Krennlavarioù 15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 15 1 Ur respont habask a sioula ar fulor, met ur gomz kalet a atiz ar gounnar. 2 Teod ar furien a ziskouez anaoudegezh, met genoù an amoeded a skuilh sotonioù. 3 Daoulagad an AOTROU a zo en holl lec'hioù, eveshaat a ra ouzh ar re zrouk hag ouzh ar re vat. 4 Un teod yac'h a zo evel ur wezenn a vuhez, met unan gwallsiek a zo evel ur boulc'h er spered. 5 An diskiant a zispriz deskadurezh e dad, met an hini a laka evezh ouzh ar gourdrouz a zo fur. 6 Emañ ur fonnusted vras e ti an den reizh, met trubuilh a zo e gounid an hini drouk. 7 Muzelloù ar fur a had an anaoudegezh, met n'eo ket evel-se gant kalon ar sodien. 8 Aberzh ar re zrouk a zo un euzhusted evit an AOTROU, met pedenn an dud reizh a zo plijus dezhañ. 9 Hent an hini drouk a zo un euzhusted evit an AOTROU, met karout a ra an den en em ro d'ar reizhder. 10 Ur c'hastiz rust a c'hortoz an hini a zilez ar wenodenn, hag an hini a gasa ar rebech a varvo. 11 Lec'h ar marv hag an distruj a zo dirak an AOTROU, pegement muioc'h kalonoù mibien an dud? 12 Ar goapaer ne blij ket dezhañ bezañ gourdrouzet, ha ned aio biken etrezek ar re fur. 13 Ar galon laouen a gaera an dremm, met tristidigezh ar galon a ziskar ar spered. 14 Ur galon boellek a glask anaoudegezh, met genoù an amoeded en em vag gant sotoni. 15 Holl zeizioù an hini glac'haret a zo fall, met ur galon laouen a zo ur fest dibaouez. 16 Gwelloc'h eo nebeud gant doujañs an AOTROU, eget un teñzor bras ha trubuilh gantañ. 17 Gwelloc'h eo ur pred geot gant karantez, eget un ejen stank gant kasoni. 18 An den taer a atiz an tabutoù, met an hini a zo gorrek da gounnariñ a sioula ar stourmadegoù. 19 Hent an didalvez a zo evel ur c'harzh spern, met gwenodenn an den reizh a zo plaenaet. 20 Ar mab fur a laouena e dad, met an den diboell a zispriz e vamm. 21 Ar follentez a zo levenez an hini a zo dibourvez a skiant, met an den poellek a gerzh eeun. 22 Hep alioù, c'hwitañ a ra ar mennadoù, met gant kalz a guzulierien e vezont startaet. 23 Laouen eo un den pa respont gant e vuzelloù, ha pegen mat eo ur gomz lavaret e koulz! 24 Evit an den poellek gwenodenn ar vuhez a gas d'an nec'h, hag a ra dezhañ tec'hout diouzh lec'h ar marv en traoñ. 25 An AOTROU a ziskar ti ar re lorc'hus, met startaat a ra harzoù an intañvez. 26 Soñjoù an hini drouk a zo un euzhusted evit an AOTROU, met plijus eo dezhañ ar gerioù glan. 27 An hini a zo en em roet d'ar gounid dizonest a drubuilh e di, met an hini a gasa an donezonoù a vevo. 28 Kalon an den reizh a soñj er pezh a respont, met genoù ar re zrouk a skuilh traoù fall. 29 An AOTROU a zo pell diouzh ar re zrouk, met klevout a ra pedenn an dud reizh. 30 Sklêrijenn an daoulagad a laouena ar galon, hag ur c'heloù mat a larta an eskern. 31 Ar skouarn, pa selaou ar rebech a ro ar vuhez, a vo o chom e-touez ar re fur. 32 An hini a daol kuit ar gelennadurezh a zispriz e ene, met an hini a selaou ar rebech a zesk meiz. 33 Doujañs an AOTROU a gelenn ar furnez, hag a-raok ar c'hloar emañ an izelegezh. |