Krennlavarioù 19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 19 1 Gwelloc'h eo ar paour a gerzh en eeunder eget an hini a gomz gant fallentez hag a zo diboell. 2 Un ene hep anaoudegezh n'eo ket un dra vat, hag an hini a hast buan war e dreid a bec'h. 3 Sotoni an den eo a ziskar e hent, hag e galon a grozmol a-enep an AOTROU. 4 Ar binvidigezh a zegas kalz a vignoned, met ar paour a zo dilezet gant e amezeg. 5 Ar falstest ne chomo ket digastiz, hag an hini a lavar gevier ne dec'ho ket. 6 Kalz a luban grad-vat ar priñs, ha pep hini a zo mignon d'an den a ro. 7 Holl vreudeur ar paour a gasa anezhañ, pegen muioc'h en em denn e vignoned digantañ! Mont a ra war o lerc'h gant e gomzoù, met n'emaint ken eno! 8 An hini a zegemer furnez a gar e ene, hag an hini a vir ar meiz a gav ar mad. 9 Ar falstest ne chomo ket digastiz, hag an hini a lavar gevier a yelo da goll. 10 Ne zere ket ouzh un amoed bevañ er plijadurioù, pegen nebeutoc'h d'ur servijer ren war ar re vras. 11 Poell an den a zalc'h e gounnar, hag e enor eo ankounac'haat ar mankoù. 12 Erez ar roue a zo evel yudadenn al leon yaouank, met e c'hrad-vat a zo evel ar c'hlizhenn war ar geot. 13 Ur mab sot a zo ur gwalleur bras evit e dad, ha tabutoù ur wreg a zo ur c'han dibaouez. 14 Un ti ha pinvidigezhioù a zo un hêrezh a-berzh an tadoù, hag ur wreg poellek a zo un hêrezh a-berzh an AOTROU. 15 Al leziregezh a zegas ar morgousk, hag an ene didalvez en devo naon. 16 An hini a vir ar gourc'hemenn a vir e ene, met an hini a zispriz e hentoù a varvo. 17 An hini en deus truez ouzh ar paour a brest d'an AOTROU, hag eñ a rento dezhañ e vadober. 18 Kastiz da vab e-keit ha ma'z eus esperañs, met n'a ket betek e lakaat da vervel. 19 An hini en em lez da vont d'ar gounnar a zougo ar boan a-se, ha ma vez dilezet e vo ret dont en-dro. 20 Selaou ar c'huzul ha degemer ar gelennadurezh, evit ma vi fur betek da zivezh. 21 Bez' ez eus soñjoù diniver e kalon an den, met kuzul an AOTROU a chomo digemm. 22 Kaerder an den eo e vadelezh, ha gwelloc'h eo ar paour eget ar gaouiad. 23 Doujañs an AOTROU a gas d'ar vuhez, an hini en deus anezhi en devo e walc'h, an droug ne weladenno ket anezhañ. 24 An didalvez a spluj e zorn er plad, ha ne zegas ket anezhañ en-dro d'e c'henoù. 25 Mar skoez war ar goapaer, an hini eeun a furaio, ha mar reprenez un den skiantek, e kompreno an anaoudegezh. 26 Ar bugel a ra mezh hag a zegas dismegañs, a wallgas e dad hag a laka e vamm da dec'hout. 27 Paouez, va mab, da selaou un deskadurezh a c'hellfe da zistreiñ diouzh gerioù an anaoudegezh. 28 Un test gwallsiek a ra goap eus ar varnedigezh, ha genoù ar re zrouk en em leugn a fallentez. 29 Ar barnedigezhioù a zo kempennet evit ar goapaerien, hag an taolioù evit kein an amoeded. |