Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Krennlavarioù 22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 22

1 Brud vat a zo gwelloc'h eget pinvidigezh vras, ha grad-vat karantezus eget arc'hant hag aour.

2 Ar pinvidig hag ar paour en em gav, graet int bet o-daou gant an AOTROU.

3 An den poellek a ziaraog an droug hag en em guzh, met ar re eeun a dremen e-biou hag a vez kastizet.

4 Dre an izelded ha doujañs an AOTROU, e teu pinvidigezh, enor ha buhez.

5 Bez' ez eus spern ha stignoù war hent an hini gwallsiek, an neb a vir e ene a bellaio diouto.

6 Kelenn ar bugel diwar-benn an hent a dle heuliañ, zoken pa vo kozh ne bellaio ket dioutañ.

7 Ar pinvidig a reno war ar beorien, hag an hini a amprest a vo servijer an hini a brest.

8 An hini a had an direizhder a vedo an avel, ha gwialenn e fulor he devo fin.

9 Al lagad madoberus a vo benniget, dre m'en devo roet eus e vara d'ar paour.

10 Kas kuit ar goapaer hag e yelo da netra ar stourmadeg, an enebiezh hag an tamall a baouezo.

11 Ar roue eo mignon an hini a gar glanded a galon hag en deus gras war e vuzelloù.

12 Daoulagad an AOTROU a ziwall an anaoudegezh, met mezhekaat a ra komzoù an hini disent.

13 An didalvez a lavar: Al leon a zo aze er-maez, lazhet e vin er straedoù.

14 Genoù an divaeziadezed a zo ur poull don, an hini disprizet gant an AOTROU a gouezho ennañ.

15 Ar sotoni a zo stag ouzh kalon ar bugel, met gwialenn ar c'hastiz a bellaio anezhi dioutañ.

16 An hini a ra gaou d'ar paour evit en em binvidikaat, a ro d'ar pinvidig, evit kouezhañ en dienez.

17 Stou da skouarn ha selaou komzoù an hini fur, stag da galon ouzh va anaoudegezh,

18 rak plijus e vo dit ma o miri ennout ha ma chomint war da vuzelloù.

19 O reiñ a ran dit da glevout hiziv, dit da-unan, evit ma vo da fiziañs en AOTROU.

20 Ha ne'm eus ket dija skrivet evidout diwar-benn kuzulioù hag anaoudegezh,

21 evit kelenn dit diarvar ar gerioù a wirionez, hag evit ma responti dre c'herioù a wirionez d'ar re a c'houlenn kuzul diganit?

22 Na ziwisk ket ar paour dre ma'z eo paour, ha na wask ket an ezhommeg ouzh da zor,

23 rak an AOTROU a vreutaio o c'haoz, hag e tiwisko ene ar re o devo o diwisket.

24 Na vez ket keneil an den a gounnar, ha n'a ket gant an den fuloret,

25 gant aon na zeskfes e wenodennoù ha na vefent ur stign da'z ene.

26 Na vez ket eus ar re a donk en dorn, nag eus ar re a greta evit dleoù.

27 Ma ne'c'h eus ket peadra da baeañ, ha fellout a rafe dit e vo kemeret da wele a-zindanout?

28 Na zilec'h ket ar bonn kozh, o deus lakaet da dadoù.

29 Ha gwelet ec'h eus un den ampart en e labour? Bez' e vo e servij ar rouaned, ne vo ket e servij an dud dister.

Lean sinn:



Sanasan