Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Krennlavarioù 26 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 26

1 Evel an erc'h e-pad an hañv hag evel ar glav e-pad an eost, evel-se ar c'hloar ne zere ket d'an amoed.

2 Evel ma tec'h ul labous hag evel ma nij ar wennili, evel-se ar vallozh dizellid ne zeuio ket.

3 Ar skourjez a zo evit ar marc'h, ar weskenn evit an azen, ar vazh evit kein an amoeded.

4 Na respont ket d'ar sod hervez e sotoni, gant aon na zeufes heñvel outañ.

5 Na respont ket d'ar sod hervez e sotoni, gant aon na soñjfe e vefe fur.

6 An hini a gas kemennadoù dre un den diboell a droc'h e dreid hag a ev nec'hamant.

7 Evel ma'z eo hep nerzh divhar an den mac'hagn, evel-se emañ ur c'hrennlavar e genoù an den diboell.

8 Ober enor d'un den diboell, a zo evel lakaat ur maen prizius en ur bern kailh.

9 Evel ur spernenn e dorn ar mezvier, evel-se emañ ur c'hrennlavar e genoù an den diboell.

10 An hini a gemer en e servij ar sodien hag ar re gentañ deuet, a zo evel ur gwareger a c'hloaz an holl.

11 Evel ma tistro ar c'hi d'ar pezh en deus distaolet, evel-se e tistro ar sod d'e sotoni.

12 Daoust hag ec'h eus gwelet un den a gred bezañ fur? Muioc'h a zo da c'hortoz diouzh un amoed eget dioutañ.

13 An didalvez a lavar: Al leon bras a zo en hent, al leon a zo er straedoù!

14 Evel ma tro an nor war he mudurunoù, an didalvez a dro war e wele.

15 An didalvez a laka e zorn er plad, ha poan en deus o tegas anezhañ d'e c'henoù.

16 An didalvez en em gav furoc'h eget seizh den a oar respont gant skiant-vat.

17 A hini a c'hell fuloriñ diwar-benn un tabut na sell ket outañ, a zo evel an hini a grog en ur c'hi dre e zivskouarn,

18 evel-se eo an hanter gounnaret a daol glaou, biroù hag ar marv,

19 evel-se eo an den a douell e nesañ hag a lavar: Ha ne oa ket evit c'hoari?

20 Pa n'eus ket a goad e varv an tan, evel-se pa n'eus ket a deodeger e paouez an tabut.

21 Ar glaou a zo evit ober regez hag ar c'hoad evit ober tan, evel-se ar rioter a zo evit atizañ an tabutoù.

22 Komzoù an teodeger a zo evel lipouzerezh, mont a reont betek donañ ar c'hof.

23 Ar muzelloù o teviñ hag ar galon fall a zo evel eon arc'hant da livañ ur pod pri.

24 An hini en deus kasoni a guzh en ur gomz, met en e ziabarzh e tastum touellerezh,

25 pa gomzo dereat, na gred ket anezhañ, rak seizh euzhusted a zo en e galon.

26 An hini a guzh e gasoni gant an touell, a vo dizoloet dirak ar vodadeg.

27 An hini a doull ur poull a gouezho ennañ, hag an hini a ruilh ur maen a welo anezhañ o tistreiñ warnañ.

28 An teod gaouiat a gasa an hini en deus diskaret, hag ar genoù lubanus a laka da gouezhañ.

Lean sinn:



Sanasan