Krennlavarioù 16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 16 1 Soñjezonoù ar galon a zo e-barzh an den, met respont an teod a zeu eus an AOTROU. 2 Holl hentoù an den a seblant glan dezhañ, an AOTROU eo a bouez ar speredoù. 3 Ro da aferioù d'an AOTROU, ha da c'hoantoù a vo startaet. 4 An AOTROU en deus graet an holl draoù evel ur respont, an hini drouk zoken evit deiz ar glac'har. 5 Pep den lorc'hus a galon a zo un euzhusted evit an AOTROU, koulz pe ziwezhat ne chomo ket digastiz. 6 Dre an drugarez hag ar wirionez an direizhder a vo pardonet, ha dre zoujañs an AOTROU e tistroer diouzh an droug. 7 Pa blij d'an AOTROU hentoù un den, e sioula en e geñver zoken e enebourien. 8 Gwelloc'h eo nebeud gant reizhder, eget leveoù bras hep eeunder. 9 Kalon an den a soñj en hec'h hent, met an AOTROU a ren e gammedoù. 10 Diouganoù a zo war vuzelloù ar roue, hag e c'henoù ne bella ket diouzh an eeunder. 11 Ar valañs hag ar skeuliad leal a zeu eus an AOTROU, hag holl bouezioù ar sac'hig a zo e oberenn. 12 Ober an droug a zo un euzhusted evit ar rouaned, rak an tron a zo startaet gant ar reizhder. 13 Muzelloù reizh a blij d'ar rouaned, hag e karont an hini a gomz gant eeunder. 14 Fulor ar roue a zo ur c'hannad a varv, met un den fur a sioula anezhañ. 15 Dremm seder ar roue a ro ar vuhez, hag e c'hrad-vat a zo evel ur goumoulenn a zegas glav an diwezhañ amzer. 16 Pegen bravoc'h eo degemer furnez eget aour fin! Ha pegen gwelloc'h eo degemer poell eget arc'hant! 17 Hent an dud eeun eo distreiñ diouzh an droug, hag an hini a laka evezh ouzh e hent a vir e ene. 18 An ourgouilh a gas dirak an distruj, hag ur spered lorc'hus dirak an diskar. 19 Gwelloc'h eo bezañ izel a spered gant ar re vihan, eget lodennañ ar preizh gant ar re lorc'hus. 20 An hini a bleustr war un afer gant poell a gavo ar mad, hag an hini a fiz en AOTROU a vo eürus. 21 Galvet e vo poellek an hini a zo a galon fur, ha douster ar muzelloù a gresk an anaoudegezh. 22 Ar meiz a zo ur vammenn a vuhez d'ar re a berc'henn anezhi, met deskadurezh ar re ziskiant a zo ar sotoni. 23 Kalon an den fur a gelenn e c'henoù, hag a laka deskoni war e vuzelloù. 24 Gerioù plijus a zo terennoù mel, douster d'an ene ha yec'hed d'an eskern. 25 Bez' ez eus un hent a seblant eeun d'an den, met a-benn ar fin ez eo hent ar marv. 26 An hini a labour a labour evitañ e-unan, rak rediet eo dre e c'henoù. 27 An den fall a doull an droug, hag e vuzelloù a zo evel un tan o teviñ. 28 An den gwallsiek a had stourmadegoù, hag ar flatrer a zisrann ar vignoned. 29 An den taer a sach e amezeg d'e heul, hag e laka da gerzhout war un hent ha n'eo ket mat. 30 An hini a serr e zaoulagad evit pleustriñ war an droug, an hini a stard e vuzelloù, en deus dija graet an droug. 31 Ar blev gwenn a zo ur gurunenn a c'hloar, kavet eo en hent ar reizhder. 32 An hini a zo gorrek da gounnariñ a dalvez muioc'h eget an den kadarn, hag an hini a zo mestr eus e galon eget an den a dap kêrioù. 33 Taolet e vez d'ar sord e pleg ar sae, met a-berzh an AOTROU eo e teu an disoc'hoù. |