Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Krennlavarioù 2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 2

1 Va mab, mar degemerez va gerioù, ha mar mirez ganit va gourc'hemennoù,

2 e doare ma lakai da zivskouarn evezhiek ouzh ar furnez, ha ma stouez da galon etrezek ar meiz,

3 mar galvez ar poell, ha mar savez da vouezh etrezek ar meiz,

4 mar goulennez anezhañ evel an arc'hant, ha mar klaskez anezhañ gant evezh evel un teñzor,

5 neuze e kompreni doujañs an AOTROU, hag e kavi anaoudegezh Doue.

6 Rak an AOTROU a ro ar furnez, eus e c'henoù e teu an anaoudegezh hag ar meiz.

7 Mirout a ra an ijin evit ar re a zo eeun, ur skoed eo d'ar re a gerzh er reizhder.

8 Diwall a ra gwenodennoù ar varnedigezh, hag ec'h evesha war hent e re leal.

9 Neuze ec'h anavezi ar reizhder, ar varnedigezh, an eeunder, pep hent mat.

10 Rak ar furnez a zeuio ez kalon, hag an anaoudegezh a blijo da'z ene,

11 ar poell a eveshaio warnout, hag ar meiz a ziwallo ac'hanout,

12 evit da zieubiñ eus hent an drougiezh, eus an den a gomz gant touell,

13 eus ar re a zilez gwenodennoù an eeunder, evit kerzhout war hentoù an deñvalijenn,

14 a vez laouen oc'h ober an droug, a gav plijadur e fallentez an hini drouk,

15 a zo kammigellek o gwenodennoù, hag a heuilh hentoù troidellek.

16 Dieubet e vi eus ar wreg estren, eus an diavaeziadez a luban gant he gerioù;

17 dilezet he deus keneil he yaouankiz, hag ankounac'haet he deus emglev he Doue.

18 Rak he zi a stou war-zu ar marv, hag he hent war-zu ar re varv.

19 Neb a ya d'he c'havout ne zeuio ket en-dro, ne adkavo ket gwenodennoù ar vuhez.

20 Evel-se e kerzhi en hent ar re vat, hag e viri gwenodennoù ar re reizh,

21 rak ar re a zo eeun a vo o chom war an douar, hag ar re wirion a bado ennañ,

22 met ar re zrouk a vo lamet kuit eus an douar, hag an douellerien a vo diframmet diwarnañ.

Lean sinn:



Sanasan