Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Krennlavarioù 25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 25

1 Setu c'hoazh krennlavarioù Salomon, skrivet gant tud Ezekiaz roue Juda.

2 Gloar Doue eo kuzhat an traoù, met gloar ar rouaned eo furchal an traoù.

3 Ne c'heller ket furchal an neñvoù en abeg d'o uhelder, nag an douar en abeg d'e zonder, na kalon ar rouaned.

4 Lam ar c'henn diouzh an arc'hant, hag e teuio anezhañ ul lestr kaer evit an teuzer,

5 lam an den fall a-zirak ar roue, hag e vo e dron startaet dre ar reizhder.

6 Arabat fougeal dirak ar roue, ha n'en em zalc'h ket e renk ar re vras,

7 rak gwelloc'h eo e vefe lavaret dit: Pign amañ, eget bezañ izelaet dirak ar priñs en deus da zaoulagad gwelet.

8 Na hast ket mont evit breutaat, gant aon na oufes ket a-benn-ar-fin petra d'ober, goude m'en devo da lakaet mezhek da nesañ.

9 Breuta da gaoz a-enep da nesañ, met na zisklêr ket ar sekred da unan all,

10 gant aon na vefes dismegañset gant an hini a glevfe, ha na chomes hep bezañ disammet diouzh da vezh.

11 Ur gomz lavaret en amzer dereat a zo evel avaloù aour e paneroù arc'hant.

12 Pa reprener an den fur en deus ur skouarn sentus, ez eo evel ur walenn aour pe ur brageriz aour fin.

13 Ar c'hannad feal a zo d'ar re a gas anezhañ evel freskted an erc'h en amzer an eost, hag e ra vat da ene e vestr.

14 Un den o fougeal e gaou eus e vadelezh, a zo evel ar c'houmoul hag an avel hep glav.

15 Dre ar basianted eo gounezet ur priñs, hag un teod flour a vruzun eskern.

16 Pa ez po kavet mel, debr dioutañ met nann muioc'h eget n'eo ret, gant aon, o kemer re, na zistaolfes anezhañ.

17 Laka nebeutañ ma c'helli da droad e ti da nesañ, gant aon na vefe aet skuizh ganit ha n'en defe kasoni ouzhit.

18 An den a zoug ur falstesteni a-enep e nesañ, a zo evel ur morzhol, ur c'hleze hag ur bir lemm.

19 Ar fiziañs en un den disleal en devezh an anken, a zo evel un dant torret hag un troad a riskl.

20 An hini a gan sonioù da ur galon c'hlac'haret, a zo evel an den a lam e vantell pa vez yen an amzer hag evel gwinegr war holen-moger.

21 Mar en deus naon da enebour, ro dezhañ bara da zebriñ, ha mar en deus sec'hed, ro dezhañ dour da evañ,

22 rak glaou tan eo e tastumi war e benn, hag an AOTROU a rento dit.

23 Avel an hanternoz a zegas ar glav, hag an teod a zrouksoñj e kuzh a zegas an dremm buanek.

24 Gwelloc'h eo bezañ o chom e korn un doenn, eget gant ur wreg rioterez en un ti bras.

25 Ur c'heloù mat degaset eus ur vro bell, a zo evel dour fresk da un den sec'hedet ha skuizh.

26 An den reizh o brallañ dirak an hini drouk, a zo evel ur feunteun batouilhet hag ur vammenn gollet.

27 N'eo ket mat debriñ re a vel, ha furchal an traoù don a zo ur samm.

28 An den n'eo ket mestr dezhañ e-unan, a zo evel ur gêr freuzet ha divoger.

Lean sinn:



Sanasan