Krennlavarioù 17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 17 1 Gwelloc'h eo un tamm bara sec'h gant peoc'h, eget un ti leun a gig gant stourmadegoù. 2 Ar servijer poellek a reno war ar mab a ra mezh, hag en devo lod en hêrezh gant ar vreudeur. 3 Ar gleuzeur a zo evit an arc'hant hag ar forn evit an aour, met an AOTROU eo an hini a amprou ar c'halonoù. 4 An hini fall a zo evezhiek ouzh ar muzelloù faos, hag ar gaouiad a selaou an teod a zroukkomz. 5 An hini a ra goap ouzh ar paour a zismegañs e grouer, hag an hini a laouena eus ur gwalleur ne chomo ket digastiz. 6 Mibien ar vibien a zo kurunenn ar re gozh, hag an tadoù a zo gloar o mibien. 7 Muzelloù dispar ne zereont ket ouzh an den diskiant, nebeutoc'h c'hoazh muzelloù gaouiat ouzh ur priñs. 8 Ar prof a zo evel ur maen prizius dirak daoulagad an hini en degemer, pep kostez bennak ma vez troet, e plij. 9 An hini a guzh ur mank a glask karantez, met an hini a ziskuilh an dra a zisrann ar vignoned. 10 Ur rebech a zo efedusoc'h war an den poellek, eget kant taol war an amoed. 11 An hini drouk ne glask nemet stourmadegoù, met ur c'hannad garv a vo kaset en e enep. 12 Gwelloc'h eo en em gavout gant un arzhez a zo lamet diganti he re vihan, eget gant ur sod en e sotoni. 13 An droug ne guitaio ket ti an hini a rent an droug evit ar mad. 14 Deroù un tabut a zo evel digeriñ un tremen d'an dour; a-raok en em gav ar stourmadeg, dilez. 15 An hini a zisklêr reizh an den drouk hag an hini a gondaon an den reizh, a zo o-daou un euzhusted evit an AOTROU. 16 Petra a servij ar priz e dorn an amoed evit prenañ furnez, pa vank ar galon? 17 Ar mignon gwir a gar e pep amzer, hag e c'hano evel ur breur en dristidigezh. 18 Dibourvez a skiant eo an hini a stok en dorn, hag a greta e nesañ. 19 An hini a gar ar stourmadegoù a gar an droug, hag an hini a sav e zor-borzh a glask distruj. 20 An hini a zo tuet fall a galon ne gavo ket an eurvad, hag an teod gwallsiek a gouezho er gwalleur. 21 An hini en deus roet ar genel d'ur sod en devo ar boan, ha tad un diskiant ne laouenaio ket. 22 Ar galon laouen a dalvez ul louzoù, met ar spered mantret a zisec'h an eskern. 23 An den drouk a zegemer an donezon, evit diskar gwenodennoù ar varnedigezh. 24 Emañ ar furnez dirak an den poellek, met daoulagad an hini diboell a ya da benn an douar. 25 Ar mab sot a zo ur glac'har evit e dad, ha c'hwervoni evit an hini he deus e c'hanet. 26 N'eo ket mat kastizañ an den reizh, ha skeiñ priñsed evit o eeunder. 27 An den dalc'het en e c'herioù en deus anaoudegezh, hag an den poellek en deus ur spered dispar. 28 Pa dav, an diskiant zoken a zo lakaet fur, hag an hini a serr e vuzelloù a zo un den skiantek. |