Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Krennlavarioù 20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 20

1 Ar gwin a zo goapaer hag ar boeson a zo diboell, ha piv bennak a gemer re anezho n'eo ket fur.

2 Gourdrouz ar roue a zo evel yudadenn al leon yaouank, an hini a hegas anezhañ a bec'h a-enep dezhañ e-unan.

3 Un enor eo evit un den en em virout diouzh an tabutoù, met pep diskiant en em ro dezho.

4 An didalvez ne labouro ket pa vez yen an amzer; e-pad an eost e klasko, met n'en devo netra.

5 Ar c'huzul e kalon an den a zo un dour don, hag an den skiantek a denno dioutañ.

6 An darn vuiañ eus an dud a veul o madelezh, met piv a gavo un den leal?

7 An den reizh a gerzh en e eeunder, e vibien a zo benniget war e lerc'h.

8 Ar roue a zo azezet war dron ar reizhder, kas a ra pep droug kuit gant e sell.

9 Piv a c'hell lavarout: Glanaet em eus va c'halon, naet on eus va fec'hed?

10 Daou bouez ha daou efa (unanenn ec'honad   30 l) a zo unan hag egile un euzhusted dirak an AOTROU.

11 Ar bugel a ro da anavezout dija dre e oberoù, hag e vo glan hag eeun ar pezh a raio.

12 Ar skouarn a glev hag al lagad a wel, graet int bet o-daou gant an AOTROU.

13 Na gar ket ar c'housked gant aon na zeufes da vezañ paour, digor da zaoulagad hag ez po da walc'h a vara.

14 Kement-se ne dalvez netra, kement-se ne dalvez netra! eme ar prener. Da c'houde ez a kuit hag e fouge.

15 Bez' ez eus aour ha kalz a berlez, met ar muzelloù fur a zo un dra brizius.

16 P'en devo un den kretaet un diavaeziad, kemer e zilhad ha goulenn digantañ ur gouestl en abeg d'an diavaezidi.

17 Bara an touell a zo plijus d'an den, met da c'houde e vo e c'henoù leun a c'hrouan.

18 Ar mennadoù a zo startaet dre ar c'huzul, kemer alioù evit ober brezel.

19 An droukkomzer a ziskuilh ar sekredoù, pella eta diouzh an hini a gar digeriñ e vuzelloù.

20 Lamp an hini a vallozh e dad pe e vamm a vo mouget en donañ deñvalijenn.

21 Pa'z eo resevet re vuan an hêrezh da gentañ, ne vo ket benniget da ziwezhañ.

22 Na lavar ket: Rentañ a rin an droug, met gortoz an AOTROU hag ez tieubo.

23 Daou bouezh a zo un euzhusted dirak an AOTROU, hag ar valañs faos n'eo ket un dra vat.

24 An AOTROU eo a ren kammedoù an den, penaos eta e komprenfe an den e hent?

25 Ur stign eo evit an den disklêriañ traoù santel gant skañvadurezh, ha goude ar gouestl enklask c'hoazh.

26 Ar roue fur a bella ar re zrouk, hag a laka ar rod da dreiñ warno.

27 C'hwezh an den a zo ul lamp a-berzh an AOTROU, furchal a ra donderioù an ene.

28 Ar vadelezh hag ar wirionez a vir ar roue, e dron a zo harpet war ar vadelezh.

29 Nerzh ar re yaouank a zo o gloar, hag ar blev gwenn a zo enor ar re gozh.

30 Bloñsoù ar goulioù a c'hlana an den drouk, evel an taolioù o tizhout betek donderioù ar c'hof.

Lean sinn:



Sanasan