Krennlavarioù 23 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 23 1 Pa vi azezet da zebriñ gant ur priñs, evesha ouzh ar pezh a vo dirazout, 2 ha laka ur gontell ouzh da c'houzoug, mard out mestroniet gant da naon. 3 Na c'hoanta ket e lipouzerezhioù, rak ur boued touellus eo. 4 Na labour ket evit bezañ pinvidik, na laka ket da boell e kement-se. 5 Perak teurel da zaoulagad war madoù na vint ken dizale? A-dra-sur en em raint divaskell evel an erer a nij war-zu an neñvoù. 6 Na zebr ket bara an den en deus ul lagad fall, ha na c'hoanta ket e lipouzerezhioù, 7 rak e kuzh e soñj e-barzh e ene. Debr hag ev, a lavaro dit, met e galon n'emañ ket ganit. 8 Disteurel a ri an tamm az po debret, hag e kolli da gomzoù plijus. 9 Na gomz ket ouzh skouarn ur sod, rak disprizañ a raio furnez da gomzoù. 10 Na zilec'h ket ar bonn kozh, ha n'a ket e parkeier an emzivad, 11 rak o dasprener a zo galloudus; eñ a vreutaio o c'haoz a-enep dit. 12 Stag da galon ouzh kelennadurezh, ha da zivskouarn ouzh gerioù anaoudegezh. 13 N'espern ket ar c'hastiz d'ar bugel yaouank, pa ez po skoet warnañ gant ar wialenn, ne varvo ket. 14 En ur skeiñ warnañ gant ar wialenn, e tieubi e ene diouzh lec'h ar marv. 15 Va mab, mard eo fur da galon, va c'halon a laouenaio, 16 ha va lounezhi a drido gant levenez, pa lavaro da vuzelloù traoù reizh. 17 Ra ne vo ket avius da galon ouzh ar bec'herien, met en em ro dalc'hmat da zoujañs an AOTROU. 18 Rak a-dra-sur ec'h echuo mat an traoù ganit, ha da c'hortoz ne vo ket touellet. 19 Te, va mab, selaou ha bez fur, ha ren da galon hervez an hent mat. 20 Na vez ket gant an everien win, na gant ar re a blij dezho ober chervad, 21 rak an ever hag al lonker a zeuio paour, hag ar c'housker a vo gwisket gant truilhoù. 22 Selaou da dad, eñ eo en deus roet dit ar vuhez, ha na zispriz ket da vamm pa vo deuet da vezañ kozh. 23 Pren ar wirionez ha na werzh ket anezhi, pren ar furnez, an deskadurezh hag ar poell. 24 Tad an den reizh a vo laouen-kenañ, hag an hini a vo tad d'ur bugel fur en devo levenez gantañ. 25 Ra laouenaio da dad ha da vamm, ha ra vo leuniet a levenez an hini he deus da c'hanet. 26 Va mab, ro din da galon, ha ra lakaio da zaoulagad evezh ouzh va hentoù. 27 Rak ar ribodez a zo ur poull don, hag an diavaeziadez ur puñs enk. 28 Hi en em zerc'hel e ged evel ul laer, hag e lakaio meur a zen difeal. 29 Da biv ar c'hlemm? Da biv ar gwalleur? Da biv an tabutoù? Da biv an haketerezh? Da biv ar goulioù hep abeg? Da biv ar ruzder en daoulagad? 30 D'ar re a chom e-kichen ar gwin, hag a ya da glask ar gwin mesket. 31 Na sell ket ouzh ar gwin pa vez ruz, pa lugern en hanaf ha pa red aezet. 32 A-benn ar fin e krog evel an naer, hag e flemm evel an naer-wiber. 33 Da zaoulagad a sello ouzh an diavaeziadezed, da galon a lavaro traoù fallakr, 34 hag e vi evel an hini a gousk e-kreiz ar mor, evel an hini a gousk e beg ur wern: 35 Skoet on bet, a lavari, ha ne'm eus ket poan, pilet on bet ha ne'm eus ket klevet. Pa zihunin, ez in adarre da glask. |