Krennlavarioù 21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 21 1 Kalon ar roue a zo e dorn an AOTROU evel un dour-red, he zreiñ a ra da gement a fell dezhañ. 2 Holl hentoù an den a zo eeun dirak e zaoulagad, met an AOTROU eo a bouez ar c'halonoù. 3 Ober ar reizhder hag ar varnedigezh a zo plijusoc'h d'an AOTROU eget an aberzhoù. 4 An daoulagad lorc'hus hag ar galon c'hwezhet eo lamp ar re zrouk, ha n'eo nemet pec'hed. 5 Soñjoù ar re a zo oberiant a ro fonnusted, met pep den skañbenn a gouezh er baourentez. 6 Gounit teñzorioù gant un teod touellus a zo ur vogedenn dec'hus a glask ar marv. 7 Laeroñsi ar re zrouk a vo o distruj, rak ne fell ket dezho ober hervez ar varnedigezh. 8 Hent an hini kablus a zo troidellus, met an den didamall a labour gant eeunder. 9 Gwelloc'h eo bezañ o chom e korn un doenn, eget gant ur wreg rioterez en un ti bras. 10 Ene an den fall a c'hoanta an droug, hag e nesañ ne gav ket grad-vat dirak e zaoulagad. 11 Pa gastizer ar goapaer, an hini eeun a zeu da vezañ fur, ha pa gelenner an den fur, e tegemer anaoudegezh. 12 An den reizh a evesha ouzh ti an hini drouk, pa'z eo diskaret ar re zrouk er gwalleur. 13 An hini a serr e zivskouarn ouzh kriadenn an ezhommeg, a grio ivez e-unan ha ne vo ket klevet. 14 An donezon roet e kuzh a sioula ar gounnar, hag an donezon lakaet er bruched a sioula ar fulor brasañ. 15 Ul levenez eo evit un den reizh ober hervez ar varnedigezh, met ur spouron eo evit ar vicherourien a zireizhder. 16 An den a bella diouzh hent ar poell, en devo e chomlec'h e bodadenn ar re varv. 17 An den a gar ar plijadurioù a vo paour, hag an hini a gar ar gwin hag al lard ne vo ket pinvidik. 18 An hini drouk a vo gopr an den reizh, hag an toueller hini ar re eeun. 19 Gwelloc'h eo bezañ o chom en ur gouelec'h, eget gant ur wreg rioterez ha buanek. 20 Teñzorioù prizius hag eoul ez eus e chomlec'h an den fur, met an hini diboell a lonk anezho. 21 An hini a heuilh ar reizhder hag an drugarez a gavo ar vuhez, ar reizhder hag ar c'hloar. 22 An den fur a bign e-barzh kêr an dud kreñv, hag e tiskar an nerzh a oa he fiziañs. 23 An hini a vir e c'henoù hag e deod, a vir e ene diouzh an estrenvan. 24 Un den rok ha lorc'hus a zo galvet ur goapaer a labour gant kounnar ha fouge. 25 C'hoant an didalvez a lazh anezhañ, rak ne fell ket d'e zaouarn labourat, 26 ne ra nemet c'hoantaat a-hed an deiz, met an den reizh a ro ha n'espern netra. 27 Aberzh ar re zrouk a zo un euzhusted, pegen muioc'h pa zegasont anezhañ gant mennadoù fall! 28 An test gaouiat a yelo da goll, met an den a selaou a c'hello atav komz. 29 An den drouk a ziskouez lorc'h war e zremm, met an den reizh a starta e hent. 30 N'eus na furnez na meiz na kuzul evit herzel ouzh an AOTROU. 31 Ar marc'h a zo prest evit deiz an emgann, met dont a ra an dieubidigezh a-berzh an AOTROU. |