Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Krennlavarioù 24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 24

1 Na vez ket avius ouzh ar re zrouk, ha na c'hoanta ket bezañ ganto,

2 rak o c'halon a soñj en distruj, hag o muzelloù a gomz diwar-benn noazout.

3 Dre ar furnez eo e vo savet an ti, dre ar meiz e vo startaet,

4 dre an anaoudegezh e vo ar c'hambroù leuniet eus an holl vadoù prizius ha plijus.

5 An den fur a zo kreñv, hag an den a gar anaoudegezh a gresk e galloud.

6 Rak gant alioù eo e vez graet ar brezel, hag emañ ar surentez e kalz a guzulierien.

7 Ar furnez a zo savet re uhel evit un diskiant, ne zigoro ket e c'henoù ouzh an dorojoù.

8 An hini a soñj ober an droug, a vo galvet mestr ar fallentez.

9 Ur mennad fall a zo ur follentez, hag ar goapaer a zo un euzhusted evit an dud.

10 Mar kollez kalon en deiz an estrenvan, da nerzh a vo bihan.

11 Dieub a re a zo stlejet d'ar marv, hag a zo war-nes da vezañ lazhet.

12 Mar lavarez: Setu, n'hon eus ket anavezet, ha ne glevo ket an hini a bouez ar c'halonoù? Ha ne ouezo ket an hini a ziwall da ene? Ha ne roio ket en-dro da bep hini hervez e oberennoù?

13 Va mab, debr mel rak mat eo, hag an derenn a zo dous da'z staon,

14 evel ma vo anaoudegezh ar furnez da'z ene. Pa ez po he c'havet, ec'h echuo mat an traoù ganit, ha da c'hortoz ne vo ket touellet.

15 Den drouk, na stegn ket gripedoù a-enep chomlec'h an den reizh, ha na ziskar ket e di,

16 rak an den reizh a gouezho seizh gwech hag a vo adsavet, met ar re zrouk a vo taolet er gwalleur.

17 Pa vo kouezhet da enebour, ne laouenaio ket, ha pa vo diskaret, ne drido ket da galon,

18 gant aon na welfe kement-se an AOTROU, na zisplijfe dezhañ, ha na zistrofe diwarnañ e gounnar.

19 Na fulor ket abalamour d'ar re a ra fallagriezhoù, ha na vez ket avius ouzh ar re zrouk,

20 rak n'echuo ket mat an traoù gant ar re a ra fallagriezhoù, ha lamp ar re zrouk a vo mouget.

21 Va mab, douj an AOTROU hag ar roue, ha na vez ket keneil an dud kemm-digemm,

22 rak o diskar a c'hoarvezo trumm, ha piv a anavez ar gwalleur en em gavo d'an eil ha d'egile?

23 Setu ivez ar pezh a zeu eus ar re fur: n'eo ket mat sellout ouzh diavaez an dud er varnedigezh.

24 An hini a lavar d'an den drouk: Te a zo reizh, ar pobloù a villigo anezhañ hag ar broadoù en kasaio.

25 Met ar re a c'hourdrouz anezhañ en em gavo mat, hag e teuio warno ur vennozh vras.

26 An hini a respont gant eeunder da unan bennak, a ro dezhañ ur pok war e vuzelloù.

27 Kempenn da labour er-maez ha laka urzh ez park, ha goude e savi da di.

28 Na vez ket test a-enep da nesañ hep abeg, ha fellout a rafe dit touellañ gant da vuzelloù?

29 Na lavar ket: Ober a rin dezhañ evel m'en deus graet din, reiñ a rin d'an den-se hervez e oberoù.

30 Tremenet em eus e-kichen park an didalvez, ha tost da winieg an den diskiant,

31 ha setu, ar spern a greske e pep lec'h, al linad a c'holoe o gorre, hag o moger-vein a oa kouezhet.

32 Pa welis kement-se, e soñjis ennañ, e sellis outañ, hag e tennis kelennadurezh:

33 un tamm kousket, un tamm mored, un tamm kroaziañ an daouarn da ziskuizhañ,

34 hag e teuio da baourentez evel ur reder, ha da zienez evel un den armet.

Lean sinn:



Sanasan