoazh, rak n'ouzout ket petra a c'hell un devezh genel. 2 Ra veulo unan all ac'hanout ha nann da c'henoù, ra vo un diavaeziad ha nann da vuzelloù. 3 Ar maen a zo pounner hag an traezh pouezus, met fulor an diskiant a zo pounneroc'h eget o daou. 4 Ar gounnar a zo kriz hag ar fulor evel ul liñvadenn, met piv a c'hello derc'hel dirak ar warizi? 5 Ur rebech digor a zo gwelloc'h eget ur garantez kuzhet. 6 Leal eo ar goulioù graet gant ur mignon, met pokoù an enebour a zo touellus. 7 An hini en deus e walc'h a vac'h an terennoù mel, met an hini en deus naon a gav dous ar pezh a zo c'hwerv. 8 Evel ul labous o kantren pell diouzh e neizh, evel-se eo an den a bella diouzh e chomlec'h. 9 An eoul hag ar c'hwezh-vat a laouena ar galon, evel-se eo douster ur mignon o reiñ kuzul digant e galon. 10 Na zilez ket da vignon na mignon da dad, ha n'a ket e ti da vreur e deiz da estrenvan, rak un amezeg tost a dalvez muioc'h eget ur breur pell. 11 Va mab, bez fur ha laouena va c'halon, hag e c'hellin respont d'an hini a rebecho din. 12 An den poellek a ziaraog an droug hag en em guzh, met an hini eeun a dremen e-biou hag a vez kastizet. 13 P'en devo unan bennak kretaet un diavaeziad, kemer e zilhad, ha goulenn digantañ ur gouestl evit un diavaeziadez. 14 An hini a vennig e vignon a vouezh uhel mintin mat, a vo evel pa villigfe anezhañ. 15 Evel dour o teverañ dibaouez un devezh a c'hlav, evel-se eo ur wreg rioterez. 16 An hini a fell dezhañ herzel outi, a harz ouzh an avel hag a zalc'h eoul gant e zorn dehou. 17 Evel ma vez lemmet an houarn gant an houarn, evel-se eo lemmet un den gant un den all. 18 An hini a ziwall ar wezenn-fiez a zebro he frouezh, evel-se an hini a ziwall e vestr a vo enoret. 19 Evel ma respont en dour an dremm d'an dremm, evel-se kalon an den a respont d'ar galon eus un den all. 20 Lec'h ar marv hag an distruj n'o deus biken o gwalc'h, evel-se daoulagad an den a zo diwalc'hus. 21 An arc'hant a zo amprouet gant ar gleuzeur, an aour gant ar forn, hag an den a zo barnet hervez e vrud. 22 Pa bilfes un diskiant en ur mortez e-mesk ar greun gant ur pilouer, e sotoni n'en em zistagfe ket diwarnañ. 23 En em stag da anavezout doareoù da zeñved, ha laka evezh ouzh da dropelloù, 24 rak ar pinvidigezhioù ne badont ket da viken, hag ar gurunenn ne chom ket a oad da oad. 25 Pa vez dastumet ar foenn ha gwelet ar geot, e tastumer louzeier ar menezioù. 26 An oaned a vo evit da wiskañ, hag ar bouc'hed evit paeañ ar park. 27 Gant laezh ar givri az po da walc'h a voued, boued da diegezh ha bevañs da vitizhien. |